Llandysilio (Powys)
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche
Llandysilio zo ur gêriadenn vihan hag ur gumuniezh eus Kembre, e biz Powys, e Sir Drefaldwyn kozh. Emañ war lez reter ar stêr Efyrnwy, war harzoù Bro-Saoz.
E 1868 e oa bet savet an iliz a zo bremañ, gouestlet da sant Tysilio, met pell zo ez eus un iliz hag ur vered eno.
E 2011 e oa 1 122 a dud o chom e kumuniezh Llandysilio ha 127 anezho a oa kembraegerien (11,7%).[1]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. .