Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Ex-Smith/Kaozeadennoù 2009

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Blead mat. Er pennad Skifos n'eus ket tra edan ur skeudenn, pendeogwir ema ret gouiet germaneg. Bianchi-Bihan 1 Gen 2009 da 07:30 (UTC)Feiz, n'em eus ket soñj ken. neuze, netra a bouez. Bianchi-Bihan 9 Gen 2009 da 23:25 (UTC)Dindan ur skeudenn en traoñ n'eus netra: pa glikez warni e kavez un toullad linennoù en alamaneg. Bianchi-Bihan 10 Gen 2009 da 00:24 (UTC)[respont]

Homañ, er pennad Skifos Bianchi-Bihan 10 Gen 2009 da 15:02 (UTC)[respont]

Maneki-neko

[kemmañ ar vammenn]
Deuet eo ganit! Ha brav. Seurt kenlabour a blij din. Trugarekaat. Bianchi-Bihan 10 Gen 2009 da 18:16 (UTC)[respont]

Re wir ! Reizhet em eus. Levezonet e oan bet gant skridoù gallek moarvat. En arabeg pe e saozneg n'eus ger-mell ebet. --Llydawr 14 Gen 2009 da 07:17 (UTC)[respont]

Salud dit ! N'eo ket war ma fajenn kaozeal e rankez skrivañ seurt traoù met war hini ar pajennoù da nullañ, evit ma vo diverket ar bajenn fazius gant ur merour (gant Neal peogwir ne chom nemetañ evel merour oberiant). A galon, Llydawr 14 Gen 2009 da 21:35 (UTC)[respont]

Boued zo e-barzh ar pennad. Gourc'hemennoù dit ! --Llydawr 21 Gen 2009 da 22:05 (UTC)[respont]

Sur on e plijfe dit istorioù ar c'h-Kabiten Alatriste, ha marteze, ma'z out chomet yaouank, re Pardaillan. Bianchi-Bihan 22 Gen 2009 da 18:06 (UTC)[respont]
Trugarekaat eus an droidigezh. Bianchi-Bihan 24 Gen 2009 da 12:32 (UTC)[respont]
N'on ket evit lakaat ar skeudenn er pennad bank. Meur a skeudenn all a vije evit an diskar kleuzioù . Bianchi-Bihan 26 Gen 2009 da 16:41 (UTC)[respont]
Divuhezenn ha traoù marv a zo da zisteurel (dre an daou benn) diouzhtu. Traoù divuhez? Objets inanimés ... Lamartine (illurat barzh!) a skrivas udb diwarno. N'eo ket divuhez an traoù dre natur? Evit bout marv e rankfen bout bet bev. Bianchi-Bihan 5 C'hwe 2009 da 20:48 (UTC)[respont]
Objets inanimés, avez-vous donc une âme. Qui s'attache à notre âme et la force d'aimer ? » <Milly, ou la Terre natale,> . Moarvat e anaveze oberenn Chardin. Bianchi-Bihan 5 C'hwe 2009 da 20:51 (UTC)[respont]

Alamaneger

[kemmañ ar vammenn]

Evel kustum ez eus ezhomm tud desket war-dro Luitgard. Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2009 da 12:38 (UTC)[respont]

Setu a oa un tamm kenlabour eus ar c'hentañ. Bianchi-Bihan 26 C'hwe 2009 da 09:44 (UTC)[respont]

Hastomp goustad. D'am soñj n'eo ket fall orkide/enn: ne chom dit nemet krouiñ ar pennad. Goulenn ali tud fur. Ne ouie ket RH muioc'h egedout db an orkide, orkideoù pe orkideennoù, brudetoc'h eo da bennadoù liorzhañ eget e re. Sellomp tro-dro: petra vo graet gant begonia, hortensia (hortansia?), fuchsia, kamelia, petunia, dahlia, forsythia (setu ur ger fentus da zistagañ)? Un diskoulm zo kinniget gant ar gwez: derv, dervenn, gwezenn-derv. Deomp pelloc'h: orkide, orkideenn, bleuñv-orkide. N'eo ket an diskoulm fallañ.

Mat-tre! Hiraet ganin. Bianchi-Bihan 1 Meu 2009 da 10:37 (UTC)[respont]

N'eo ket punk-punk, met din e plij, nemet war an alamaneg n'on gour. Pa giri ' po ur bannac'h Caol Ila. Bianchi-Bihan 8 Meu 2009 da 14:04 (UTC)[respont]

N'm boa ket c'hoant da reiñ un displegadenn hir, ha dre se on bet fallgomprenet: pezh a vije ret eo treiñ anv an oberennoù a zo chomet en alamaneg dindan an taolennoù. Evit ar peurrest e vo paeet un droad all dit. Bianchi-Bihan 8 Meu 2009 da 18:16 (UTC)[respont]
Ober des scènes de genre. D'am soñj n'eo ket reiñ e begement da ub, met skeudenniñ buhez tud an amzer. Taolennoù eus ar pemdez a-wechoù, met badeziantoù ne vez ket bemdez en ur familh, pe abadennoù-buhez. Bianchi-Bihan 8 Meu 2009 da 18:27 (UTC)[respont]
Evit ar c'hizhier 'teus ket sellet mat. Gwir eo n'eo ket graet mat ar skeudenn. Bianchi-Bihan 8 Meu 2009 da 18:48 (UTC)[respont]
Gortoz! krog on ivez gant ar mestr!!82.253.102.217 11 Meu 2009 da 11:41 (UTC)[respont]

Sell, mar plij, hag eñ n'eus ket udb da gavout ouzhpenn er pennad alamanek. Bianchi-Bihan 12 Meu 2009 da 07:59 (UTC)[respont]

Trugarekaat. Fazioù anat a oa, evel marv Fañchik e Lyon. Nann, n'em boa ket droukvesket Rote Zora hag Ulriche Meinhof. Lenin gaezh a lavare kentoc'h "Petra zo d'ober", hervez anv saoznek e oberenn veur, What is to be done?. Un tamm dinerzh an titl gallek, a gavan. E ruseg n'ouzon ket. Hag en alamaneg? Bianchi-Bihan 13 Meu 2009 da 04:03 (UTC)[respont]
Kavet: http://de.wikipedia.org/wiki/Was_tun%3F . Met ne gomprenan nemet ar silabenn gentañ.
Che fare, en italianeg, Que fazer e portugaleg, ... Dibab zo etre daou eta: petra ober ? pe petra zo d'ober? . Pe petra d'ober, e doare yezh Leon (Trotsky, evel just). Buan, ur banne Laphroaig. Bianchi-Bihan 13 Meu 2009 da 04:05 (UTC)[respont]
Was tun? Da lavaret eo : Petra ober? Ral eo implij tun (ster hollek, goulennoù amresis), machen (ober, da lavaret eo : sevel, disoc'hañ, ster fetis) a vez implijet aliesoc'h. Ne vefe ket Kadbzh an den barrekañ a c'hallfe ober war-dro ar pennad? Devezh mat.--Ex-Smith 13 Meu 2009 da 06:49 (UTC)[respont]


"Tamallet e voe da Graf Montecuccoli": n'eo ket ur c'hont, ar graf-se? Bianchi-Bihan 13 Meu 2009 da 09:51 (UTC)[respont]

