Mont d’an endalc’had

Llangadwaladr (Powys)

Eus Wikipedia
Iliz ha bered Llangadwaladr

Llangadwaladr zo ur gêriadenn vihan e hanternoz Powys, e Kembre. E kumuniezh Llansilin emañ. E Sir Ddinbych e oa gwechall.

Emañ ouzh tor torgennoù Y Berwyn, er mervent da Llanarmon Dyffryn Ceiriog, hanter-hent etre Y Trallwng ha Llangollen.

Evel ma c'hoarvez gant parrez Llangadwaladr (Enez Mon), eo anvet ar barrez diwar Cadwaladr, pe Cadwaladr ap Cadwallon (Catuvelladurus e latin), a oa roue rouantelezh Gwynedd etre 655 ha 682.