Schermer (kumun)
Schermer (distagañ : [1]) a zo ur gumun e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. Dont a ra hec'h anv eus an nederlandeg "skir mere", a dalvez "lenn lufrus" (Groenedijk, 2000). 64,44 km² eo gorread Schermer, ha d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 5 331 annezad enni. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d'ober kumun Schermer : Driehuizen, Grootschermer, Oterleek, Schermerhorn, Stompetoren, Zuidschermer. An daou ziwezhañ anezho a zo lec'hiet e polder Schermer. War dachenn ar gumun ez eus tri folder all : Oterleek, Mijzenpolder hag Eilandspolder.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-tro 800 e oa un daouarc'heg e-lec'h m'emañ Schermer hag ur stêr vihan anvet Schermer a dremene eno. Toullañ a reas mab-den da zastum taouarc'h ken e teuas ar stêr vihan da vezañ ul lenn liammet ouzh ar Zuiderzee e 1250. Er XVIIvet kantved e voe dizouret lodenn vrasañ al lenn war-bouez an hini anvet Alkmaardermeer, er su. E 1635 e voe dizouret 47, 7 km² a bolderioù.
Kuzul-kêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kuzul-kêr Schermer ez eus 11 dileuriad :
- CDA - 3 dileuriad
- Gemeentebelangen - 3 dileuriad
- SGOL - 2 zileuriad
- VVD - 2 zileuriad
- PvdA - 1 dileuriad
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |