Starship Troopers (levr)

Eus Wikipedia
Starship Troopers
Titl orin Starship Soldier
Aozour Robert A. Heinlein
Doare Skiant-faltazi milourel
Embanner G. P. Putnam's Sons
Deiziad embannadur Kerzu 1959
Yezh Saozneg Amerika
Bro Flag of the United States.svg Stadoù-Unanet Amerika


Starship Troopers a zo ul levr skiant-faltazi milourel gant Robert A. Heinlein, embannet e miz Kerzu 1959. An oberenn a zo bet embannet da zigentañ en ur stumm berraet hag e daou damm er gelaouenn The Magazine of Fantasy & Science Fiction, hag anvet Starship Soldier.

Skrivet ez eo an oberenn evel un istor gwelet dre daoulagad ur soudard yaouank, Juan "Johnnie" Rico e anv. Taolennet eo d'al lenner taolioù-dreist ar soudard en traodegiezh fiñv, un aozadur en dazont gant soudarded en egor gwisket gant harnezioù galloudus.

Gallet e vo heuliañ an dudenn bennañ Rico gant e hent betek tizhout ar renk a ofisour, a-dreñv d'an istor-se ez eus ur brezel etrestered drastus etre Mab-den hag ur stumm bevañ arachnoid lesanvet "the Bugs" (Brezhoneg: Amprevaned).

Rico hag an dudennoù all el levr a vez alies oc'h eskemm gant ur sell prederouriezh pe moral war aozadur ar gevredigezh, ar mouezhiadegoù, kudenn feulster ar re yaouank, ar binijennoù korf, ar c'hastiz a varv hag ar brezel.

Starship Troopers en doa gounezet un enor, ar priz Hugo er bloavezh 1960.

Doare ar bed taolennet el levr Starship troopers

Tabutoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Plas al lu er gevredigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Robert A. Heinlein a oa sot gant ar bed milourel, betek rakwelet brezelioù dibaouez ha drastus en egor ur wech ma vezo tizhet hag anneziet gant mab-den. El levr Starship Troopers ec'h adkemer doare selloù Sparta an henamzer. Evit bezañ keodedour gant gwirioù leun e vez ret da vont etrezek al lu n'eus ket hent all ebet.

Plas an armoù distruj ramzel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

El levr Starship Troopers e vez implijet e-leiz an armoù distruj ramzel evit rishañ an enebourien. Anat ez eo d'an aozour n'eus ket da vezañ chalet gant implij an armoù-se na pa vezer taget gant enebourien daonet.