Mont d’an endalc’had

Erbistog

Eus Wikipedia
Iliz Erbistog

Erbistog (saoznekaet e Erbistock) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e kontelezh Wrecsam, e biz Kembre. Emañ e-kichen ar vevenn etre Kembre ha Bro-Saoz, war lez kleiz an Dyfrdwy, er c'hreisteiz da gêr Wrecsam hag er reter da Rhiwabon.

E 2011 e oa poblet gant 383 a dud, ha 26 anezho (6,9%) a oa kembraegerien[1].

  1. 'Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011'. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics. Kavet : 2014-04-09.