D'ar c'hentañ sell e oan souezhet gant an anv, goude 'm boa komprenet e oa un ankouaenn. Setu, arabat hastañ nepred, sed ar reolenn veur, heuliet gant den ebet.
Deuet din debron-gouzout hiroc'h db ar c'haezh den, met netra ne gavan, nag e de:Montecuccoli nag e it: Montecuccoli (famiglia). Trist ar vuhez a-wechoù. Ur banne dour hiziv.
Ha levr an Here db Tanguy? Bianchi-Bihan 13 Meu 2009 da 18:40 (UTC)[respont]

Ar patrom zo er pennad http://de.wikipedia.org/wiki/Finger a garfen lakaat er pennad biz: gouzout rafes pelec'h tapout anezhañ? Trugarekaat. Bianchi-Bihan 15 Meu 2009 da 18:28 (UTC)[respont]

Trugarekaat: ne ouien ket pelec'h klask. Met gwir eo n'ouzon ket ober gant an dra-se. Traoù all aesoc'h zo am eus bet embreget, hennezh n'eo ket aes din. Bianchi-Bihan 15 Meu 2009 da 18:53 (UTC)[respont]

Kig-ha-farz

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Ma'z pefe, e-touez da luc'hskeudennoù, unan a c'hallfe skeudenniñ ar pennad kig-ha-farz, e vefe dispar ! --Llydawr 16 Meu 2009 da 17:24 (UTC)[respont]

E-touez masorc'hennoù niverus emañ homañ: gwelloc'h eo lavarout ur strollad sonerien eget ur strollad sonerezh. Bianchi-Bihan 27 Meu 2009 da 06:18 (UTC)[respont]

Kavet em eus un tamm labour dit. Bianchi-Bihan 29 Meu 2009 da 06:33 (UTC). Eus ar c'hentañ evel atav. Bianchi-Bihan 29 Meu 2009 da 12:29 (UTC)[respont]

Mc Cartney

[kemmañ ar vammenn]

Lez ar skoliad d'ober e damm labour, ha taol ur sell ur wech an amzer da reizhañ, netra ken. Arabat ober e labour en e lec'h, marteze ne raio netra ken goude. Bianchi-Bihan 31 Meu 2009 da 10:30 (UTC)[respont]

Trugarez eus ar pennad-se: setu unan eus an traoù a blij din gwelout (ha lenn) ar muiañ (e-touez un nebeud re all) en hon wikipedia. Bianchi-Bihan 11 Ebr 2009 da 13:04 (UTC)[respont]

An Noz steredennet: kaerat tra. Ez lec'h em bije lakaet: An Noz stergannek . N'eo ket ret ober eveldon. Bianchi-Bihan 11 Ebr 2009 da 19:52 (UTC)[respont]
Gouzout a rafes piv eo an oberour hag eus pelec'h e teu ar skeudenn-se?
Poltred Maria Paoletta Buonaparte

Renket eo. Ne blij ket din skrivañ an niveroù bras mod-se, met ranket m'eus gober: "938" eo eil lodenn niver an annezidi. A galon. Klaod. Kadbzh 15 Ebr 2009 da 18:37 (UTC)[respont]

Trugarez dit evit ar skeudennoù ! E geriadur An Here e kaver "farz", se zo kaoz em eus skrivet evel-se. Met gwir eo e kaver "fars" e geriadur Roparz Hemon. Fars pe farz ne ran ket forzh ;-). A galon, --Llydawr 15 Ebr 2009 da 20:50 (UTC)[respont]

Respont aes: tost ouzh/pell (hanepell) diouzh. Ha n'eo ket Geriadur an Here a lavaro ar c'hontrol. Sklaer? Bianchi-Bihan 16 Ebr 2009 da 13:01 (UTC)[respont]

Farserezh (ha n'eo ket farzerezh!). Dont a ra ar ger eus ar ger gallek 'farce'. Klask pemp troad d'ar maout eo skrivañ farz, war zigarez e vije ret lakaat 'z' d'an anvioù-kadarn. Ur verb farsañ zo, ha n'eo ket farzañ, hervez ar c'heloù am eus bet betek-hen. Bremañ n'in ket da glask laou e penn den ebet evit se, gant ma ne vo ket kammreizhet pa skrivin fars tu bennak, rak en taol-se ne farzin ket... farsin ket, boulc'hurun!Bianchi-Bihan 16 Ebr 2009 da 13:17 (UTC)[respont]
Taol ur sell ouzh Widukind‎ en div yezh, betegouzout em bije ankouaet udb a-bouez: ne gomprenan nemet ar gerioù brezhonek en alamaneg. Bianchi-Bihan 16 Ebr 2009 da 17:42 (UTC)[respont]
Labour vat, mil trugarez. Diegi am eus o vont pelloc'h gant Widukin, roue. Arc'hoazh marteze. Bianchi-Bihan 16 Ebr 2009 da 18:19 (UTC)[respont]

Marteze e c'hallfes lakaat en (e-lec'h e) dirak ur vogalenn, evel en Utrecht, hag ober gant e-tro, a zo er geriadur, e-lec'h "tro" . A galon. Bianchi-Bihan 20 Ebr 2009 da 16:18 (UTC)[respont]

Graet eo ! --Llydawr 1 Mae 2009 da 21:22 (UTC)[respont]

== Goude ==‎ Jóhanna Sigurðardóttir :Goude bet daou vugel zo un droienn vrav a gavan.

Ha ma kavez skouerioù all amañ pe ahont, lar din m'o lakain em sac'h gant ar re all. Bianchi-Bihan 3 Mae 2009 da 03:23 (UTC)[respont]

Poan oc'h en em gompren a-wechoù: ganin e oa lakaet "goude bet", peogwir eo reizh din. Ganit e oa bet kemmet, marteze peogwir e soñje dit e oa ur fazi? N'eus droug ebet. A galon. Bianchi-Bihan 3 Mae 2009 da 12:04 (UTC)[respont]

Ali goulennet

[kemmañ ar vammenn]

http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer%3AGireg_Konan&diff=492924&oldid=480692 Bianchi-Bihan 11 Mae 2009 da 16:29 (UTC)[respont]

Pennad diechu

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Pennad Albrecht Dürer, a oa bet kroget pell zo, a vefe brav kas da benn. Ma 'peus amzer ha ma n'ouzout ket petra ober...! ;-) --Llydawr 19 Mae 2009 da 19:38 (UTC)[respont]

Salud! Krouet 'm eus ur patrom diwar da labourioù: [2]. Aesoc'h e vo d'am soñj aozañ ur pennad en ur skrivañ {{Kêrioù proviñs Utrecht}} e-lec'h skrivañ en-dro kod ar patrom en e bez bewech. A galon.--Gwendal 20 Mae 2009 da 07:41 (UTC)[respont]

Distrujet e vo ganin kement "da live" a welin, un droienn eus ar gwashañ ha noazusañ skouerioù roazhonek a c'haller ijinañ ! Emañ ma morzhol ganin em dorn, prest da skeiñ. Bianchi-Bihan 20 Mae 2009 da 07:51 (UTC)[respont]

