Ponciau

Eus Wikipedia
Chapel Bethel e Ponciau

Ponciau zo ur gêriadenn e kontelezh Wrecsam, e biz Kembre. E kumuniezh Rhosllannerchrugog emañ.

Kresket eo ar gêriadenn abalamour da labour ar mengleuzioù glaou er c'hornad, ha da labour an houarn ivez. Ur skol kentañ derez zo ha meur a chapel, savet gant brikennoù Rhiwabon.

Ul lodenn eus Kleuz Offa zo e-kichen ar gêriadenn. Bevennet eo en hanternoz gant ar stêr Clywedog.