Amstelveen

Eus Wikipedia
Amstelveen gwelet dre loarell
Lec'hiadur Amstelveen en Izelvroioù
Banniel Amstelveen

Amstelveen (distagañ: /ˌɑmstəlˈveːn/ [1]) a zo ur gêriadenn-kêr e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. Ul lodenn eus tachenn meurgêr Amsterdam eo. E kêr Amstelveen e kaver an distrigoù ha kêriadennoù da-heul : Amstelveen, Bovenkerk, Westwijk, Nes aan de Amstel hag ul lodenn eus Ouderkerk aan de Amstel . Dont a ra an anv Amstelveen eus hini ar stêr 'Amstel' hag eus 'veen' hag a dalvez lanneg pe taouarc'heg. En Amstelveen emañ sez KLM [1]. hag ivez sez KPMG.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oude kerk Amstelveen

E-pad ma oa aloubet an Izelvroioù gant ar C'hallaoued (1810-1814) e oa Amstelveen kêrbenn an departamant gall anvet Zuiderzee, ha betek 1964 e voe anvet Nieuwer-Amstel. Un dorp (kêriadenn) bras eo Amstelveen, dre ma ne voe biskoazh mogeriet. Ardamez Amselveen a zo diazezet war hini Amsterdam (teir c'hroaz), unan a zo bet ouzhpennet. En Amstelveen e kaver an Thijssepark hag a voe an heempark (liorzh-louzawouriezh) kentañ en Izelvroioù hag unan eus ar 16 heempark pe heemgroen a gaver en Amstelveen. Aozet e voe gant an arkitektour C.P.Broerse diwar mennozhioù an naturour izelvroat Dr.Jac. P. Thijsse. Aozet e voe etre 1940 ha 1972, 5 hektar gorread a zo dezhi, hag emañ e su Amsterdamse Bos. Ar c'hentañ ministr Jan Peter Balkenende a stagas gant ar politikerezh en Amstelveen, ma voe kuzulier-kêr. Tost ouzh aerborzh Schiphol emañ Amstelveen ivez. Ur metro hag un tram a zo da vont da Amsterdam.

Mirdi CoBRa

Kuzul-kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kuzul-kêr Amstelveen ez eus 35 dileuriad:

Gevellerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da welout[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mirdi CoBRa e kreiz-kêr (Stadshart) Amstelveen
  • Mirdi Jan van der Togt
  • An ti ma voe ganet an arzour Jan Cornelis Hofman
  • Un delwenn da Rembrandt war ribl ar stêr is Amstel, war-du gevred Amstelpark

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "Contact." KLM Corporate

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.