Mell

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Mell zo ur ger brezhonek implijet da envel meur a dra :

  1. er gorfadurezh e tenn d'an doare ma 'z eo kenstaget eskern pe izili ar c'horf, sellout ouzh mell (korf), hag a bep seurt melloù: da skouer mell-kein a c’haller ober eus al livenn-gein; ar mellkeineged eo al loened mellkeinek
  2. ur mellad-lezenn zo un darn eus ul lezenn
  3. ur bolotenn vras eo ar vell, ha ganti e vez c'hoariet meur a dra : mell-droad, rugby, basketball...; ur vellad pe ur velladenn zo ur c’hoariadenn gant ar vell
  4. mellañ pe melladañ zo c’hoari ar vellad; melldroadañ zo c’hoari melldroad, hag ur melldroader un den a c’hoari
  5. ur seurt mailh pe morzhol, ha mellata zo skeiñ gant ur mell
  6. ur seurt ed, sellout ouzh mell (ed), hag ur vellenn zo ur penn-mell, ur velleg ur parkad mell
  7. ur strollad malanoù pe herdin,
  8. ar pezh a vez graet d'ar c'hartoù pa vezont mesket: mellañ ar c'hartoù pe ober ur mell dezho;
  9. implijet e vez ivez evel an anvioù-kadarn pezh, pikol, dirak un anv-kadarn all: ur mell ti, melloù tier, pe ur mellad den, melladoù tud, met ur mell pezh pikol den a vez lavaret ivez.

Ouzhpenn-se

  • mell-divell zo buan-ha-buan, pe mesk-ha-mesk