O chaseal emaon, gant ma morzhol, ha spered Friedrich (peoc'hgar, 'keta?), o vevañ ennon. Bianchi-Bihan 20 Mae 2009 da 07:57 (UTC)[respont]
Kavet em eus un daou pe dri da frikañ. Faziet e oan : spered Thor an hini a oa ganin, paotr e vorzhol Mjöllnir. Bec'h d'an "da live"!
  • Alies ne dalv nemet "e-kichen, tost, nepell", ur gwallbleg deuet diwar brizhc'halleg an deknokrated skignet gant ar gazetennerien. Un droienn eo a blij kenañ da bolitikourion zo, hag a gaver ivez e pennadoù brizhekonomikel pe krakkevredigezhel. Stank e veze an "da live" e pennadoù an Ofis, pa lennen anezho. Bianchi-Bihan 20 Mae 2009 da 08:09 (UTC)[respont]
Dre vras, n'anavezan ket troiennoù-lec'hiañ gant da. Evit an amzeriañ avat eo kevatal da hag e : en amzer-se/ er mare-se/ d'ar c'houlz-se/d'an eur-se... Bianchi-Bihan 20 Mae 2009 da 08:46 (UTC)[respont]


Pladenn : patrom

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez evit bezañ roet din al liamm. En em c'houlenn a ran memestra perak ne teuer ket a-benn d'ober unan ken brav ha dedennus eget war ar wikipedia e galleg pe e saozneg. --Y-M D 23 Mae 2009 da 16:11 (UTC)[respont]

Goût 'oarfes peurvrezhonekaat Katigern? Bianchi-Bihan 23 Mae 2009 da 16:53 (UTC). Aferioù tiegezh ar rouaned: ar voest nompra zo en traoñ. Bianchi-Bihan 23 Mae 2009 da 17:14 (UTC). Kavet em eus ur voest vrezhonek en ur bajenn all, ha ploup! Sell pegen brav eo deuet ganin! Bianchi-Bihan 23 Mae 2009 da 17:48 (UTC)[respont]

Ur banne Chinon

[kemmañ ar vammenn]
Tredanva nukleel Chinon.

Yec'hed dit. Bianchi-Bihan 23 Mae 2009 da 18:02 (UTC)[respont]

Pa'z eer er wiki saoz e c'haller tapout sonerezh ha selaou, met penaos en degas amañ? Bianchi-Bihan 26 Mae 2009 da 09:24 (UTC)[respont]

Salud dit ! Ha gourc'hemenoù evit ar pennad zo bet degaset un tamm mat a voued dezhañ... Setu renket ar c'hudennoù gant an notennoù. Implijet 'poa berradurioù n'o deus ur ster nemet er Wikipedia saoznek evel "ref name". Seurt traoù ne vezont ket komprenet dre amañ... A galon, -Llydawr 26 Mae 2009 da 16:47 (UTC)[respont]

Ha kemend-all eus ma ferzh. Ra vo lakaet da bennad eus an dibab an abretañ ar gwellañ. Bianchi-Bihan 26 Mae 2009 da 17:55 (UTC)[respont]

Ernst Jünger

[kemmañ ar vammenn]

Traouigoù... A galon. Klaod Kadbzh 27 Mae 2009 da 18:06 (UTC) Emgannoù ar Brezel bed kentañ e bro Brucquoy a zo bet taolennet gant ar skrivagnour alaman Ernst Jünger en e levrioù In Stahlgewittern ( 1920) ha Das Wäldchen 125 (1924). Adtapet diwar "http://br.wikipedia.org/wiki/Bucquoy" Emgannoù ar Brezel bed Kentañ e bro Puisieux a zo bet taolennet gant ar skrivagnour alaman Ernst Jünger en e levrioù In Stahlgewittern ( 1920) ha Das Wäldchen 125 (1924). Adtapet diwar "http://br.wikipedia.org/wiki/Puisieux_(Pas-de-Calais)"[respont]

Danvez ur pennad a feson. A galon. Bianchi-Bihan 6 Mez 2009 da 15:04 (UTC)[respont]

Sede ma respont: Swabia‎! Met Schwaben zo kenkoulz din. Bianchi-Bihan 7 Mez 2009 da 09:51 (UTC)[respont]
Labour eus ar c'hentañ. Ur banne Philomenn a yel ganit? Bianchi-Bihan 7 Mez 2009 da 17:13 (UTC)[respont]
Ma komprenez perak Celtis, lar din. Bianchi-Bihan 7 Mez 2009 da 17:40 (UTC)[respont]
Albrecht von Wallenstein, plijusoc'h eget Conrad, d'am soñj. Bianchi-Bihan 7 Mez 2009 da 17:53 (UTC)[respont]

Rakraffaelouriezh

[kemmañ ar vammenn]

Ne vezer ket kustum da welout "ff" e brezhoneg. Evel-just e vo skrivet Raffaello, hervez an anv orin, nemet kemm a vije graet, evit brezhonekaat, hervez skouer ar C'hallaoued hag ar Saozon. Warum nicht. Evel-just e tlefe bezañ rafaelouriezh ha rakrafaelouriezh, rak ma lakaomp raffaelouriezh e vije ret ober gant marxouriezh ivez. Ha... why not. Met mall ebet, ha mat kaout meur a ali. Met dislavaroù a vo atav, kaer 'vo ober. Setu arabat nec'hiñ, ha gwelloc'h sevel ar pennad en ur brederiañ eget spazhañ kement blevenn zo war al laouenn da virout a sevel pennadoù, evel a ouied ober dre amañ poent zo bet. Bianchi-Bihan 11 Mez 2009 da 20:26 (UTC)[respont]

Demat. War ar patromù, cgom a ran bourdet a-wzhoù. Klask a rin kinnig un daolenn, kentoc'h (ne vo ket ken brav, met efedusoc'h e vo, d'am soñj... A galon. Klaod. Kadbzh 14 Mez 2009 da 10:21 (UTC)[respont]

Ret eo gwelout a-raok penaos e c'haller ober pennadoù berr aes: kumunioù Alamagn pe Brazil da skouer. Ur frazenn aes da gemm hag a servijo evit ur bern pennadoù. Evel am boa graet evit Zuñiga ha kumunioù Navarra. Bianchi-Bihan 16 Mez 2009 da 07:34 (UTC)[respont]

Am eus aon e vo tremen 26 000 a-benn ma vo prest ma c'hafe. Bianchi-Bihan 16 Mez 2009 da 10:44 (UTC)[respont]

Salud dit ! Un dra a-dreuz zo, sur !, gant patrom ar c'hanolioù. Penaos 'peus graet evit sevel da batrom ? Kemeret 'peus skouer war ur yezh all ? --Llydawr 18 Mez 2009 da 16:29 (UTC)[respont]

Kavout a ra din em eus komprenet... Ez an da glask renkañ an traoù, daoust ma n'on ket ur mailh war ar patromoù. --Llydawr 18 Mez 2009 da 16:40 (UTC)[respont]
War a seblant on deuet a-benn da sevel ur patrom nevez a ya en-dro : "Patrom:Kanolioù". Graet em eus taolioù-esae gant Aduarderdjip hag Apeldoorns Kanaal. Ret e vo goulenn diverkañ ar patrom az poa krouet, hag implijout "Patrom:Kanolioù" er pennadoù all hiviziken. Met diaes a-walc'h e vo leuniañ pep kombod, 'm eus aon. A galon, --Llydawr 19 Mez 2009 da 20:49 (UTC)[respont]

Translation Request

[kemmañ ar vammenn]

Hi! Could you translate and add this article into your wonderful wikipedia? You can reach me here. Thanks. With Kind Regards --Warayupay 18 jen 2009 à 09:49 (UTC)

Tacloban

Tacloban is a port city in the Philippines. It is approximately 360 miles southeast of Manila. It is the capital of the province of Leyte. It is also the regional center of Eastern Visayas.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

en:Tacloban


Anaout a rez? Bianchi-Bihan 28 Mez 2009 da 08:32 (UTC)[respont]

Ezhomm zo ac'hanout da sikour kempenn ha peurechuiñ Knister hag Hexe Lilli. Bianchi-Bihan 9 Gou 2009 da 21:29 (UTC)[respont]

Ha kavout a ra dit e talvezfe ar boan klask embann al levrioù e brezhoneg?82.127.91.29 15 Gou 2009 da 08:34 (UTC)[respont]
Berzh a ra e Spagn ken e ra, ur film zo da zont prestik. Divrud eo en Gall. Klask zo war un alamaneger evit marc'hata ar gwirioù. 82.127.91.29 15 Gou 2009 da 09:14 (UTC)[respont]

Jeanne d'Arc

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Gwelet em eus ar goulenn az peus laket war bajenn Bianchi-Bihan, diwar-benn ar stumm brezhonek evit Jeanne d'Arc. Kavet em eus ur skouer eus ar stumm Janed Ark, en ul levr skrivet gant an aotrou beleg Yann-Vari Joanno (1857-1935), embannet e Sant-Brieg e 1909. A-hend-all e kaver alies ar stumm gallek, skrivet Jann d'Arc evel e Buhez ar Sent (hini Yann-Vari Perrot) : Ar verc'h eürus Jann d'Arc (8 a viz Ebrel), pe Jeann d'Arc, evel en ur pezh-c'hoari gant ur beleg all, Eozen Madeg (1860-1932), embannet e Brest e 1906. A galon, --Llydawr 16 Gou 2009 da 15:48 (UTC)[respont]

Ma gourc'hemennoù gant ar pennad-se. Re nebeud a draoù zo db an XXvet kantved dre vras. Ur banne dour outi. Bianchi-Bihan 22 Gou 2009 da 16:42 (UTC)[respont]

Trugarez dit, evit ar pennadoù nevez. Traoù n'omp ket boas da lenn e brezhoneg ! Ha betek traoù na gaver ket er Wikipedia-où all, war a seblant, evel Mika Etchebehere. War un dachenn all, hag anavezout a rez nl:Ben van Berkel ? A galon, --Llydawr 22 Gou 2009 da 20:07 (UTC)[respont]
Ya, peadra zo da sevel pennadoù. Ur pennad diazez diwar-benn Brezel Spagn a vo ret kaout. --Llydawr 22 Gou 2009 da 20:13 (UTC)[respont]
"Mika Etchebehere, anv gwir Michèle Feldman". Sur eo? Bianchi-Bihan 23 Gou 2009 da 00:13 (UTC)[respont]
Se a laren peogwir e seblante ken gwir an daou anv: hec'h anv plac'h yaouank (yuzev) Feldman da gentañ ne oa ket ken gwir evel an hini all? Bianchi-Bihan 24 Gou 2009 da 07:44 (UTC)[respont]

Erquinghem

[kemmañ ar vammenn]

Demat. trugarez. A galon. Klaod Kadbzh 24 Gou 2009 da 07:14 (UTC)[respont]

Sell ha n'eus ket ur resisaenn bennak en alamaneg a vije mat lakaat er pennad fouzhlec'h m'emañ ar skeudenn:

.

Kavet ar respont er pennad Brest: Sinagogenn troet da fouzhlec'h gant an arme alaman. Bianchi-Bihan 27 Gou 2009 da 03:16 (UTC)[respont]

Baltek ha baltel e geriadur RH. A galon. 82.249.95.191 26 Eos 2009 da 00:26 (UTC)[respont]

Da'm soñj n'eus fazi ebet gant da gartennoù : an daou stumm a gaver er geriadurioù. Er pennad Eil Brezel-bed e welan Mor Baltel, evel e geriadur An Here. Ar stumm all a gaver war ur gartenn n'eo liammet ouzh pennad ebet, met ne gav ket din e c'hallfed he diverkañ.

+ Pa soñjan : n'on ket gwall nec'het gant "brezel-bed" pe "brezel bed". Komprenet e vo an eil hag egile. Se eo a gont ! A galon, --Llydawr 26 Eos 2009 da 21:21 (UTC)[respont]

Evel-just eo se 'n hini 'gont. Met mat eo (pe e vije) kompren perak e kaver daou stumm pa ne oa nemet unan a-raok. Bianchi-Bihan 26 Eos 2009 da 21:51 (UTC)[respont]

Ez lec'h-te e tiwallfen gant an alamaneg ha ne blij ket d'an holl: [[3]]. Serret oa bet ma c'hont mann 'met 'blam' da se daou vloaz zo ! Bianchi-Bihan 27 Eos 2009 da 16:52 (UTC)[respont]

Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)

[kemmañ ar vammenn]

Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 18:06 (UTC)[respont]

Ne vefe ket ur fazi en titl. Gouere eo ha ket Gouhere. A galon --Y-M D 31 Eos 2009 da 15:44 (UTC)[respont]

Setu desket un dra ganin neuze. Trugarez bras. Marteze e vefe mat unvanañ an traoù er pennad a-bezh, hag implij unan hepken. A galon --Y-M D 31 Eos 2009 da 16:46 (UTC)[respont]
Ya gwir eo n'am boa ket sellet penn-da-benn. Met va goulenn a oa perak leuskel ha titl gant Gouhere hag implij Gouere er pennad ? Ne vefe ket gwelloc'h unaviñ an dibab ? Ha marteze sevel un adkas adalek unan eus ar pajennoù, ma vez ezhomm. A galon --Y-M D 31 Eos 2009 da 18:21 (UTC)[respont]

Joseph Goebbels

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez da vezañ bet oc'h adlenn ar pennad "Joseph Goebbels". Ne c'hellen ket gwelout fazioù'zo, dre an amzer am eus tremenet o sevel ar pennad. Trugarez c'hoazh! --Gwendal.P 1 Gwe 2009 da 18:11 (UTC)[respont]

Bunker Hitler

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Sell ouzh ar pennad-mañ : [4]. A galon, --Llydawr 4 Gwe 2009 da 19:51 (UTC)[respont]

Danke, peogwir eo aotreet bremañ. Bianchi-Bihan 7 Gwe 2009 da 08:40 (UTC)[respont]

... am eus eus ur pennad tortis. N'eo ket aet gwall bell, met pelloc'h evit ar geriadurioù brezhonek memestra . Bianchi-Bihan 8 Gwe 2009 da 21:30 (UTC)[respont]

Ha fellout a ra dit mont da vezañ merour/ez?

