Mont d’an endalc’had

Llannerch Banna

Eus Wikipedia
Ur bajenn disheñvelout Llannerch zo.
Llannerch Banna

Llannerch Banna (Penley e saozneg) zo ur gêriadenn vihan e kontelezh Wrecsam, e biz Kembre. Emañ hanter-hent etre Llangollen ha Whitchurch (Shropshire), koulz lavaret war ar vevenn etre Kembre ha Bro-Saoz. Dont a ra anv ar gêriadenn eus Penda (aet da "Pen-ley" e saozneg ha "Banna" e kembraeg), a oa roue Mercia er VIIvet kantved[1].

Emañ Llannerch Banna e-barzh kombod kozh Maelor Saesneg, hag e Sir y Fflint e oa gwechall, a-raok ma voe adtreset kartenn kontelezhioù Kembre, e 1974. Ur skol kentañ derez hag ur skol eil derez zo eno.

E Llannerch Banna e voe savet un ospital polonat goude an Eil Brezel-bed, evit ar soudarded polonat hag o familhoù. E deroù ar bloavezhioù 1950 e oa tremen 2 000 den en ospital-se. Serret e voe an ospital e miz Meurzh 2002[2].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]