Mika Etchebehere

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Mika Etchebehere

Mika Etchebehere, pe Michèle Feldman he gwir anv, (2 a viz C'hwevrer 1902 en Arc'hantina7 a viz Gouere 1992) a oa ur stourmerez anarkour ha marksour hag a gemeras perzh e POUM e-pad Brezel Spagn.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e voe en Arc'hantina en ur familh yuzev he doa ranket tec'hout kuit eus Rusia abalamour d'ar pogromoù. Pa oa yaouank e voe ezel eus strollad anarkour Rosalio. E 1920, p'edo e skol-veur Buenos Aires, e kejas gant Hippolyte Etchebehere hag a oa ezel eus ar strollad "Insurrexit". Levezonet e oant gant dispac'h Rusia ha neuze e tivizjont emezelañ er strollad komunour. Buan e voent skarzhet, abalamour d'o zechoù anarkour. E 1931 ez ejont da Europa. E 1932 edont e Berlin, ma verzjont e pe stad e oa ar vicherourien alaman. E miz Gouere 1936 ez ejont da Vadrid hag e kemerjont perzh er POUM. Hippolyte a varvas e-pad un emgann d'ar 16 a viz Eost 1936. Dilennet e voe neuze e wreg e penn ar bagad. Met pa voe rediet stourmerien ar republik da asantiñ ar soudardelaaat e voe kaset d'an 38vet batailhon. Ar batailhon a voe peuzflastret ha neuze e voe lakaet da ofiserez er 14vet rann-arme, renet gant an anarkour Cipriano Mera. Kemer a reas perzh en emgannoù betek miz Even 1938. Goude-se e voe divizet ne vrezelfe ket mui ar maouezed, neuze e roas kentelioù d'an dud dizesk. P'en em gavas arme Franco e Madrid e teuas a-benn da tec'hout war-du Frañs. E-pad an Eil brezel bed edo o chom en Arc'hantina, hag e tistroas da Frañs e 1946.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mika Etchebehere, Ma guerre d'Espagne à moi, Denoël, 1976 ha Babel-Actes Sud, 1998