Meister E. S.

Eus Wikipedia
Dalila o troc'hañ blev Samzun, gant Meister E. S.
Badeziant ar C'hrist, tresadur lakaet war gont Meister E. S., Mirdi al Louvre
Krist er poanioù gant pevar ael (L. 55)

Meister E. S., pe Mestr E. S., ganet war-dro 1420 ha marvet war-dro 1468, eo an anv a reer en alamaneg eus un arzour, orfebour hag engraver alaman dizanv, a laboure war-dro kreiz ar XVvet kantved, pa oa marevezh an arz gotek oc'h echuiñ. Drevezet e voe e zoare ken e voe. E.S. eo al lizherennoù a gaver e 18 eus e oberennoù (doareoù all damheñvel a gaver en oberennoù all). Meister 1466 a veze graet anezhañ kentaou. An engravour gwellañ e oa en Alamagn a-raok Martin Schongauer. Kement enklask a zo bet graet evit gouzout piv e oa zo chomet berr evit poent.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Moarvat e teue eus kreisteiz Alamagn, pe eus Suis.

Kement-se a soñjer abalamour da heñvelderioù gant tud eus ar broioù-se. Eñ eo an hini kentañ a lakaas pennlizherennoù e anv en e oberennoù, pezh a zeuas da vout ur boaz e-touez an engraverien.

Soñjal a reer e oa orfebour a-raok dont da vout engravour. Un arzour all, Israhel van Meckenem, a labouras ivez gantañ, a greder. Ober a reas 11 engravadur evit an Ars moriendi (An Arz da Vervel, pe Skol ar Marv mat), ul levr devosion poblek. Soñjal a reer ivez edo o chom e Konstanz, Bazel, Bodensee hag e norzh Suis tro 1440. Diwezhatoc'h e vije bet e Straßburg (s.o an oberennoù a grouas etre 1540 ha 1468). Soñjal a reer ivez e vije bet levezonet gant labourioù Meister der Spielkarten (Mestr ar c'hartoù c'hoari), re Rogier van der Weyden, re Konrad Witz ha re livourien nederlandat. Oberennoù sinet E. S. a ziskouez e oa oberiant etre 1450 ha 1467, bloavezh e ziwezhañ oberenn sinet. Diwar skridoù er rannyezh alemanek, e berzhioù dibar a-fet ikonografiezh ha stil ha ritenn ar paper a implijas, ha ma vezont keñveriet gant labourioù arzourien all, e c'haller soñjal edo o chom e Rhein uhel er 15vet kantved. Marvet e vije dambrest goude (1466 pe 1467).


Ars Moriendi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unnek engravadur a reas evit al levr Ars moriendi, anavezet e brezhoneg ivez evel Skol ar marv mat, ul levr devosion brudet. Graet e oant da vezañ lakaet en un dornskrid, ha moulet int bet diwezhatoc'h.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Alan Shestack, Master E. S., Philadelphia Museum of Art, 1967
  • Alan Shestack; Fifteenth Century Engravings of Northern Europe, 1967, National Gallery of Art (Catalogue), LOC 67-29080
  • A Hyatt Mayor, Prints and People, Metropolitan Museum of Art/Princeton, 1971, nos 118-123.ISBN 0-691-00326-2

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.