Weesp

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Weesp met Fort Ossenmarkt.jpg
Lec'hiadur Weesp
Banniel Weesp
Ardamez Weesp
Krugell an oadoù e Weesp (01/01/2008)
Unan eus an teir meilh a zo e Weesp

Weesp (distagañ :[1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 21,88 km² eo gorread Weesp (douar : 20,55 km² , dour : 1,33 km² ). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 17 564 annezad enni. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d'ober kumun Weesp : De Horn, Uitermeer, Weesp. Weesp a zo en ur rannvro anvet Vechtstreek, tost eo ouzh ar stêr Vecht hag ar stêr Smal Weesp hag ouzh kanol Amsterdam-Roen.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un daouarc'heg didud e oa betek penn-kentañ ar Grennamzer. Roet e voe gwirioù-kêr da Weesp e 1355. Eus dibenn ar Grennamzer betek an Eil Brezel-Bed e voe ar stêr Vecht ul linenn-difenn evit kontelezh Holland. Mogerioù-kreñv a oa e Weesp. El linenn-difenn e oa takadoù heveuz, a veze beuzet pa veze brezel. A-dreñv an takadoù-se e oa kêrioù kreñvaet, kazarnioù ha savadurioù arme all. Ul lodenn eus Stelling van Amsterdam e oa. Goude an Eil Brezel-Bed e voe savet tiez-annez nevez e kornôg Weesp, un takad greanterezh hag ur porzh war ar ganol Amsterdam-Roen. Ouzhpennet e voe ur bannlev er su er bloavezhioù 1970, ha n'eo ket kresket Weesp abaoe.

Kuzul-kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kuzul-kêr Weesp ez eus 17 dileuriad:

Touristelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo Weesp peogwir eo eno ma savet labouradeg chokolad Van Houten. E Weesp e kaver ivez meilhoù. Miret eo bet kreiz Weesp evel ma oa gwechall, ha brudet eo ivez porselen Weesp hag ar wastell anvet Weesper Mop.

Transportoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un ti-gar a zo e Weesp hag e c'haller ivez tapout ar bus da vont da Amsterdam.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Flag of the Netherlands.svg Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.