Ouganda
Republic of Uganda Jamhuri ya Uganda Republik Ouganda | |||||
| |||||
Ger-stur : "For God and My Country" "kwa mungu na nchi yangu" (Evit Doue ha ma Bro) | |||||
Kan broadel: Oh Uganda, Land of Beauty | |||||
Kêr-benn (ha kêr vrasañ) |
Kampala | ||||
Yezh(où) ofisiel | saozneg swahilieg | ||||
---|---|---|---|---|---|
Gouarnamant | Republik | ||||
- Prezidant | Yoweri Museveni | ||||
- Ministr Kentañ | Robinah Nabbanja | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 236,040 km² | ||||
- Dour (%) | 15.39 | ||||
Poblañs | |||||
- niveradeg | 34,634,650 (2014)[1] | ||||
- Stankter | 144/km² (35) | ||||
Moneiz | shilling Ouganda ([[ISO 4217|]] )
| ||||
Gwerzhid-eur | (UTC) | ||||
Kod kenrouedad | .ug | ||||
Kod pellgomz | +256 |
Republik Ouganda (Republic of Uganda e saozneg; Jamhuri ya Uganda e swahilieg) a zo ur vro e Afrika ar reter ha na sko ket war ar mor. Harzoù he deus gant Rwanda er mervent, gant Kenya er reter, gant Tanzania er su, gant Soudan ar Su en norzh ha gant Republik Demokratel Kongo er c'hornôg. Tennañ a ra hec'h anv eus ar rouantelezh kozh Bouganda en em astenne war un darn eus su ar vro.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hemolc'herien e oa annezidi gentañ Ouganda. War-dro 2000 pe 1500 vloaz 'zo e erruas pobloù bantou eus kreiz pe kornôg Afrika moarvat.[2],[3] Teknikoù goveliañ a zegasas ar meuriadoù-se ganto ha mennozhioù nevez a-zivout framm ar gevredigezh. Impalaeriezh Kitara er XIVvet kantved a voe ar stad kentañ krouet war dachenn ar pezh a vo Ouganda goude. Heuliet e voe gant rouantelezhioù Bunyoro-Kitara ha Buganda hag Ankole[4]
Pobloù nilotek, al luiz hag an Atekered a antreas en Ouganda war-dro 120 en ur zont eus an norzh. Magerien-loened ha kouerien e oant hag en em staliañ a rejont e norzh hag e reter ar vro. Un nebeud luiz a aloubas rannvro Bunyoro ha gant ar vantoued e voent kenmesket da grouiñ an diernezh Babiito[5] Kenderc'hel a reas an divroadeg luo betek ar XVIvet kantved.
XXIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Addilennet eo Yoweri Museveni da brezidant ar vro d'ar 16 a viz Genver 2021, met truch zo tamallet dezhañ gant e enebourien.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Demografiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Annezet eo Ouganda gant meur a bobl. War-dro 40 yezzh a vez implijet er vro met ar saozneg a zo aet d'ar yezh ofisiel goude dizalc'hidigezh.
Ar yezh muiañ komzet eo ar gandaeg ("luganda"), implijet dreist-holl war-dachenn rouantelezh hengounel Bouganda. Ar yezh komzet er gêrbenn, Kampala eo. An eil yezhoù muiañ komzet eo al Lousogeg, komzet e gevred ar vro ha Rounyankoreg, komzet e mervent ar vro.
Ar swahilieg, ur yezh implijet en darn vrasañ eus reter Afrika a zo bet lakaet da yezh ofisiel e 2005 daoust ma'z eo an dra-mañ un abeg a dabut c'hoazh. Ne blij ket ar yezh-se d'ar pobloù bantouek eus su ar vro met ur yezh voutin eo deuet da vezañ en norzh. Implijet e vez gant an arme hag ar polis ivez.
Melestradur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Disrannet eo Ouganda e 80 bann ha pevar rannvro velestradurel. E kontelezhioù eo disrannet ar bannoù. Tennañ a ra o añvioù eus hini ar gêr bennañ dreist holl. Ar Pemp rouantelezh hengounel (Toro, Ankole, Busoga, Bunyoro ha Buganda) a oa bet adaozet e 1993. Un emrennerezh sevenadurel o-deus dreist-holl
|
|
|
|
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Republic of Uganda - Census 2014 - Final Report - Table 2.1 page 8
- ↑ "East Africa Living Encyclopedia - Ethnic Groups", African Studies Center, University of Pennsylvania
- ↑ Phyllis Martin and Patrick O'Meara. Africa. 3rd edition. Indiana University Press, 1995.
- ↑ Mwambutsya, Ndebesa, "Pre-capitalist Social Formation: The Case of the Banyankole of Southwestern Uganda." Eastern Africa Social Science Research Review 6, no. 2; 7, no. 1 (June 1990 and January 1991): 78-95.
- ↑ "Origins of Bunyoro-Kitara Kings", Bunyoro-Kitara website
Tiriadoù dalc'het
Ceuta • Inizi Kanariez • Madeira • Melilla • Mayotte • Reünion • Saint Helena • Inizi Tchagos
Azawad • Sahara ar C'hornôg • Somaliland
Izili hag arsellerien Aozadur ar C'hevelerezh Islamek (AKI) |
|||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Izili |
|
||||||
Arsellerien |
|