John Ceiriog Hughes

Eus Wikipedia
  • Ur bajenn disheñvelout Ceiriog zo ivez.

John Ceiriog Hughes (25 a viz Gwengolo 1832 - 23 a viz Ebrel 1887) a oa ur barzh kembraek, ganet war ar maez e Llanarmon Dyffryn Ceiriog, war lez ar stêr Ceiriog, e biz Kembre. Moarvat ez eo an hini brudetañ e-touez barzhed kembraek eil hanterenn an XIXvet kantved. Labourat a reas evit an hentoù-houarn e meur a lec'h e Bro-Saoz a-raok distreiñ da Gembre. Eno e voe e penn ti-gar Llanidloes ha hini Caersws, goude 1868 ha betek e dremenvan.

Un dastumer kanaouennoù e voe ivez. Troet e oa gant istor ar sonerezh e Kembre ha gant an telennoù. En em lakaat a reas da sevel levrioù da vodañ an tonioù hengounel-se, met unan anezho hepken a zeuas er-maez, e 1863 : Cant O Ganeuon ("Kant kanaouenn").

Kemer a reas Ceiriog da anv-pluenn, diwar anv an draoñienn ma oa bet ganet, Dyffryn Ceiriog. Evel barzh ez eo bet keñveriet gant William Wordsworth, unan eus barzhed ar romantelezh e Bro-Saoz, ha gant ar Skosad Robert Burns. Lavaret a reas an istorour hag ar skrivagner Owen Morgan Edwards e oa bet graet muioc'h gant John Ceiriog Hughes evit barzhoniezh Kembre eget gant an holl varzhed kembraek all. Hag evit gwir e talc'h e varzhonegoù da vezañ anavezet-kenañ e Kembre hiziv, ha kanet e vez lod anezho c'hoazh, evel Dafydd y Garreg Wen[1] haNant y Mynydd[2].

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]