Mont d’an endalc’had

Whitchurch (Shropshire)

Eus Wikipedia
Ur pennad Whitchurch zo ivez.
Tavarn ar Black Bear (an Arzh du), e Whitchurch

Whitchurch zo ur gêr vihan e Shropshire, e kornôg Bro-Saoz, tost da harzoù Kembre ha da Cheshire. E 2011 e oa 9 781 a annezidi.

E-pad ar I kantved e voe savet ur gêr roman eno, anvet Mediolanum, war an hent a gase eus Chester da Wroxeter. E mirdi Whitchurch e c'haller gwelet aspadennoù eus an amzer roman-se. Er Grennamzer e voe roet d'ar gêr an anv a zo ganti bremañ, Whitchurch, a dalvez kement hag "iliz wenn", abalamour ma voe savet un iliz gant mein gwenn en amzer-se. An iliz pennañ a weler e Whitchurch bremañ a voe savet e deroù an XVIIIvet kantved, gant mein ruz, e lec'h an iliz kentañ.

A. Mediolanum

  • Ptol. II, 3 11 ː Μεδιολάνιον (MEDIOLANUM), ur gêr an Ordovices
  • I.A. 4694 (Iter II) ː MEDIOLANO
  • I.A. 4811 & 4824 (Iter X) ː MEDIOLANO
  • Ravenna 10641 ː MEDIOMANO; 10643-44 ː MEDIOLANO SAUDONIO / MEDIOLANA / SAUDONIE

Talvoudegezh ː e-pad pell, evel an anvioù heñvel, e oa sonjet ː kreiz ar blaenenn; degemeret hirie kentoc'h ː lec'h glan = sakr pennañ ur bobl[1]

B. Whitchurch

Mat eo derc'hel sonj hag gwenn a dalv ivez evit glan = sakr. Evel-se e vije an dalvoudegezh Whitchurch tost d'an anv koz -()lanum

Kêrioù gevellet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo Whitchurch gant :

  1. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982. p. 415-416