Mont d’an endalc’had

Tanzania

Eus Wikipedia

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Jamhuri ya Muungano
wa Tanzania
Republik Unanet Tanzania

Banniel Tanzania
COA Tanzania
Banniel Ardamezioù
  • ██ Lec'hiadur en Afrika

  • Tanzania
    Kan broadel Mungu ibariki Afrika
    "Doue ra vennigo Afrika"
    Ger-stur Uhuru na Umoja
    "Frankiz hag Unvaniezh"
    Yezh ofisiel Swahili (de facto)
    Kêr-benn Dodoma
    (Dar es Salaam)
    Gorread
    • En holl
    • % dour

    945 087 km²
    6,2
    Poblañs
    • Hollad
    • Stankter

    38 329 000 (2005)
    41/km²
    Prezidant Samia Suluhu
    Ministr Kentañ Kassim Majaliwa
    Gouel broadel 26 a viz Ebrel
    Moneiz Shilling Tanzania
    Kod pellgomz 255
    Kenrouedad .tz

    Tanzania zo ur vro e reter Afrika, war ribl Meurvor Indez, er su d’ar c’heheder. Harzoù he deus gant Kenya hag Ouganda en norzh, gant Rwanda, Burundi ha Republik Demokratel Kongo er c’hornôg, ha gant Malawi, Mozambik ha Zambia er su.

    Div lodenn a ya d’ober Tanzania : an douar-bras, a veze graet "Tanganyika" anezhañ gwechall, hag enezeg Zanzibar e Meurvor Indez. Betek 1961 e oa trevadennoù saoz eus an div lodenn-se (anvet broioù-gwarezet). E 1961 e teuas Tanganyika da vezañ dizalc’h, ha kemend-all a c’hoarvezas gant Zanzibar e 1963. Unanet e voent en ur Stad hepken e 1964.

    Savet eo an anv Tanzania diwar silabennoù kentañ pep lodenn eus ar c’hevread : Tanganyika ha Zanzibar. E-pad meur a vloaz e oa bet ar gêr-benn e Dar es Salaam, ur gêr vras war an aod, met e 1996 e voe divizet lakaat Dodoma, ur gêr e diabarzh ar vro, da vezañ kêr-benn. Un darn vras eus melestradurioù ar gouarnamant a yeas di, met lod zo chomet e Dar es Salaam.

    Torosennadur

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Plaen a-walc'h eo torosennadur Tanzania, evel war vord ar mor, padal ez eus un uhelgompezenn da 1 200 m e kreiz ar vro.
    Treuzet eo eus an Norzh betek ar Su gant ur frailh hag a zo ur skourr eus Traoñienn ar Rift Meur. Ar failh-se, bras-kenañ, en deus savet ar menez-tan Kilimandjaro hag a zo menez uhelañ Afrika ; da 5 895 metrad e sav e Tanzania, war harzoù Kenya.
    Gant ar frailh ivez e voe toullet traoñienn Olduvai. Un eilvet skourr a red a-hed harz ar c'hornôg, m'emañ an teir lenn vras afrikan : lenn Tanganyika, lenn Victoria ha lenn Malawi.

    Zanzibar zo war-dro 30 km a-vaez d'an douar-bras, e Meurvor Indez. Gorread Zanzibar eo 1660 km² ; 90 km eo e hirder. An enezenn gouralian vrasañ eo.
    Enez Pamba zo div wech bihanoc'h eget Zanzibar, gant 68 km a hirder. An div enezenn-se o deus un torosennadur plat pe blatoc'h.

    Ar politikerezh hiziv an deiz

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Julius Nyerere, ar 4 a viz Eost 1977
    Aozadur ha buhez politikel

    Renet eo bet Tanzania betek 1992 gant ur strollad dibar anvet Chama Cha Mapinduzi (CCM), "Strollad disparc'her".
    Ar prezidant a vez dibabet evit 5 bloaz gant ar gwir da vezañ dibabet diw wech nemetken.
    Dibab a ra daou vesprezidant, ur pennmaodier hag ur gouarnamant.

    Dizalc'h eo Tanzania en un doare ofisiel abaoe an 9 a viz Kerzu 1961.
    Bloaz war-lerc'h e voe dibabet Julis Kambarage Nyere, penn ar strollad sokialour Union nationale africaine du Tanganyika, da brezidant nevez Tanzania.

    Ur vodadeg vroadel a vez aozet gant 239 ezel hag en o zouez 111 dilennad a zo bet choazet evit un amzeriad pempbloaziek.
    Ar CCM a voe krouet e 1977 diwar kendeuzadur TANU (Tanganyika African Natinonal Union) krouet gant Julius Nyere e 1954 hag ar strollad Afro Shirazi party (ASP) eus Zanzibar ; tost-tre an eil d'egile eo TANU hag ASP, setu abeg ar c'hendeuzadur-se.

    Kresket eo pinvidigezh diabarzh ar vro (Kenderc'h Diabarzh Kriz, KDK) da 6,9 milmilion a zollaroù e 1997, war-dro 220 dollar dre annezad neuze, ar pezh e laka Tanzania e-touez broioù paourañ ar bed.
    Kouerien eo 80% eus ar boblañs, gounit al labour douar a gont evit 60% eus KDK ar vro.
    An enezennoù Zanzibar ha Pemba a brodu ar muiañ a dachoù-jenofl er bed.
    Ar bouedoù pennañ a vez gounezet e Tanzania eo ar maniok, ar maiz, ar stlañvesk (Plantago lanceolata), ar riz, ar sorgo, ar patatez dous (Ipomoea batatas) hag ar mell.

    ur blasenn e Moshi

    Kafe, kotoñs, diamantoù, te ha tachoù-jenofl a vez ezporzhiet da Alamagn, Breizh-Veur ha Japan.
    An touristerezh a laka Tanzania da c'hounit arc'hant : e fin ar bloavezhioù 1980 e veze tremen 100 000 tourist o tont pep bloaz. Dont a raent evit ar parkoù naturel pe evit al lec'hioù istorel.

    Bez' ez eus er vro 2 600 km a hentoù-houarn, gant al linenn pennañ etre Dar es-Salaam ha lenn Tanganyika o kas dre Arusha ha Mwanzahag.
    War-dro 88 200 km a hentoù evit ar c'hirri zo, met 10% anezho hepken zo terduet.
    Ar porzhioù-mor brasañ eo Dar es-Salaam ha Mtwara.
    Aerborzh Dar es-Salamm ha Zanzibar a ra war-dro an nijadennoù etrebroadel ha broadel.
    Ar shilling eo ar moneiz skoet gant Bank of Tanzania (krouet e 1966).

    Boazhioù hengounel Tanzania

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Ar yezhoù

    Teir yezh zo e Tanzania :

    • kiswahili, ar yezh ofisiel deuet da vezañ kozh ;
    • saozneg, evit abegoù kenwerzhel ;
    • swahili, ar yezh muiañ-komzet.

    Gant an dud pinvidik e veze komzet kiswahili, neuze a re baour a grogas da gomz swahili evit en em ziforc'hiñ diouto. Bremañ n'eus ket kement-se a dud pinvidik er vro, setu perak e vez komzet kalz a swahili e Tanzania. Daoust da gement-se, kilswahili eo ar yezh a zo bet lakaet da ofisiel gant gouarnamant Tanzania.
    Lavaret e vez ez eo e Zanzibar e vez komzet ar bravañ swahili.

    Relijionoù Tanzania

    Div gredenn vras a vez azeulet e Tanzania :

    • ar gristeniezh, gant 45% eus ar boblañs ;
    • an islam gant 30% eus ar boblañs ;
    • lies kredennoù all gant ar 25% a chom.

    Ar vuzulmaned a vev kentoc'h en enezennoù pe e-kichen tevennoù ; ar gristenien a vev kentoc'h e kreiz Tanzania. War ar maezioù e vev ar re n'o d'eus ket ar memes kredenn.

    Ar sonerezh hag an dansoù
    Siti binti Saad

    E Tanzania ne vez ket selaouet kement-se a sonerezh er vuhez pemdeziek, met kentoc'h e vez sonet e-pad ar gouelioù.
    Kalz binvioù dre gerdin zo. Tu zo da glevet taboulinoù ivez, ha binvioù dre c'hwezh ; meur a zoare fleütoù zo : e Lamu e klever ar siwa, ur fleüt hengounel graet diwar stilhon un olifant. Ar ganerez Siti binti Saad (Zanzibar, 1880-1950) e voe an Danzanianez kentañ oc'h embann ur bladenn, e 1928. Ganti e voe kanet taarab Zanzibar e swahili, pa veze graet betek-henn en arabeg ha gant paotred hepken.

    Padal,an Afrikaned a blij dezho an dañs dreist-holl.
    E Tanzania ez eus un dañs anavezet-tre hag a zo anvet karen blixen, hep mar diwar anv ar skrivagnerez danat Karen Blixen, a vevas e Kenya.
    Graet vez gant an dañserien ur c'helc'h pe kelc'hioù bihan, ha ret eo dezho lammat uhel ha diouzh al lusk. Kavet e vez muioc'h a baotred o tañsal eget a verc'hed e reter Tanzania ; er c'hornôg avat e tañs ar baotred hag ar merc'hed a holl asambles.

    Ar boued

    Tanzania n'eo ket ur vro pinvidik-tre. Bez' ez eus memestra meuzioù mat-tre evel kikuyu', ur meuz hep kig fardet gant legumaj hag ed hepken. Debret e vez gant ar re baour e kreiz an devezhioù gouel.
    Ur meuz all eo posho, graet diwar blini gant pizh bihan du ha ruz. Kalz a fav glas , a-orin eus Tanzania, a vez debret er vro ; ar fav-se zo deuet da vezañ brudet pa oant bet lakaet e kenwerzh Europa.
    E Maniony, pa vez ur gouel, e vez atav fardet ur meuz anvet ebinyebuce : kig sec'h lakaet barzh an tan gant legumaj, ed, hili riz ha kalz a blantoù bihan evit ar c'hwezh.

    Met memestra ez eo ret lavarout ez eus muioc'h eget 5 000 bugel o verrvel bep bloaz gant an diouer a voued.

    Liammoù diavaez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.