[kemmañ ar vammenn]

Lakaet eo bet da anv war ar renk evit dont da vezañ merour. Mar fell dit bezañ kannad da vat ur wezh digoret ar votadeg eo ret dit sevel a-du gant ar c'hinnig bet graet gant un implier/ez all, a-hendall e ranko bezañ disklêriet null. Digor e vano ar prantad-kinnig betek ar 27 a viz Gwengolo. A galon, Neal (Kaozeal) 9 Gwe 2009 da 07:10 (UTC)[respont]

Kevread spartakour

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Ur pennad Kevread spartakour 'peus krouet. Daoust ha gwelet 'peus ar pennad (kozh) Reveulzi spartakour ? A galon, --Llydawr 10 Gwe 2009 da 20:34 (UTC)[respont]

Bodañ an daou bennad ne rafen ket, rak disparti eo an traoù er yezhoù all (Aufstand, uprising, Révolte / Bund, League, Ligue). Kempenn ar pennad "reveulzi" a vo d'ober avat ! A galon, --Llydawr 11 Gwe 2009 da 15:31 (UTC)[respont]

Translation of a short story

[kemmañ ar vammenn]

Hi my friend!

I would like to request something from you. Yes, translation. I hope, it's not a bad thing for you. Some years ago I wrote a (really) short story about a lonely man (actually symbolized the Saami nation). I translated into some languages and I thought, it would be great to have it more, like also in Brezhoneg :) From the six Celtic languages I have this story in five, only the Breton version is missing. I made this page, the English or French translation is somewhere there. You can put the Brezhoneg translation there. Thank you again! Sorry for my disturb... :( - hu:User:Eino81

Evidout eo em boa lakaet Trabi. N'eo ket diaes din sevel pennadoù: kavout un titl, ha graet al labour. Un adkasig skuizhus bremañ? Bianchi-Bihan 16 Gwe 2009 da 03:55 (UTC)[respont]

Patrom Stadoù Alamagn

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Ne zeuan ket a-benn da renkañ ar gudenn. Daou dra a c'hallan lavaret memes tra : 1) ne gav ket dit ez pefe krouet ar patrom aze, adskrivañ ar pezh a zeu war wel e saozneg hepken (Blank template) ; 2) ur patrom heñvel zo ivez er Wiki alamanek, de:Vorlage:Infobox Bundesland, marteze e vefe aesoc'h loc'hañ diwarnañ. Klask a rin, met n'on ket ur mailh... ar wech all em boa bet chañs ! ;-) --Llydawr 16 Gwe 2009 da 16:49 (UTC)[respont]

Salud dit ? Ne welan doare all ebet estreget goulenn digant ur merour diverkañ. --Llydawr 18 Gwe 2009 da 15:54 (UTC)[respont]

Salud dit ! Cheñchet em eus an traoù evit CDU/Christlich Demokratische Union Deutschlands : lakaet em eus ar pennad dindan an titl hir, evel ma vez graet er yezhoù all peurvuiañ hag evel ma'z peus graet da-unan evit CSU. Reishoc'h e kavan ober evel-se : "CDU" a vo skrivet gant an dud a glasko, ha kavout a raint an anv leun. A galon, --Llydawr 2 Her 2009 da 20:09 (UTC)[respont]

Salud dit ! Daoust ha mat eo lakaat ur skrab en anv strollad alaman ar Re C'hlas ? War o logo n'eus ket, hag er Wiki alamanek n'eus ket kennebeut, er stumm leun : Bündnis 90/Die Grünen (kurz: GRÜNE; auch B’90/Grüne). A galon, --Llydawr 3 Her 2009 da 12:01 (UTC)[respont]

Salud dit ! Klasket em eus sevel ur "porched" evit Alamagn, war skouer an hini am eus kavet evit Aostria, da vodañ an holl bennadoù o deus un tamm darempred gant Alamagn. Gwelloc'h ha bravoc'h e c'hallfe bezañ moarvat, met ur bazenn gentañ eo. D'an holl bremañ da glask gwellaat ar benveg-se. Kae da welet 'ta ! --Llydawr 9 Her 2009 da 20:40 (UTC)[respont]

Kemmadur D/Z e-barzh "diwezhañ"

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez evit da evezhiadenn. Mar savan a-du ganit evit "bran zu" e kavan dinaturel *pladenn ziwezhañ, un afer a hirder gerioù a zo ivez a gav din. Me 'gav din e kendalc'h an diviz war ma fajenn.Trec'hlid mitonet 11 Her 2009 da 14:26 (UTC)[respont]

Gourc'hemennoù

[kemmañ ar vammenn]

Da heul disoc'h ar votadeg out bet lakaet da verour ganin. Neal (Kaozeal) 15 Her 2009 da 11:36 (UTC)[respont]

Lakaet ganit, pe war un dro ganit? Salokras, nag an eil nag egile : lakaet da verour gant ar vouezhierien, ha bremañ merour e-touez ur bagad all aet da bourmen da lec'h all ken na chom nemet Neal anezho. Ne vern, ur blijadur e vo derc'hel da labourat gant tud desket ha brezhonegerien vat. Bianchi-Bihan 15 Her 2009 da 15:09 (UTC)[respont]
Gourchemennoù am befe c'hoant reiñ dit evit an dilennadeg. Ur blijadur e vo labourat ganit, ganeoc'h kentoc'h (te ha Neal, hag ar re all ?). A galon --Y-M D 15 Her 2009 da 18:02 (UTC)[respont]

Lemel ur gont

[kemmañ ar vammenn]

Goulenn a ran ma vo lammet kuit va c'hont "Gwilhmod" diouzh br.wikipedia. Ho pezet ar vadelezh da lavarout din penaos ober. setu aze va chomlec'h internet evit ma c'hellfed respont din : tgwilhmod@orange.fr

Penaos ober

[kemmañ ar vammenn]

Prest on da sikour atav. Aet on da glask war ar wikipedia e saozneg ha setu ar pezh am eus kavet:

"Deleting an account. It is not possible to delete user accounts, as all contributions must be assigned to some identifier; either a username or, in the case of anonymous contributions, an IP address. Editors seeking privacy per their right to vanish can have their user and user talk pages deleted and their accounts renamed." (diwar: Deleting an account/Diverkañ ur gont)
"Deleting your user pages. Where there is no significant abuse and no administrative need to retain the personal information, you can request that your own user page and user subpages be deleted. This is done instead of account deletion because accounts with contributions cannot be deleted as this would allow another user to create the account, and claim authorship of those edits. It is not possible for your edits to be removed entirely; for this reason, removing the account would potentially violate copyrights by allowing for such authorship claims.

Just add to the page: Patrom:Db-userreq. An administrator will then delete it after checking that the page does not contain evidence of policy violations that may need to be kept. If there has been no disruptive behavior meriting the retention of that personal information, then the administrator can delete the page straight away in order to eliminate general public distribution of the history containing the information. If the deletion occurs immediately, others may request undeletion if they feel there was in fact a need to retain the page. In such a case, the page should be undeleted and listed on Miscellany for deletion for a period of five days following the deletion of the user page. If a user page was deleted because a contributor left, it may be restored by an administrator if the contributor returns, particularly if the history contains evidence of policy violations." (Diwar How to deleter user and talk pages)

Pajennoù talvoudus: Right to vanish ha Right to vanish (meta)

A galon, Neal (Kaozeal) 15 Her 2009 da 19:38 (UTC)[respont]

Kinnig evit diverkañ ur gont

[kemmañ ar vammenn]

Da gentañ-holl e kav din e vefe gwell ma rafe ur burevad war-dro, da lâret eo me. N'on ket sur zoken hag-eñ n'eo ket ret diouzh ma c'hellan lenn war ar pajennoù am boa kaset dit tennet diwar ar wikipedia e saozneg. N'hallin ket ober war-dro avat evel burevad keit ha ne vo ket bet goulennet ouzhin war-eeun gant an implijer-se e-unan. Ar pezh a ginnigan ober a-hendall eo adenvel e bajenn bersonel, diverkañ pep danvez a zo warni ha lakaat ur gerig o tisklêriañ eo aet kuit en ur wareziñ ar bajenn. Kinnig a ran avat diellaouiñ ar bajenn gazeal stag ouzh ar bajenn bersonel-se kentoc'h evit he diverkañ da vat rak ur ran eus ar raktres eo ar c'hazeadennoù ha n'eo ket perc'hen warne an implijer-mañ'n-implijer. Neal (Kaozeal) 16 Her 2009 da 11:36 (UTC)[respont]

Setu ar bostell am eus kaset dezhañ: "Demat, Mont a ran e darempred ganeoc'h evel burevad nematañ ar wikipedia e brezhoneg da heul ur goulenn bet savet ganeoc'h ouzh unan eus ar verourion. War a welan e fell deoc'h mont kuit eus ar Wikipedia ha lemel ho pajenn-bersonel. Ar vurevidi eo a rank ober war-dro seurt goulennoù met a-raok stagañ ganti e rankan goût hag-eñ e fell deoc'h kuitaat ar Wikiepdia da vat. N'eo ket hoc'h abegoù eo a fell din goût, nemet ma vefe kadarnaet ez-ofisiel ar goulenn-se dre gas din ur gerig war ma fajenn bersonel (hini Neal pe hini Merour(N), ne vern). N'eo ket trawalc'h has ur bostell, rak fellout a ra din e vefe gwelet gant an impliejrion/ezed all eo bet kaset da-benn al labour diverkañ da heul ur goulenn bet graet gant an implijer e-unan Ur wezh resevet ho koulenn e c'hellin ober war e dro. Ar pezh a ginnigan ober a-hendall eo adenvel e bajenn bersonel, diverkañ pep danvez a zo warni ha lakaat ur gerig o tisklêriañ eo aet kuit en ur wareziñ ar bajenn. Diellaouet e vefe neuze danvez ar bajenn gaozeal stag ouzh ar bajenn bersonel kentoc'h evit he diverkañ da vat, rak ur rann eus ar raktres eo ar c'haozeadennoù ha n'eo ket perc'hen warne an implijer-mañ'n-implijer. A galon, Neal" 83.165.108.154 16 Her 2009 da 12:43 (UTC)[respont]

N'eo ket en deizioù-mañ e vin gouest d'ober traoù ken brav ha te avat, rak aet eo ma logodenn en gouez ha n'on ket evit al loen fall-se ken. Skrivañ c'hoazh ya, met dispegañ ha pegañ, blev! Bianchi-Bihan 15 Her 2009 da 16:34 (UTC)[respont]

Pezh a blij din eo gwelout hon eus savet tammoù pennadoù db un toullad eus arzourien ar mirdi. Peadra zo da gaout un tamm lorc'h memes tra, rak n'eo ket stank al levrioù nag ar pennadoù db al livourien e brezhoneg pe o obernnoù, 'gav ket dit? Bianchi-Bihan 15 Her 2009 da 16:55 (UTC)[respont]

Salud dit ! Soñjal a ran eveldout : gwelloc'h e kavfen, me ivez, ma vefe dalc'het ar stummoù alamanek evit anvioù-lec'h alamanek er pennadoù-se. --Llydawr 17 Her 2009 da 14:45 (UTC)[respont]

Peseurt stummoù all zo lakaet? Bianchi-Bihan 17 Her 2009 da 14:52 (UTC)[respont]

Kolun/Köln

[kemmañ ar vammenn]

Ya, ar memes tra eo. Lakaet em boa ar stumm a gaver e geriadur Roparz Hemon, Kolun. Hep klask pelloc'h. Da c'houlenn en deus lakaet ac'hanon da furchal un tammig : Kolun a gaver e geriadur bihan Roparz Hemon, diwar hini Vallée moarvat. E-barzh hennezh e lenner "Cologne Kolun (d'après le latin Colonia), Kologn f.". Ur stumm savet gant Vallée e seblant bezañ Kolun eta. E labour Erwan Vallerie (Diazezoù..., levrenn I, p. 489) e kaver Coloignn, kavet gantañ e geriadur krennvrezhoneg Émile Ernault. N'eo ket sur e vije hini ebet eus ar stummoù-se en implij da vat e brezhoneg hiziv... Kenkoulz marteze ober gant ar stumm alamanek Köln evel ma kinnigez. A galon, --Llydawr 21 Her 2009 da 16:02 (UTC)[respont]

Klasket em eus renkañ an traoù... En aner avat ! Anzav a ran ne gomprenan ket petra a c'hoarvez. A galon, --Llydawr 22 Her 2009 da 20:03 (UTC)[respont]

Ur raktres

[kemmañ ar vammenn]

Pa 'oa an dilennadeg em boa kinniget adlañsa ar sistem pennadoù mat ha pennadoù eus an dibab, met dre ma n'on ket merour n'ouzon ket ma c'hellan ober war-dro. Dre-se e kinnigfen dit ober war-dro ha me 'zo a-du sikour ac'hanout evit klask kas an traoù war-raok. Pennadoù bouetet mat a gaver bremañ war hor wiki-ni, ha me gav ne vefe ket fall talvoudekaat anezho. N'out ket rediet ma ne vezez ket dedenet pe ma ne pefe ket amzer. Dit da welet. A galon --Y-M D 23 Her 2009 da 19:58 (UTC)[respont]

Ya gwir eo e c'hell an holl kinnig pennadoù, met ezhomm e vo (pe e vefe) un den evit merañ ar c'hinnigoù ha kas an dibab war-raok (pennadoù a zo war ar renk met ne vez ket kaset an traoù pelloc'h, ul lusk a vank). --Y-M D 23 Her 2009 da 20:14 (UTC)[respont]

Ur goulenn am eus: Priz Bank Sveden ar skiantoù ekonomikel e koun Alfred Nobel a seblant dit mat evit treiñ Prix de la Banque de Suède en sciences économiques en mémoire d'Alfred Nobel ? Trugarez. --Y-M D 23 Her 2009 da 21:50 (UTC)[respont]

Priz Bank Sveden evit ar skiantoù ekonomikel. Bianchi-Bihan 23 Her 2009 da 21:53 (UTC)[respont]
Hag ekonomikel eo ar skiantoù-se? Skiantoù an ekonomiezh / armerzh marteze? Goulenn ouzh Bianchi-Bihan hag e vi sur. --Ex-Smith 23 Her 2009 da 21:54 (UTC)[respont]
Er gazetenn Bremañ e reon gant ar stumm-se (skiantoù ekonomikel) hag e Diwan ivez. Mod all ne soñj ket da Bianchi-Bihan e rankfemp lakaat e koun Alfred Nobel ? (en titl ofisiel e vez meneget) --Y-M D 23 Her 2009 da 22:00 (UTC)[respont]
Mat eo ekonomikel neuze. Marteze e vefe re hir gant e koun Alfred Nobel ouzhpenn? Da gousket bremañ! --Ex-Smith 23 Her 2009 da 22:03 (UTC)[respont]
An anv ofisiel eo, met posubl e vefe menegiñ goude er pennad an anv klok. Me ivez 'zo vont da gousket --Y-M D 23 Her 2009 da 22:06 (UTC)[respont]

Belvar en deus graet war-dro ment ar skeudennoù evit Go (c'hoari). --Y-M D 24 Her 2009 da 09:39 (UTC)[respont]

Mat-tre, aesoc'h eo ar pennad da lenn bremañ.--Ex-Smith 24 Her 2009 da 09:42 (UTC)[respont]

Lol n'eo ket gwall dra ;)! Pa soñjan, gourc'hemenoù evit bezañ bet dilennet merour. C'hwitet moa ar votadeg blam' ne dremenan ket alies awalc'h amañ! votet mije evidout forzh penaos... --Arko 24 Her 2009 da 17:59 (UTC)[respont]

MALLUS HAG A-BOUEZ: AFER MERAÑ

[kemmañ ar vammenn]

Da lenn

Evel merour ma'z out e vefe mat dit reiñ da soñj diwar-benn an afer-mañ. Grevus-tre e c'hellfe an traoù dont da vezañ war a welan. A galon, Neal (Kaozeal) 25 Her 2009 da 17:51 (UTC)[respont]

Nozvezh vat, lezet em eus ur gemennadenn war ar bajenn gaozeal c'hallek amañ. Kavout a ran kazus seurt tabutoù na reont nemet droug d'ar yezh. Mard eo mat deoc'h e kinnigan mont e darempred gant Meven a-benn ur 15tez bnk, amzer e sioulafe an traoù un tammig, evit gwelet hag-eñ e vefe tu da adloc'hañ war diazezoù plaenoc'h, gant ar soñj, diouzh un tu, lezel e blas da bep hini ha, diouzh an tu all, ma vo asantet gant an holl e ranker ober diouzh divizoù ar muiañ-niver, hag atav gant ur spered a gendoujañs daoust d'ar savboentoù disheñvel. Trugarez da lavaret din hag-eñ e savit a-du gant se pe get, pe hag-eñ e soñjit en un dra bennak all. --Fulup 25 Her 2009 da 21:09 (UTC)[respont]

Me 'zo bet da welet ar pezh 'peus graet er Poull-traezh ha brav-tre e gavan ar framm, ouzhpenn-se ez eus danvez evit er porched nevez. Gourc'hemennoù. --Y-M D 28 Her 2009 da 09:42 (UTC)[respont]


Graet 'm eus war-dro Patrom:Keleier ar Wiki, ret 'vefe mont da deurel ur sell evit reizhañ an traoù. Trugarez --Y-M D 28 Her 2009 da 21:27 (UTC)[respont]

Respontet am eus dit (ha savet goulennoù) war va fajenn kaozeal. --Y-M D 28 Her 2009 da 21:55 (UTC)[respont]

Brav, kinnig a ran dit ouzhpennañ ar bannieloù, sell ouzh : [[5]] --Ex-Smith 28 Her 2009 da 22:13 (UTC)[respont]

Mat eo, emaon o vont d'en ober hag e zin da ziskuizhañ. N'eo ket ar skeudenn wellañ am eus lakaet, ret e vefe kavout unan all. Ha laosket e vez kêr-benn bep tro pe get ? Respontet 'm eus dit ivez en tu all. --Y-M D 28 Her 2009 da 22:19 (UTC)[respont]
Lakaet em eus ar Proviñsoù dre urzh al lizherenneg. An anv a vo Patrom:Proviñsoù an Izelvroioù. Setu, tu 'vo dit gwellat ma vez ezhomm. --Y-M D 28 Her 2009 da 22:38 (UTC)[respont]
Mat eo graet eo, ur goulennig a zo er bajenn kaozeadenn. Kinnig a rafen dit adframmañ taolenn al Länder, graet em eus ur skouer er poull-traezh dija. Ro din da ali hag e rin. --Y-M D 28 Her 2009 da 22:57 (UTC)[respont]
+ taolenn, cf. Zuid-Holland (diechu). A galon. Klaod. Kadbzh 25 Du 2009 da 18:19 (UTC)[respont]

D'am soñj ez eus un tamm danvez eno a vank er pennad brezhonek (ar bloavezh?). Mar gallez teurel ur sellig. Ha neuze eo ganeomp e vo ar gwellañ pennad diwar he fenn. Bianchi-Bihan 29 Her 2009 da 10:31 (UTC)[respont]

Inizi an Izelvroioù

[kemmañ ar vammenn]

E soñj e oan lakaat ar patrom e pajennoù an inizi ha soñjet 'm eus e vefe mat sevel un daolenn evel an hin am eus graet dec'h. Hag ober a ra ar memes hin eget amañ : [6], pe unan en ur stumm all. War ar skouer e seblant bezañ muioc'h a iniz eget na peus lakaet er porched. --Y-M D 29 Her 2009 da 11:22 (UTC)[respont]

N'em eus ket meneget an holl anezho er porched, marteze ez eo gwelloc'h sellout ouzh ar rummad.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 11:29 (UTC)[respont]

Izelvroioù (c'hoazh)

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Ha gourc'hemennoù evit porched an Izelvroioù. Perak 'peus skrivet Waterland (gemeente) gant ar ger nederlandek "gemeente" ? Graet em bije-me evel ma 'peus graet evit Schermer (kumun). Un dra all : arabat kemmeskañ rannyezh (hollandek) West-Friesland (West-Fries) gant frizeg ar c'hornôg (Frysk). 'M eus aon ez eus kemmesk e lod eus ar pennadoù : da skouer er pennad Friz ar C'hornôg (rannvro), ma c'haller lenn "rannyezh Friz ar C'hornôg : West-Fryslân". N'on ket sur ivez e vefe gwall dalvoudus reiñ stummoù rannyezhel anvioù ar c'humunioù er c'horn-bro-se, nemet da lakaat an dud da soñjal er frizeg... Un dra all c'hoazh : petra eo ar gwellañ evit an titl, "Friz ar C'hornôg (rannvro)" pe "West-Friesland" (evel "Noord-Holland"...) ? A galon, --Llydawr 29 Her 2009 da 11:31 (UTC)[respont]

Ya, sklaeroc'h e vo evel-se. Me'm befe miret an anv melestradurel nederlandek "West-Friesland" evit an titl, avat. --Llydawr 29 Her 2009 da 18:17 (UTC)[respont]

Da stankañ

[kemmañ ar vammenn]

Ret e vefe stankañ an IP-mañ : 194.239.178.211, bet eo da lakaat traoù faos ha vil e saozneg war ar pennad Stadoù Unanet. --Y-M D 30 Her 2009 da 21:48 (UTC)[respont]
Hag an IP-se ivez : 201.14.106.155, evit ar pennad Santa Fe, New Mexico. --Y-M D 30 Her 2009 da 21:48 (UTC)[respont]
P.S : N'ouzon ket pelec'h eo ret goulenn-se, neuze em eus graet amañ.

