Uitgeest

Eus Wikipedia
Tweede Broekermolen
Lec'hiadur Uitgeest
Banniel Uitgeest
Ardamez Uitgeest
Krugell an oadoù (01/01/2008)

Uitgeest (distagañ :[1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 22,31 km² eo gorread Uitgeest (douar : 19,18 km², dour : 3,13 km²). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 12 514 annezad enni. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d'ober kumun Uitgeest : Assum, Busch en Dam, Groot Dorregeest, Uitgeest.

Kuzul-kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kuzul-kêr Uitgeest ez eus 15 dileuriad :

  • Progressief Uitgeest - 4 dileuriad
  • CDA - 3 dileuriad
  • UVP - 3 seats
  • PvdA - 2 zileuriad
  • VVD - 2 zileuriad
  • D66 - 1 dileuriad

Touristelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er polder tro-dro da Uitgeest ez eus pemp meilh. En Uitgeese e voe ganet Cornelis Corneliszoon e 1550. Gantañ eo e voe ijinet an heskennerezh kentañ a yae en-dro gant nerzh an avel.

Meilh De Dog en Uitgeest

En Uitgeest e kaver ivez un iliz protestant eus ar XIVvet kantved, ur redva da bleustriñ war ar c'hart, hag ur marina. Fort aan den Ham (etre Uitgeest ha Krommenie) a oa unan eus 42 greñvlec'h Stelling van Amsterdam. War listenn glad bedel UNESCO emañ Stelling van Amsterdam, hag ar c'hreñvlec'h a c'haller gweladenniñ da Sul.

Transportoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un ti-gar a zo en Uitgeest, ha pevar zren an devezh (a Veurzh da Sadorn) a zo. Dindan 30 munutenn e c'haller tizhout ti-gar kreiz Amsterdam (Amsterdam Centraal).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.