Hilversum
Hilversum (distagañ :[1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 84 320 annezad enni. 46,24 km² eo gorread Hilversum (douar : 45,57 km², dour : 0,67 km²). Brudet eo ti-kêr Hilversum, bet savet diwar ur steuñv gant Willem Marinus Dudok etre 1928 ha 1932. Enni emañ ivez sez lod brasañ chadennoù skingomz ha skinwel an Izelvroioù.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War dorgennoù traezhek Gooi emañ Hilversum. Abaoe ar ragistor eo bet annezet al lec'h, gant tud a save deñved. Dre forzh sevel deñved e voe debret ar c'hoadeier a oa tro-dro. Er Grennamzer e kreskas brug ha parkeier gwinizh-du e-lec'h ma oa ar c'hoadeier. Sed displegadenn armadez Hilversum. Er c'hantvedoù tremenet ez eus bet plantet gwez en-dro, da gemer plas ar brug. Gant ar sevel deñved e krogas an dud da zastum gloan, hag evel-se e voe krouet embregerezhioù er XVIIvet kantved. Distrujet e voe Hilversum en XVIIIvet kantved abalamour da zaou dan-gwall. An hent-houarn Hilverusm-Amsterdam a voe savet e 1874. Gant an hent-houarn e teuas tud pinvidik eus Amsterdam d'ober annez e Hilversum hag e Bussum. Kemmoù a c'hoarvezas neuze er vro ha kenkizoù gant liorzhoù bras a voe savet d'ar mare-se. Familhoù katolik pinvidik (ar familh Brenninkmeijer en o zouez, ha hi perc'henn war ar stalioù C&A) a lakaas sevel iliz Sant Vitus e 1892. E 1918 e voe krouet N.S.F. (Nederlandse Seintoestellen Fabriek), ul labouradeg skingomzerioù, e Hilversum. Dont a rafe goude-se da vezañ Philips. Kregiñ a reas tud NSF da skingas traoù, hag a-drugarez dezho e teuas Hilversum da vezañ ur gêr a-bouez war dachenn ar media. Er bloavezhioù 1930 e oa pemp relijion disheñvel e Hilversum, pep hini he chadenn skingomz. E-pad an Eil Brezel-bed e voe aozet penngarter ar Wehrmacht e Hilversum, hag ar boblañs yuzev a voe lazhadeget eno (eus 600 da 40 familh). Goude ar brezel e teuas Hilversum da vezañ kêr ar chadennoù skinwel. E tu norzh Hilversum e voe savet studioioù ha savadurioù all gouestlet d'ar skinwel (het Mediapark). En o zouez e voe savet mirdi ar media. E Hilversum e vo lazhet ar politikour Pim Fortuyn d'ar 6 a viz Mae 2002.
Arkitektouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn an ti-kêr e kaver meur a savadur modern e Hilversum. Er bloavezhioù 1920-1930 eo Willem Marinus Dudok a oa arkitektour-kêr. E su Hilversum e kaver ivez savaduriù sanatoriom Zonnestraal bet digoret e 1928. Savet e voe diwar ur steuñv gant Jan Duiker, hag ur skouer eus al luskad izelvroat anvet Het Nieuwe Bouwen eo.
Transportoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tri zi-gar a zo : Hilversum, Hilversum Noord ha Hilversum Sportpark.
Kuzul-kêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kuzul-kêr Hilversum ez eus 37 dileuriad (sifroù dilennadeg miz Meurzh 2006) :
- PvdA - 9 dileuriad
- VVD - 7 dileuriad
- Leefbaar Hilversum - 5 dileuriad
- CDA - 4 dileuriad
- SP - 4 dileuriad
- GroenLinks - 3 dileuriad
- D66 - 3 dileuriad
- ChristenUnie/SGP - 1 dileuriad
- DLPH - 1 dileuriad
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |