Heemskerk
Heemskerk a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 31,73 km² eo gorread Heemskerk (douar : 27,41 km², dour : 4,32 km²) ha d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 38 698 annezad enni.
Kuzul-kêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kuzul-kêr Heemskerk ez eus 25 dileuriad :
- PvdA - 8 dileuriad
- CDA - 6 dileuriad
- VVD - 5 dileuriad
- GroenLinks - 3 dileuriad
- Heemskerk Anders - 2 zileuriad
- D66 - 1 dileuriad
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne ouezer ket eus pelec'h e teu an anv Heemskerk. Gouzout a reer e oa anavezet ar gêr da vare ar Grennamzer, hag en un diell eus 1063 ez eo anvet Hemezen Kyrica (da lavaret eo Iliz Hemezen), diwar anv ur seurez a oa o chom er vro. Meur a savadur istorel a gaver e Heemskerk evel an Huldtoneel, ur dorgenn faos e-kichen Rijksstraatweg. A-hervez e vije bet savet war ul lec'h bet implijet da santual gant Germaned a-raok mare ar Romanded.
Meur a emgann a voe e Heemskerk ha daou gastell (kastell Oud Haerlem ha kastell Heemskerk) a voe savet en XIIvet hag en XIIIvet kantved, da wareziñ Kontelezh Holland diouzh West-Friesland. Er XVvet kantved en em gannas annezidi Heemskerk etrezo, da-geñver Hoekse en Kabeljauwse twisten (brezel an higennoù hag ar moru) ha d'ar mare-se e voe distrujet an daou gastell. Kastell Heemskerk a voe savet en-dro. E 1492 e voe un emsavadeg gant tud Kennemerland ha pilet e voent gant alouberien aostriat. E lec'h an emgann emañ bered Hervormde Kerk hiziv an deiz.
E 1610 e voe kemmet anv kastell Heemskerk hag e teuas da vezañ kastell Marquette ma teuas meur a zenjentil hag a vrietin d'ober annez. Hiziv an deiz ez eo perc'hennet gant an embregerezh spagnol NH Hoteles hag ennañ e vez aozet prezegennoù hag euredoù. E reter Heemskerk emañ kastell Assumburg, savet gant ar pezh a chome eus kastell Oud Haerlem, e 1546. Nederlandse Hervormde Kerk en Nielenplein ha Kerkplein a voe savet e 1628. E liorzh an iliz ez eus un delwenn d'al livour Maarten van Heemskerck.
Labour-douar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude mare ar varc'hegeien hag an dudjentil e teuas hini al labour-douar. Ouzhpenn sevel chatal e veze produet sivi e Heemskerk, da gas d'ar gêr nesañ anvet Beverwijk, ma veze gwerzhet. Kaset e veze ar frouezh war gein azened, ha diwar se e voe lesanvet azened annezidi Heemskerk.
An ti-kêr kozh a voe savet e 1911 diwar ur steuñv gant Jan Stuyt. Un estaj a voe ouzhpennet e 1949. Laurentiuskerk (iliz katolik) a voe savet e 1891 diwar ur steuñv gant J.H. Tonnaer.
Notenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ J. Van Venetien (1968). Hart van Kennemerland: Album van het leven en werken in Midden-Kennemerland door de eeuwen heen. p.212.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |