Yukio Mishima
Yukio Mishima | |
---|---|
![]() Yukio Mishima e 1956 | |
Anv ofisiel | Kimitake Hiraoka |
Anv pluenn | Yukio Mishima |
Ganedigezh | 14 a viz Genver 1925 e Shinjuku, Tokyo |
Marv | 25 a viz Du 1970 e Tokyo |
Yezh skrivañ | japaneg |
Rumm lennegel | romantoù, pezhioù-c'hoari, filmoù |
kemmañ ![]() |
Yukio Mishima (三島 由紀夫) a oa anv pluenn ar skrivagner japanat Kimitake Hiraoka(平岡 公威) bet ganet d'ar 14 a viz Genver 1925 ha marvet d'ar 25 a viz Du 1970.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bugaleaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mishima a voe ganet en ur familh labourerien-douar. Desavet e voe gant e vamm-gozh anvet Natsu, distag diouzh ar peurrest eus e familh. E vamm-gozh a oueze alamaneg ha galleg, ha dedennet e oa gant ar c'hoariva kabuki. Mevelien a oa bet en e familh, ha liammet e oa ouzh ar samouraied da vare Tokugawa. Tad-kozh Mishima a oa deuet da vezañ pinvidik a-drugarez d'ar c'henwerzh trevadennel. Hervez an dud a skrivas buhezskridoù Mishima e teue eus e vamm-gozh e zudi d'an emlazh ha d'ar greskañs. E vamm-gozeh a viras outañ a c'hoari gant paotred all hag a ober sport. D'e 12 vloaz e tistroas Mishima gant e dud, hag un darempred kreñv en doe gant e vamm. Ganti e voe broudet da skrivañ, padal e kave d'e dad e oa al lennegezh un dra evit ar merc'hed.
Studioù ha skridoù kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mishima a skrivas e istor kentañ d'e 12 vloaz. Ouzhpenn lenn lennegezh klasel japan e lennas ivez oberennoù gant Oscar Wilde ha gant Rainer Maria Rilke. Mont a reas da skol Peers, ur skol evit tud eus an dibab e oa, diwar urzh e vamm-gozh. C'hwec'h vloaz e chomas er skol-se, mat teuas da vezañ ezel yaouankañ skipailh embann kevredigezh lennegezh ar skol. Kinniget e voe dezhañ skrivañ ur romant-kazetenn d avezañ embannet er gelaouenn lennegezh Bungei-Bunka (Arz ha Sevenadur). Kinnig a reas an detsenn anvet Hanazakari no Mori (Ar c'hoad en bleuñv) a skrivas gant al lesanv Yukio Mishima. Un nebeud skouerennoù (faziañ a rae paper abalamour d'ar brezel) a voe embannet e 1944. Galvet e voe gant an arme e-pad an Eil Brezel-Bed met lavarout a reas e oa paket gant an droug-skevent (ar pezh a oa faos). Daoust ma oa disammet peogwir ne oa ket bet ret dezhañ mont da vrezeliñ en em santas kablus peogwir en deoa treuzvevet padal en dije gellet mervel evel un haroz. Daoust ma oa difennet gant e dad e kendalc'has gant ar skrivañ. Gant e vamm e oa broudet avat. E-pad ar brezel e oa savet a-du e dad gant an Nazied. Neuze e redias Mishima da studiañ ar gwir alaman. Tapout a reas e ziplom e skol-veur Tokyo e 1947 hag e krogas da labourat e ministrerezh an arc'hant. Dilezel a reas e bost-labour e-pad bloaz, hag en em roas d'ar skrivañ. A-benn ar fin e voe asantet kement-mañ gant e dad. Kejañ a reas ouzh Yasunari Kawabata hag a vroudas anezhañ da glask lakaat embann e skridoù.
Goude ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1946 e stagas gant e romant kentañ, anvet Tōzoku, hag a voe embannet e 1948. Goude-se e skrivas Kamen no Kokuhaku (Kofezioù ur maslk) ma kont istor ur paotr yaouank a rank derc'hel kuzh e bleg d'an heñvelreizhelezh. Brudet e teuas da vezañ ha diwar neuze e kasas e amzer o skrivañ romantoù evel Ai no Kawaki (1951), Shiosai (1954), Kinkaku-ji (1956) pe c'hoazh Utage no Ato (1960). Ouzhpenn e skrivas istorioù poblek a-benn treuzvevañ, pezhioù-c'hoari kabuki evit ar strollad Bungaku-za hag ivez danevelloù hag arnodadennoù. Brudet e teuas da vezañ en Europa hag er Stadoù-Unanet. Meur a veaj a reas, ha teir gwech e voe anv e vefe roet priz Nobel al lennegezh dezhañ, met a-benn a r fin e voe roet d'e vignon Yasunari Kawabata. Posupl eo en dije laosket ar priz da gKawabata peowgir e touje outañ peogwir en doa sikouret anezhañ e bed lennegezh Tokyo. Etre 1965 ha 1970 e labouras war e oberenn e peder lodenn anvet Hōjō no Umi (Erc'h an nevezamzer, Kezeg achapet, Templ tarzh-an-deiz, An Ael o tismantriñ).
Buhez prevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Goude bezañ lakaet embann Kamen no Kokuhaku e stagas Mishima gant an embregrezh-korf. E 1955 e tapas kaout korf ur sportour hag e pleustras da chom evel-se betek fin e vuhez. . Barrek-tre e teuas da vezañ war a c'hendo. Daremprediñ a reas an tavarnioù evit an dud heñvelreizh. E-pad ur pennad e soñjas dimeziñ gant Shoda Michiko hag a zeuas da vezañ gwreg an impalaer Akihito. E 1958 e timezas gant Yoko Sugiyama ha daou vugel a voe ganet. E 1968 e c'hoarias er film Ar Glazard du, asambles gant e garedig treuzwisket Akihiro Miwa. Er bloavezhioù 1960 ec'h embannas mennozhioù broadelour. E 1967 e voe ezel eus Nerzhioù Emzifenn Japan ha goude-se e savas ur milis prevez anvet Tatenokai (kevredigezh ar skoed), e bal gwareziñ an impalaer. E fin e vuhez e c'hoarias e meur a film hag e reas war-dro ur film diazezet war e zanevell Karantez-vro (憂国, Yūkoku).
Seppuku[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1970 ec'h echuas An Ael o tismantriñ. D'ar 25 a viz Du e lakaas ar skrid en ti-post da gas d'e embanner. Goude-se ez eas da vinistrerezh an armeoù asambles gant pevar mignon. Tapout a reas jeneral an nerzhioù emzifenn hag e lakaas anezhañ da c'houestlad. Gervel a reas an arme hag ec'h embannas ur brezegenn ma save a-du gant Japan hengounel hag an impalaer. An 800 soudard bodet a savas a-eneptañ. Da 11 eur vintin ez eas kuit. Diwar an hengoun e tivizas en em lazhañ en doare seppuku. ; unan ag izili Tatenokai, Masakatsu Morita, hag eñ ezel eus Tatenokai a oa sañset dibennañ Mishima, met ne zeuas ket a-benn peogwir e krene re. Neuze ez eo Hiroyasu Koga hag a zibennas Mishima, ha goude-se en em lazhas Morita. Prientet e oa bet an taol gant Mishima e-pad bloaz, hag un darvoud damheñvel en doa meneget en e romant Kezeg achapet. Hervez lod e vije bet an afer-se an digarez en dije kavet Mishima da gas e emlazh da benn[1],[2]. An doare broadelouriezh embannet gant Mishima a zisplijas d'an holl. Tud an tu-kleiz a gave e oa diamzeriet e zoujañs d'ar bushidō, hag ar vroadelourien a rebeche outañ e levr Bunka Bōeiron (文化防衛論 Difenn ar sevenadur), ma skrive en dije ranket Hirohito reiñ e zilez goude ar brezel hag embann e oa kiriek eus holl varvioù ar brezel.
