Medemblik
Medemblik (distagañ : [1]) a zo ur gumun e proviñs Noord-Holland, e rannvro West-Friesland, en Izelvroioù. 179,00 km² eo gorread Medemblik, ha d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 27 213 annezad enni[1]. Lakaet e voe da gêr e 1289. Er bloavezhioù 1500 e oa ur c'hastell eno, met distrujet e voe gant an Arumer Zwarte Hoop kaset gant Pier Gerlofs Donia ha Wijard Jelckama[2].
D'ar 1añ a viz Genver 2007 e voe kendeuzet Medemblik gant Noorder-Koggenland ha Wognum, ha dalc'het e voe anv Medemblik, daoust ma oa ar gumun vihanañ eus an teir anezho a-fet poblañs.
Kuzul-kêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kuzul-kêr Medemblik ez eus 21 dileuriad :
- CDA - 7 dileuriad
- VVD - 4 dileuriad
- Gemeentebelangen - 4 dileuriad
- PvdA - 3 dileuriad
- Progressief West Friesland - 2 zileuriad
- Onafhankelijke Westfriese Partij - 1 dileuriad
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |