Mont d’an endalc’had

Pontrobert

Eus Wikipedia
Iliz Sant Yann Vadezour, e Pontrobert

Pontrobert zo ur barrez hag ur gêriadenn eus Kembre, e hanternoz Powys. Emañ hanter-hent etre Llanfair Caereinion, er c'hreisteiz, ha Llanfyllin, en hanternoz, e Sir Drefaldwyn gozh.

Dont a ra an anv Pontrobert eus ur pont kozh savet dreist ar stêr Efyrnwy, gant Robert ap Oliver eus Cyhinfa, war-dro 1700. Ur gored a gaver er stêr, e-kichen ar pont-se. Er gevred da gêriadenn Pontrobert, izeloc'h en draoñienn, emañ Mathrafal, ma oa lez rouaned Powys.