Oberennoù pennañ Mishima[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Titl japanek | Titl brezhonek | Bloavezh |
假面の告白 Kamen no Kokuhaku |
Kofezioù ur Maskl | 1948 |
愛の渇き Ai no Kawaki |
Sec'hed karantez | 1950 |
禁色 Kinjiki |
Livioù difennet | 1953 |
潮騷 Shiosai |
Son ar gwagennoù | 1954 |
金閣寺 Kinkaku-ji |
Templ ar pennti aour | 1956 |
鏡子の家 Kyōko no Ie |
Ti Kyoko | 1959 |
宴のあと Utage no Ato |
Goude ar banvez | 1960 |
午後の曳航 Gogo no Eikō |
Ar Martolod argaset gant ar mor | 1963 |
絹と明察 Kinu to Meisatsu |
Seiz ha spiswel | 1964 |
三熊野詣 Mikumano Mōde (danevell) |
Oberioù azeuliñ | 1965 |
サド侯爵夫人 Sado Kōshaku Fujin (c'hoariva) |
An Itron de Sade | 1965 |
憂國 Yūkoku (danevell) |
Karantez-vro | 1966 |
真夏の死 Manatsu no Shi |
Ar Marv e-kreiz an hañv hag istorioù all | 1966 |
葉隠入門 Hagakure Nyūmon |
Etik ar Samourai | 1967 |
わが友ヒットラー Waga Tomo Hittorā (pezh-c'hoari) |
Ma mignon Hitler ha pezhioù-c'hoari all | 1968 |
太陽と鐡 Taiyō to Tetsu |
Heol ha dir | 1970 |
豐饒の海 Hōjō no Umi |
Mor ar struj : | 1964 - 1970 |
I. 春の雪 Haru no Yuki |
1. Erc'h an nevez-amzer | 1968 |
II. 奔馬 Honba |
2. Kezeg achapet | 1969 |
III. 曉の寺 Akatsuki no Tera |
3. Templ tarzh-an-deiz | 1970 |
IV. 天人五衰 Tennin Gosui |
4. An Ael o tismantriñ | 1970 |
C'hoariva[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bloavezh | Titl | Doare |
1950 | 邯鄲 Kantan |
Nō |
1952 | 卒塔婆小町 Sotoba Komachi |
Nō |
1954 | 鰯賣戀曳網 Iwashi Uri Koi Hikiami |
Kabuki |
1955 | 綾の鼓 Aya no Tsuzumi |
Nō |
1955 | 芙蓉露大内実記 Fuyō no Tsuyu Ōuchi Jikki |
Kabuki |
1956 | 班女 Hanjo |
Nō |
1956 | 葵の上 Aoi no Ue |
Nō |
1965 | 弱法師 Yoroboshi |
Nō |
1969 | 椿説弓張月 Chinsetsu Yumiharizuki |
Kabuki |
Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bloavezh | Titl | Perzh | Filmaozer |
---|---|---|---|
1951 | 純白の夜 Jumpaku no Yoru |
Hideo Ōba | |
1959 | 不道徳教育講座 Fudōtoku Kyōikukōza |
e berzh dezhañ | Katsumi Nishikawa |
1960 | からっ風野郎 Karakkaze Yarō |
Takeo Asahina | Yasuzo Masumura |
1966 | 憂国 Yūkoku |
Shinji Takeyama | Domoto Masaki, Yukio Mishima |
1968 | 黒蜥蝪 Kurotokage |
Human Statue | Kinji Fukasaku |
1969 | 人斬り Hitokiri |
Shimbei Tanaka | Hideo Gosha |
1985 | Mishima: A Life in Four Chapters |
Paul Schrader Sonerezh gant Philip Glass | |
The Strange Case of Yukio Mishima (BBC, teulfilm) |
Michael Macintyre |
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ p. 282-83, pennad 47 « A Phantasy World: Mishima Yukio » in Shōwa Japan: Political, Economic and Social History, 1926-1989, Volume III, Stephen S. Large, Taylor & Francis, 1998
- ↑ p. 10-11 in Japan: The Burden of Success, Jean-Marie Bouissou ha Jonathan Derrick, Fondation nationale des sciences politiques (CERI), C. Hurst & Co., 2002
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mishima Yukio : levrioù ha filmoù
- Braventez Mishima
- Mishima – buhez hag oberenn
- Video eus Karantez-vro
- The Mishima Yukio Cyber Museum
- Yukio Mishima: A 20th Century Samurai
- Titouroù
- E vuhez
- Mishima : buhez ha liammoù
- YUKIO MISHIMA: The Harmony of Pen and Sword Da lidañ e 70 deiz-ha-bloaz
- Blood and Flowers: Purity of Action in The Sea of Fertility
- Mishima aterset e saozneg tennet eus un teulfilm gant BBC
- [1] Mishima aterset (e saozneg) diwar-benn ar vroadelouriezh japanat
- Headlessgod.com: An Online Tribute to Yukio Mishima


![]() |
Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù. |