Beverwijk

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Nzkanaal2.jpg
Lec'hiadur Beverwijk
Banniel Beverwijk
Ardamez Beverwijk
Krugell an oadoù e Beverwijk (01/01/2008)

Beverwijk (distagañ : [1])a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. Er Randstad emañ, tost ouzh Mor an Hanternoz. 20,38 km² eo gorread Beverwijk (douar : 18,58 km², dour : 1,8 km²). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 38 421 annezad enni. Beverwijk ha Wijk aan Zee a ya d'ober ar gumun. E-tro 1640 e voe krouet ur gêr anvet Beverwyck en Izelvroioù Nevez. Hiziv an deiz eo deuet da vezañ Albany e New York.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv Beverwijk eus Bedevaartswijk, a dalvez "trowardroioù ar birc'hirinded". Savet e voe ar gêr el lec'h ma oa iliz Santez Agata er Grennamzer. Gwelet e vije bet Santez Agata eno en IXvet kantved gant ur werc'hez eus Velsen, hag a oa o tec'hout rak kont Kennemerland.

E 1276 e voe roet gwirioù-marc'had da vBeverwijk gant ar c'hont Floris V, ha gwirioù-kêr e 1298 gant Jan I. Marc'hadourien binvidik eus Amsterdam a savas o domani eno er XVIIvet kantved e Huize Akerendam, Huize Westerhout hag e Huize Scheijbeeck. Goude Emgann Castricum (1799) e voe savet ul linenn-difenn e 1800. E 1944, e-pad an Eil Brezel-Bed, e voe paket 500 den e Beverwijk hag e Velsen-Noord gant soudarded an arme nazi, peogwir e oa bet lazhet tri den a genlaboure gant an nazied. Diwar ar 500 den e voe lazhet 63 anezho.

E-tro 1977 e voe savet ar stalioù-arrebeuri kentañ en ur straed e Beverwijk. Tamm-ha-tamm e teuas da vezañ bali arrebeuri kentañ an Izelvroioù hag e 1981 e oa dek stal evel-se.

D'an 23 a viz Meurzh 1997 e voe un emgann e Beverwijk etre ur strollad harperien AFC Ajax hag unan eus harperien skipailh Feyenoord. Anavezet eo an darvoud gant an anv "Emgann Beverwijk". Unan eus harperien Ajax a varvas.

Kuzul-kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kuzul-kêr Beverwijk ez eus 25 dileuriad :

  • PvdA - 10 dileuriad
  • CDA - 5 dileuriad
  • VVD - 4 dileuriad
  • GroenLinks - 3 dileuriad
  • Democraten Beverwijk - 2 zileuriad
  • Gemeentebelangen - 1 dileuriad

Bet ganet e Beverwijk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Flag of the Netherlands.svg Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.