Mont d’an endalc’had

Mor ar Struj

Eus Wikipedia
Mor ar Struj
Mor ar Struj
Golo an eil embannadur gallek : Hatsuhana oc'h ober pinijenn dindan lamm-dour Tonosawa, stampaj Kuniyoshi Utagawa

Oberer Yukio Mishima
Bro Banniel Japan Japan
Kentskrid galleg Marguerite Yourcenar
Stumm Romant
Version orin
Yezh Japaneg
Titl 豐饒の海
Bloavezh 1965 - 1970
Version galleg
Troer Tanguy Kenec'hdu (diwar ar saozneg)
Embanner Gallimard
Rummad-levrioù Biblos
Lec'h embannadur Pariz
Bloavezh embannadur 1988
Niver a bajennoù 1489
ISBN 2-07-071456-X

Mor ar Struj (豐饒の海, Hôjô no umi) zo pevar romant gant ar skrivagner japanat Yukio Mishima, hag a seller outo evel e « destamant lennegel »

Skrivet int bet etre 1965 ha 1970. Kontañ a reont buhez verr hag « adenkorfadurioù » unan eus ar penntud, Kiyoaki, en ur gontañ ivez tammoù eus buhez e vignon Honda. Adalek antronoz ar brezel etre bro Rus ha bro Japan, betek antronoz peuramerikanaet an Eil brezel bed, eo taolennet Japan an XXvet kantved, ar vourc’hizelezh hag ar vrientinelezh kornôkaet. Dont a ra titl an oberenn eus anv ur blaenenn ouelec’hel eus al Loar.

D’ar 25 a viz Du 1970, goude bezañ kaset an dornskrid d’e embanner, e oa en em lazhet Yukio Mishima e penngarter al lu japanat, hervez doare ar seppuku. Ar seurt emlazh-se zo meneget ha deskrivet e-barzh Kezeg Achapet, an eil tamm eus Mor ar Struj, ha muioc’h c’hoazh en danevell Karantez-Vro, dastumet e Marv e-kreiz an Hañv.

Teorienn an adenkorfadur, an hini a zo diazezet warni an oberenn, a lak tud disheñvel tre d’en em zaremprediñ en un doare soutil, met anat da Honda, an den a heulier e vuhez a-hed an oberenn.

Erc’h an Nevez-Amzer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An istor a gemer plas e Japan goude ar maread Meiji, trubuilhet gant levezon ar C’hornôg. Daou zen yaouank, Kiyoaki hag Honda, a zo mignoned vras, hag emañ Kiyoaki amourous-oc'h-amourous ouzh Satoko, a zo prometet d’ur priñs impalaerel. Kaset eo Kiyoaki d’an anaon gant e santimantoù, endra ma'z a Satoko d’ar gouent. Echuiñ a ra an tamm kentañ gant Kiyoaki o vervel, en ur lavarout da Honda : « Huñvreet em eus. Me az kwelo adarre. Her gouzout a ran. Dindan al lamm-dour. »

Kezeg Achapet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An eil tamm a gomañs er bloavezh 1932. Honda, dimezet, hag o vont war e 40 vloaz, a zo reizhour ‘ba’ Osaka. Soñj en deus eus e yaouankiz hag hini Kiyoaki, hag e teu da grediñ ez eo bet adenkorfet Kiyoaki war venez Miwa, e korf Isao, un ideeler o kehelañ an impalaer e-giz ma rae ar samouraied ravoltet e deroù ar maread Meiji. An den yaouank-se en em lak da stourm a-enep ar c’hapitalism ha kornôgadur e vro, hag a brepar gant studierion all un degouezhadenn evit « puraat » Japan diouzh e ensavadurioù direspet e-keñver an impalaer. Goude bezañ chomet berr en em lak da labourat diwar un degouezhadenn all : un drouklazh. En em lazhañ a ra dre seppuku war-lerc'h an trec’h.

Templ Tarzh-an-Deiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En trede tamm e weler un den nevez : Ying Chan, ur briñsez a vro Dailand, hag a zo adenkorfadur nevez Kiyoaki. Anv zo eus sorc’hennoù an Honda kozh, trubuilhet gant e garantez evit ar briñsez. Echuiñ a ra ar romant adarre gant ur marv — hini Ying Chan.

An Ael o Vreinañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar pevare tamm a lak ac’hanomp da grediñ ez eo adenkorfet Kiyoaki ur wech all, ar pezh a seblant bezañ gaou. E fin ar romant ez a Honda da brezeg gant Satoko, hag a oa gwreg kleiz Kiyoaki, en ur manati. Klozañ a ra Mor ar Struj gant he frazennoù divinadel hag he furnez. En ul liorzh goullo ha peoc’hus, holl « wirionez » ar romant a zo kistionet.

  • Kiyoaki Matsugae — Nobl yaouank ha kaer kenañ. Gouron an tamm kentañ.
  • Shigekuni Honda — Brasañ mignon Kiyoaki, a heulier e-kerzh an oberenn a-bezh, e-pad meur a vare eus e vuhez.
  • Satoko Ayakura — Gwreg kleiz Kiyoaki, a ya da vezañ abadez.
  • Isao Iinuma — Eil enkorfadur Kiyoaki. Arbennigour war ar c’hendo, klask a raio kemer ar galloud, hag e teuyo d’en em lazhañ dre seppuku.
  • Ying Chan — Trede enkorfadur Kiyoaki. Priñsez a vro Dailand.
  • Toru Yasunaga — Pevare enkorfadur Kiyoaki. Tud ar romant, hag Honda zoken, n’ouzont ket mat hag un adenkorfadur eus Kiyoaki eo Toru e gwirionez. Hogen ar c'heñveriadur etre breinadurezh an aelioù ha stad korf Toru e fin ar romant a lak an adenkorfadur-se da vezañ an hini diwezhañ.

Embannadurioù gallek en un tamm

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • La Mer de la fertilité, Pariz, Gallimard, coll. « Biblos », 1988 en littérature (ISBN 2-07-071456-X)
  • La Mer de la fertilité, Pariz, Gallimard, coll. « Quarto », 2004 (ISBN 2-07-076843-0)