Swahileg
Neuz
(Adkaset eus Swahilieg)
Swahileg (Kiswahili) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Burundi, Kenya, Komorez, RD Kongo, Malawi, Mozambik, Ouganda, Rwanda, Tanzania |
Rannved : | Reter Afrika |
Komzet gant : | 5–10 milion (yezh kentañ), 50-60 milion (yezh kentañ pe eil yezh) |
Familh-yezh : | Yezhoù nijerek-kongoek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Unaniezh Afrika, Tanzania, Kenya, Ouganda |
Akademiezh : | Baraza la Kiswahili la Taifa |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | sw |
ISO 639-2 | swa |
ISO 639-3 | swa, swh, swc (Ethnologue) |
Kod SIL | |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ar swahileg[1] pe swahili[2] (kiswahili er yezh-se end-eeun) zo ur yezh vantouek komzet e broioù reter Afrika, dreist-holl, gant meur a vilion a dud. Ouzhpenn 50 milion a dud a oar swahileg, daoust ma n’eus nemet etre 5 ha 10 milion a gomz ar yezh-se evel yezh kentañ[3].
Ur gwir "lingua franca" pe yezh voutin eo deuet ar swahileg da vezañ e reter Afrika. Ur yezh ofisiel eo ivez en aozadur Unaniezh Afrika (asambles gant ar saozneg, ar galleg, an arabeg, ar spagnoleg hag ar portugaleg).
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon
- ↑ Termbret, 2005. Yezhoù – Langues – Languages. Ofis ar brezhoneg.
Geriadur brezhoneg An Here (2001), pennger «swahili» (p. 1244b). - ↑ L. Marten, "Swahili", Encyclopedia of Language and Linguistics, eil embannadur, 2005, Elsevier