Arusha

Eus Wikipedia
Arusha, gant menez Meru en diabell

Arusha zo ur gêr vras e hanternoz Tanzania. Kêr-benn rannvro Arusha eo. E 2012 e oa 416 442 a dud o chom enni.

Er vro en-dro da Arusha e vez gounezet kafe, koton, sisal.

E kêr Arusha emañ sez kreiz Kumuniezh Afrika ar Reter. Enni emañ ivez al Lez-varn Etrebroadel evit Rwanda krouet e miz Du 1994 gant Aozadur ar Broadoù Unanet evit barn an torfedoù graet e Rwanda er bloavezh-se.

Kêrioù gevellet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo Arusha gant ar c'hêrioù-mañ :


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.