Mont d’an endalc’had

Marford

Eus Wikipedia
Marford

Marford zo ur gêriadenn e kontelezh Wrecsam, e biz Kembre. N'eus anv kembraek ebet gant ar gêriadenn-se. Emañ etre Gresffordd hag Yr Orsedd, e-kichen ar stêr Alun.

Anavezet eo Marford evit an tiez nevez-c'hotek a reer anezho "cottage orné" e saozneg hag a voe savet eno e deroù an XIXvet kantved.

E-kichen ar gêriadenn ez eus ur vengleuz kozh, a oa bet digoret e 1927 evit tennañ dafar d'ober un tunnel dindan ar Mersey. Serret e voe e 1971. Bremañ eo annezet gant plant a bep seurt ha gant balafenned. Un takad naturel eo, dindan gwarez Ymddiriedolaeth Natur Gogledd Cymru ("North Wales Wildlife Trust").