Llanarmon Dyffryn Ceiriog

Eus Wikipedia
Llanarmon Dyffryn Ceiriog

Llanarmon Dyffryn Ceiriog zo ur gêriadenn e kontelezh Wrecsam, e biz Kembre. Emañ e Dyffryn Ceiriog, e-kichen an Afon Ceiriog, er mervent da Glynceiriog hag er gwalarn da Oswestry.

Da Sant Garmon (sant Jermen) eo gouestlet an iliz ; alese an anv Llanarmon. Er Vvet kantved e voe savet an iliz kentañ, met meur a wech e voe distrujet hag adsavet abaoe. Eus 1846 eo an iliz a weler bremañ.

Eus Llanarmon Dyffryn Ceiriog e oa ar barzh kembraek John Ceiriog Hughes hag a gemeras Ceiriog da anv-barzh.