Sur out e oa ret diverkañ Montevideo ha ket disteurel ar vandalerezh hepken ? D'am soñj e oa traoù war ar bajenn-se. Met n'ouzon ket e gwir. --Y-M D 2 Du 2009 da 19:08 (UTC) A OK, me gave souezhus ne vefe tra ebet all dre ma 'z eo kêr-benn ur bro memestra, me gave din e oa bet savet holl pennadoù ar vroioù hag all... --Y-M D 2 Du 2009 da 19:19 (UTC)[respont]

Hag unan all da stankañ 190.11.5.35. Krouet en deus Kaozeal:Triftongenn, gant CFV, betek gouzout ne talvez seurt. --Y-M D 4 Du 2009 da 10:02 (UTC)[respont]

Kumunioù an Izelvroioù

[kemmañ ar vammenn]

Salud. Labour brav a rit diwarne. 'Benn ur mare bennak 'vo mat sevel un daolenn, diwar skwer hini kumunioù Belgia marteze? Cf. Middelkerke. Ne c'hellan ket gober war-dro hiriv. A galon. Klaod Kadbzh 4 Du 2009 da 19:33 (UTC)[respont]

Ar ger taouarc'heg am eus kavet e pennad Amstelveen. Hep ger-mell avat ! N'eus kudenn ebet neuze. A galon, Llydawr 5 Du 2009 da 18:19 (UTC)[respont]
Aa en Hunze. A galon. Klaod
Geen dank. Alsjeblieft. A galon. Klaod Kadbzh 21 Du 2009 da 19:28 (UTC)[respont]

Translation request

[kemmañ ar vammenn]

Hi Ex-Smith! Would you be so kind to help me translate this article into the wonderful Breton language? Please. If you think that article is too long, here is a short version: "Lu Xun was a Chinese short story writer, editor, translator, critic, essayist and poet. He was most famous for the novella The True Story of Ah Q." Thanks a lot and best regards:)--Amaqqut 5 Du 2009 da 07:38 (UTC)[respont]

Unan ac'hanomp zo faziet, ha diverket ganit ar pennad mat. Bianchi-Bihan 12 Du 2009 da 17:52 (UTC)[respont]

Me gav din ez eus tu da ziziverkañ ur pennad pa vezer merour. --Y-M D 12 Du 2009 da 18:12 (UTC)[respont]
N'on ket sur, met rekouret e vefen, ne garfen ket kaout ar pennad da adsevel. Bianchi-Bihan 12 Du 2009 da 18:50 (UTC)[respont]
Ar pezh a weler bremañ eo ar restachoù on deuet a-benn da dapout pa grede din e c'hallfed adsevel ar pennad. Llandecla avat zo ken diezhomm ha goullo ha biskoazh. Bianchi-Bihan 12 Du 2009 da 19:17 (UTC)[respont]
Kavet 'm eus Wikipedia:Pajennoù da ziziverkañ. --86.214.198.50 12 Du 2009 da 19:35 (UTC)[respont]

Marteze e rin ur pennad db Myrna, un deiz. Bianchi-Bihan 13 Du 2009 da 21:12 (UTC)[respont]

Marteze e plijo dit. Me n'on ket evit kompren. Bianchi-Bihan 14 Du 2009 da 18:08 (UTC)[respont]

Ur mignon din zo o c'hoari gant ma anv, ur wech ouzhpenn: Bihan-Bianchi. Goulenn a ran ma vo miret outañ a implij an anv-se evel a vez graet e pep wiki. Ne ran forzh ebet e vije ker ar priz da baeañ d'an dud paour a spered hag a ijin. Bianchi-Bihan 26 Du 2009 da 17:34 (UTC)[respont]

Salud dit ! Ne gomprenan ket ar frazenn "Heñvel eo ouzh ar polder heñvelstumm bet dizouret penn-da-benn d'an 9 a viz Gwengolo 1942" er pennad nevez-savet ganit. Petra a fell dit lavaret ? A galon, --Llydawr 26 Du 2009 da 21:45 (UTC)[respont]

Gwelloc'h eo, met souezhus e kavan c'hoazh "heñvelstumm". "Gant an hevelep anv" a fell dit lavaret ? --Llydawr 27 Du 2009 da 11:31 (UTC)[respont]
Sellet em eus ouzh an destenn c'hallek ha kompren a ran gwelloc'h bremañ. Ur c'hinnig all a ran dit : Savet eo bet ar gumun war ar polder en hevelep anv bet dizouret... --Llydawr 27 Du 2009 da 11:36 (UTC)[respont]

N'eo ket goulenn a ran, met gouzout a garfen war betra eo diazezet ar c'hemm goulenn digant/ouzh ub? A galon. Bianchi-Bihan 1 Kzu 2009 da 21:37 (UTC)[respont]

Da stankañ

[kemmañ ar vammenn]

193.51.143.24 : vandalerezh hag 86.90.165.179 : krouet Chordata‎ gant sotonioù war gorre. --Y-M D 4 Kzu 2009 da 16:34 (UTC)[respont]

A c'hallfe plijout dit. Ha labour kempenn evit alamanegerion. Bianchi-Bihan 13 Kzu 2009 da 12:59 (UTC)[respont]

Gwelet 'm eus e peus implijet un daolenn er pennad Stadskanaal, marteze e vefe tu sevel ur patrom hollek a servijfe evit meur a bro ? Emaon o paouez sevel unan tost heñvel evit Kêrioù Turkia. --Y-M D 13 Kzu 2009 da 19:54 (UTC)[respont]
Me soñje en hini diwar-benn ar gumun. --Y-M D 13 Kzu 2009 da 20:05 (UTC)[respont]
Ne rin ket-se fenoz, met klask a rin er sizhun-mañ. D'am soñj e vo posubl sevel unan a zere. Pe mod all unan evit an Izelvroioù hepken. A galon --Y-M D 13 Kzu 2009 da 20:16 (UTC)[respont]

Ma 'ran ur patrom anvet Patrom:Kêr an Izelvroioù evit kumunioù an Izelvroioù ez eo mat ? Pe e vefe ur c'hemm d'ober etre kêr ha kumun, lavar din ha ro din anv reizh ar patrom ma gavfes dedennus e savfen ur patrom. --Y-M D 20 Kzu 2009 da 18:17 (UTC)[respont]
Kinnig a ran sevel ur patrom, met n'ouzon ket ma 'vefe aesoc'h da implij pe ma tegasfe un dra. Ma teuez mat a-benn gant an doare a vremañ pe ma soñj dit ne 'z eus ket ezhomm eus ur patrom, lavar din ha ne rin ket ur patrom. Dit da welet ma 'vez ezhomm. War a welan e teuoc'h mat a-benn gant an doare a vremañ. --Y-M D 20 Kzu 2009 da 21:09 (UTC)[respont]

N'ouzon ket ...

[kemmañ ar vammenn]

... ha dereat eo komz ouzh an dud evel-se: A-hent-all Bianchi-Bihan, ha kompren a rez perak da bennad nevez oñs n'eo ket holloueziadurel? Bianchi-Bihan 20 Kzu 2009 da 18:29 (UTC)[respont]

Kaozeal:Lur (unanenn dolz).Bianchi-Bihan 20 Kzu 2009 da 18:42 (UTC)[respont]