Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Kadwalan : diforc'h etre ar stummoù

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadwalan (kaozeal | degasadennoù)
Tikedennoù : Disc’hraet Kemm gant an hezoug Kemm dre ar web hezoug Kaozeadenn nevez
Linenn 529: Linenn 529:


Hello Kadwalan, Would you like to write about Isabelle de Charrière (Q123386) for the ZH- Min Wikipedia? It will be appreciated if is done. [[Implijer:Boss-well63|Boss-well63]] ([[Kaozeadenn Implijer:Boss-well63|kaozeal]]) 30 Meu 2023 da 09:43 (UTC)
Hello Kadwalan, Would you like to write about Isabelle de Charrière (Q123386) for the ZH- Min Wikipedia? It will be appreciated if is done. [[Implijer:Boss-well63|Boss-well63]] ([[Kaozeadenn Implijer:Boss-well63|kaozeal]]) 30 Meu 2023 da 09:43 (UTC)

== Translation request ==

Hello.

Can you translate and upload the article [[:fr:Lac de Laach]] in Breton Wikipedia?

Yours sincerely, [[Implijer:Multituberculata|Multituberculata]] ([[Kaozeadenn Implijer:Multituberculata|kaozeal]]) 14 Gen 2024 da 12:30 (UTC)

Stumm eus an 14 Gen 2024 da 12:30

For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Kadwalan, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Kadwalan. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.

Benoni 6 C'hwe 2007 da 09:44 (UTC)[respont]

Cher Kadwalan, pouvez-vous, s'il vous plaît, m'aider à traduire cet article en breton? Cordialement, --Dmitri Lytov 8 C'hwe 2011 da 20:45 (UTC)[respont]

L'article est intéressant. µJ'y jeterai un coup d'oeil. Kenavo--Kadwalan 21 Mez 2011 da 14:43 (UTC)[respont]

Hi, could you have a look at my bot flag request on Wikipedia:Bot#MerlIwBot? Thanks. Merlissimo 30 Ebr 2011 da 08:29 (UTC)[respont]

Graet--Kadwalan 19 Gou 2011 da 22:30 (UTC)[respont]

petra eo ar ger el levrioù ofisiel? Bianchi-Bihan 23 Mez 2011 da 07:18 (UTC)[respont]

N'anavezan levr ofisiel ebet met kavout a ran inkizision e geriaoueg Diwan hag e geriadur Gregor Rostren, ar pezh zo gwell evit netra. --Kadwalan 23 Mez 2011 da 17:27 (UTC)[respont]
al levrioù ofisiel eo ar re implijet er skolioù, meneget amañ a-wechoù gant ar re a implij anezhe, ha n'emaint ket em c'herz; a-wechoù e ran gant lez-varn an Iliz, pemp silabenn ivez. ~~
Gregor Rostren a ra ivez gant "Ofis santel" en e c'heriadur. Pa seller eus ar pennadoù fr:inquisition,en:inquisition avat e weler ne glot nag "Ofis santel" na "lez-varn an Iliz" penn-da-benn gant "inkizision" a seblant kaout ur ster ledanoc'h. E c'hall bezañ un argerzh, hag ensavadurioù disheñvel a gemer perzh ennañ, ha kement zo. Drol e kavan ober gant an eil pe egile e-lec'h inkizison abalamour ma c'haller kompren traoù all gant "Ofis santel", ar seurt inkizision savet er XVIvet hepken, ha gant lez-varn an iliz, meur a lez-varn a oa gant an iliz katolik evit an dud a relijion, ar venec'h da skouer, pe da nullañ euredoù katolik, n'o deus mann da welet gant an Inkizision --Kadwalan 24 Mez 2011 da 14:17 (UTC)[respont]

N'ouzon ket petra e vije ali Ofis santel ar brezhoneg, met gant lez-varn an iliz, e vez kaoz evel just eus meur a lez-varn, evel gant "ar justis" ivez... servij a c'hall, goude ma n'eo ket resis a-walc'h, met da vihanañ e tispleg un tamm eus petra ez eus kaoz ... ofis ne servij ket da lavarout meur a dra dishenvel? Bianchi-Bihan 24 Mez 2011 da 16:14 (UTC)[respont]

Ne lavaran ket ar c'hontrol met gwir eo evit meur a dra, ar pezh na vir ket ouzhimp klask ar ger azasan. ofis santel--Kadwalan 27 Mez 2011 da 01:13 (UTC)[respont]

Sklêrijenn

Salud dit ! Kavet em eus ar ger "sklêrijenn" el levr Istor-Geografiezh, 4e klas, embannet gant TES (embannadur 2006), p. 56 : Sklêrijenn, Spered ar Sklêrijenn, prederourien ar Sklêrijenn. A galon, --Llydawr 28 Mez 2011 da 05:59 (UTC)[respont]

Drol eo. War al lech’ienn an Ofis zo kantved ar Sklêrijennoù (gant liester).
Ma vo cheñchet an anv, ne disonjit ket pennadoù evel : Kantved ar sklêrijennadur (adkas), Pakistan, Ludwig van Beethoven, hag Jean-Marie de Lamennais.
A galon, VIGNERON 29 Mez 2011 da 21:47 (UTC)[respont]

N'eo ket souezhus, pep hini a skriv evel ma soñj ;-). Ouzhpenn-se levrioù Diwan zo e "deñzor brezel". Ne vez ket rannet ar pezh zo e-barzh gant an holl. Abalamour da se moarvat e weler muioc'h a dud a anavez ar pezh a embann TES. Poent e vefe da skipailh Diwan embann rak koll a reont o lañs. Da gustum e vez lakaet al liester e galleg. Daoust ha ret eo?? N'on ket sur--Kadwalan 30 Mez 2011 da 00:22 (UTC)[respont]

N'anavezan ket al levrioù istor e brezhoneg... Met eus ar c'hentañ e kavan implij "ar Sklerijenn" amañ : splann ar ster, ha yac'h ar yezh, hep sklerijenn ar spered santel. Ma'm eus soñj mat eo un anv a zo enebet ouzh teñvalijenn an amzerioù kent. Marteze eo graet al levrioù istor gant brezhonegerien hag istorourien, ha gwell a se. Bianchi-Bihan 30 Mez 2011 da 04:29 (UTC) bc0edcd726ba639c8c9978d28bf5cd16[respont]

Ar re Medici

ar re Morvan, ar re Medici, bete-gout. Bianchi-Bihan 1 Gou 2011 da 13:25 (UTC)[respont]

An evezhiadenn nemeti am eus kavet, e geriadur ar Glev, a lavar e c'haller ober pe chom hep ober ar c'hemmadur--Kadwalan 12 Gou 2011 da 13:13 (UTC)[respont]

Arem/arem

Diwezh Oadvezh an arem‎; Krennoadvezh an Arem‎, arem pe Arem? 80.14.231.147 8 Gou 2011 da 05:57 (UTC)[respont]

Ur mank a oa er patrom. Da welet. Trugarez, ne'm boa ket gwelet--Kadwalan 8 Gou 2011 da 06:01 (UTC)[respont]

Dont da vezañ merour

Salud,

Ha gallout a rafes ober war-dro ar goulenn am boa savet da Y-M D evit a sell ouzh ur votadeg evit dont da vezañ merour (pe get)? Ne seblant ket Y-M D bezañ gwall oberiant er mare-mañ. A galon. Gwendal 11 Gou 2011 da 15:07 (UTC)[respont]

Diverkañ

Kompren a ran e vefe diverket beuz (disheñvelout), re luziet. Ken luziet all eo Channel Islands (disheñvelout), ha n'onket pet hini all. 12 Gou 2011 da 15:23 (UTC)

Kenkoulz ober ur goulenn war roll ar pajennoù da nullañ. Trugarez. Gwelet a rin ivez petra respont LLydawr war bajenn ar gaozeadenn. Evidon-me ne ran forzh.--Kadwalan 12 Gou 2011 da 16:00 (UTC)[respont]
Ne fell ket din ober goulenn ebet a'r seurt-se, met sachañ an evezh war an dislavaroù a gaver pa vezer o labourat. Ha klask penaos plaenaat pezh a gavan un tamm diblaen ha diluziañ pezh a welan re luziet. Bianchi-Bihan 12 Gou 2011 da 16:35 (UTC)[respont]

Ok.--Kadwalan 12 Gou 2011 da 16:59 (UTC)[respont]

Diouzh a gomprenan e fell da v-Bianchi-Bihan e vefe "Channel Islands" titl ar bajenn disheñvelout, kentoc'h eget "Channel Islands (disheñvelout)". An daou zoare zo posupl, evel-just. Gra evel a giri, me ne ran ket kalz a forzh, traoù pouezusoc'h zo. Neuze e vo ret diverkañ ar bajenn Channel Islands (disheñvelout), diezhomm. A galon, --Llydawr 13 Gou 2011 da 10:26 (UTC)[respont]

Titl

Trugarez. A galon, ha bremañ, kousk-kreisteiz :-))) Kadbzh 17 Gou 2011 da 13:05 (UTC)[respont]

Kumunioù an Norzh

Ul labour divent e vo distreiñ d'ar stumm gant "an". Ne c'hellhemp ket fiziañ an dra-se en ur bot bennak? A galon. Kadbzh 18 Gou 2011 da 09:24 (UTC)[respont]

Graet--Kadwalan 19 Gou 2011 da 22:09 (UTC)[respont]

Brandenburg

Salud dit ! Sachet eo bet ma evezh gant ar pennad Brandenburg. Pa seller ouzh istor ar pennad e weler e oa bet krouet ur pennad diwar-benn ar stad (Land) eus Alamagn e miz Gwengolo 2009, dindan an titl Brandenburg hag e oa bet kemmet an titl e miz Genver 2011 da vont da v-Brandenburg (stad). Gant ar c'hemm-se eo bet torret al liammoù a oa e kalz pennadoù siwazh (Sorabed, Potsdam, Frankfurt (Oder), Spree...), hag al liammoù etrewiki ivez. Kavout a ra din e vefe spletusoc'h distreiñ d'an titl kentañ, kentoc'h eget mont da reizhañ an holl liammoù-se, rak evel-se e reer en darn vrasañ eus ar yezhoù all (alamaneg, galleg, saozneg...). Petra a ginnigan neuze ? ur pennad diwar-benn ar stad alaman, dindan an titl Brandenburg (distreiñ eus an titl Brandenburg (stad) d'an titl kozh Brandenburg) ; hag ur bajenn disheñvelout, evit ar sterioù all, dindan an titl Brandenburg (disheñvelout) (treuzfurmiñ ar bajenn anvet Brandenburg bremañ en ur bajenn Brandenburg (disheñvelout)). Evel-se e reer en alamaneg de:Brandenburg / de:Brandenburg (Begriffsklärung), e galleg, e saozneg hag en darn vrasañ eus ar Wikipedia-où all. Sachet em boa evezh Bianchi-Bihan dija war ar c'hemmesk en doa degaset gant ur c'hemm heñvel er pennad Kiel. A galon, --Llydawr 19 Gou 2011 da 10:50 (UTC)[respont]

Graet--Kadwalan 19 Gou 2011 da 20:51 (UTC)[respont]
Trugarez dit ! --Llydawr 20 Gou 2011 da 10:45 (UTC)[respont]

Bot

Trugarez dit evit bezañ graet war-dro statudoù an nebeut goulennoù a oa chomet direspont dre ma ne oa ket dieub Neal evit ober war-dro. A galon --Y-M D (kaozeal) 19 Gou 2011 da 22:07 (UTC)[respont]

evit netra--Kadwalan 19 Gou 2011 da 22:09 (UTC)[respont]

Tavarn

Salud dit ! Krouet 'peus ur bajenn Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 9 bloaz 2011. 'M eus aon 'poa c'hoant da implij ar bajenn Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 29, bloaz 2011... A galon, Llydawr 20 Gou 2011 da 10:44 (UTC)[respont]

Bot flag request for PixelBot

Hi, please take a look here for one week old bot flag request. Thank you :) --Pixelfire 26 Gou 2011 da 16:30 (UTC) Graet Degemeret eo PixelBot evel bot en hor wikipedia. --Kadwalan 26 Gou 2011 da 16:33 (UTC)[respont]

Respontoù all

  • Respont d’ar roue, EZM 81, Ivon Krog
  • Te a responto dezhañ n’eus netra ha n’out ket evitañ, KBSA 178,Yann ar Floc'h

A-hend-all e kaver en Emgann Kergidu :

  • N’eo ket me her goulenn deoc’h, EK 1/229.

N'on ket sur eo ret kemer se da skouer. Bianchi-Bihan 3 Eos 2011 da 03:17 (UTC)[respont]

Gwir eo e kaver traoù souezhus a-wezhioù. A-wezhioù ivez e c'haller lavaret an traoù e doareoù disheñvel evel Dir-na-Dorr en Ar chiminaou p 3. perak ne respontet ket ac’hanon ?... (1925)--Kadwalan 8 Eos 2011 da 16:11 (UTC)[respont]
Fae eo ganin respont dezhañ, TBP 1/190. Bianchi-Bihan 16 Eos 2011 da 05:32 (UTC)[respont]
Ne dalvez ket ar boan lakaat skouerioù all dre ma ouzon mat e vez lâret evel-se ivez !

Daoust-ha direnket out ma gemmomp anv ar bajenn Dielloù lec'h ma peus lakaet dielloù da bajenn dre ma n'eo ket an doare boas da aozañ an traoù. Kinnig a ran dit Implijer:Kadwalan/Dielloù pe Kaozeadenn Implijer:Kadwalan/Dielloù, pe un anv all ma fell dit. A galon --Y-M D (kaozeal) 8 Eos 2011 da 13:39 (UTC) Graet--Kadwalan 8 Eos 2011 da 16:52 (UTC)[respont]

Brest

Demat. OK. Trugarez. E Flandrez Belgia emaon, un digarez d'ober tro beredoù milourel ar C'hommonwealth en tu-mañ eus an harzoù, hag en tu all ivez moarvat, ha traoù all joaius (!) (cf. Leffrinkhoeke), ha degaset levr Jezegoù (pe Jezegou kentoc'h) ganin: untuek ken-ken, met fonnus-fonnus... A galon. Kadbzh 9 Eos 2011 da 15:18 (UTC)[respont]

Beredoù Poperinge n'int ket dister...

Lakaet em eus an daveenn evit ar ger-mañ. A-hend-all e c'halli kavout ar ger risweal (skrivet evel-se) e-barzh Jul Gros (levr III, p. 208 en embannadur 1976).--Trec'hlid mitonet 12 Eos 2011 da 11:59 (UTC)[respont]

Salud dit. Tisavour e-lec'h arkitektour... Ma, kompren a ran a-walc'h, nemet ouzhpenn tiez a vez savet ganto. Me a rafe a-walc'h hep an dirak iliz-veur Sant Vitus. A galon. --Ex-Smith 13 Eos 2011 da 07:42 (UTC)[respont]

Kinnig kendeuziñ

Evel Gouerouz ne welan abeg evit kendeuziñ risweer gant Mimidae. Un tamm e vefe evel pa vefe kinniget kendeuziñ moualc'h gant Turdus war zigarez m'eo ar voualc'h zu un Turdus.--Trec'hlid mitonet 17 Eos 2011 da 08:17 (UTC)[respont]

Evezhiadennoù

Ne gomprenan ket darn eus da cheñchamantoù amañ [1]. Ma oa kamm Armenianiz ar skrid kent, gwir eo (Armenianed a vije bet mat), n'eo ket reizh Armeniaiz, Lamet e vez an dibenn (i)a er seurt degouezh (evel Belgia/Belgiz, Norvegia/Norvegiz...), hag Armeniz a oa pelloc'h er skrid a oa reizh. Perak mont da cheñch ez aloubas en e aloubas? Dirak ur vogalenn e skriver ez pe ec'h evit ar rannig-verb-se.--Trec'hlid mitonet 18 Eos 2011 da 09:53 (UTC)[respont]

A-du a-grenn. Bianchi-Bihan 18 Eos 2011 da 09:59 (UTC)[respont]

Fentus koulskoude:

Restr:Diwan Paris.jpg
Roched gwerzhet gant Diwan . Pariz e Breizh ha Paris e Bro-C'hall.

Bianchi-Bihan 24 Eos 2011 da 19:50 (UTC)[respont]

Idi

Trugarez evit da respontoù en davarn ha war ma fajenn kaozeal. En em c'houlenn a ran c'hoazh avat peuseurt stumm (pe stummoù) brezhonek a vefe d'an anv-se, mard eo anavezet e brezhoneg komzet c'hoazh... A galon, --Llydawr 27 Eos 2011 da 10:28 (UTC)[respont]

Skrivet em eus ma soñj er bajenn Kaozeal:Brandenburg (stad). --Llydawr 27 Eos 2011 da 11:38 (UTC)[respont]

Ma kerez e lenni: [http://fr.wikipedia.org/wiki/Discussion:Marguerite_d%27%C3%89cosse Discussion:Marguerite d'Ecosse Bianchi-Bihan 28 Eos 2011 da 17:09 (UTC)[respont]

Trugarez da vezañ kemeret ma ali e kont er pennad all.
Ya, n'eus savet pennad ebet en anv-se eno evit c'hoazh evelato. E-lec'h un deiziad em befe graet a-walc'h ivez gant un doare all evel "Marc'harid Bro-Skos (merc'h Duncan Iañ)/, merc'h Duncan Iañ" evel hon eus graet e pennadoù mithologiezh zo (X, mab Y). Seblantout a ra din ne vez ket implijet stank an deiziadoù en titloù pennadoù er wikioù bras. 'M eus aon n'eo ket gwall sklaer an deiziadoù da lec'hiañ unan bennak en amzer evit ar pep brasañ eus an dud ha p'o defe graet studioù war an istor. Dre c'hras Doue ne oa ket ar c'hiz da reiñ an hevelep anv da veur a vugel eus ar memes torad ! ;-) --Kadwalan 28 Eos 2011 da 17:41 (UTC)[respont]

Deiziadoù n'eus forzh pegement, en holl yezhoù. Aesoc'h eo evit al labour. Ha sklaeroc'h eget ur bloavezh n'eus ket. Bianchi-Bihan 28 Eos 2011 da 19:13 (UTC)[respont]

Brandenburg

Ne welan ket ken ma labour er pennad. Labour aner? Bianchi-Bihan 31 Eos 2011 da 15:06 (UTC)[respont]

Gwell ganin mont da lonkañ aer. Bianchi-Bihan 31 Eos 2011 da 15:16 (UTC)[respont]
War a welan n'eo ket ganin eo bet graet ma labour-me : http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Brandenburg_%28dishe%C3%B1velout%29&action=historysubmit&diff=1044196&oldid=1041791
Ma labour a welan er pennad Brandenburg (disheñvelout), ma anv ne welan ket. Bianchi-Bihan 31 Eos 2011 da 19:09 (UTC)[respont]

c'hoant

Kaout c'hoant d'ober udb. Ne vo ket adc'hraet ar yezh. Ha koulz reiñ skouerioù mat hag aes da gompren. Bianchi-Bihan 2 Gwe 2011 da 04:44 (UTC)[respont]

Stadoù Alamagn

Mar plij, kae da welet an dra-mañ [kinnig stadoù Alamagn].--Trec'hlid mitonet 4 Gwe 2011 da 09:59 (UTC)[respont]

Artez

War un dachenn heñvel ouzh ar gaoz kent (Stadoù Alamagn), daoust ha gallout a rafed adsevel istor ar bajenn Artez (aet da Artez (proviñs) ha distroet da Artez) ? A galon, --Llydawr 5 Gwe 2011 da 10:22 (UTC)[respont]

War dachenn Mec'hiko e oan abaoe bloavezhioù, Guanajuato hag all, evel war hini Arc'hantina , Brazil ha broioù all. Ma n'ec'h eus nemet gourdrouz da ginnig e-keñver ma labour, 10 000 pennad bennak amañ, c'hoari gant da dammig galloud ha skarzh ac'hanon da viken. Ha gra ma dek pennad bemdez. Bianchi-Bihan 6 Gwe 2011 da 02:19 (UTC)[respont]

D'am soñj n'eus ezhomm ebet da gemmañ, evit poent, ha n'eo nemet c'hoari aner a rez gant proviñsoù Belgia : chañs teus n'eo ket bet graet re Spagn penn da benn, nemet re Galiza a gredan ! Met re Arc'hantina zo peurechu, hag un toullad eus Italia. Bianchi-Bihan 6 Gwe 2011 da 20:22 (UTC)[respont]

Peogwir e welan out krog da gavout abeg er pennadoù graet ganin ha ne glotont ket gant ul linenn bolitikel savet a nevez , Guerreo, Guanajuato, ha kollet danvez ouzhpenn, me gred ne chomin ket pell amañ ken. Bianchi-Bihan 6 Gwe 2011 da 20:34 (UTC)[respont]

1944 - Luc'hskeudennoù all

Ar Faoued (Mor-Bihan) An Uhelgoad Kadbzh 8 Gwe 2011 da 08:13 (UTC) + Lannarstêr, An Oriant... Kadbzh 8 Gwe 2011 da 14:58 (UTC)[respont]

Buhez pemdez

Amañ emañ an dalc'h, just a-walc'h... Dielloù frank a vez gant Alamagn, a-wezhoù gant SUA pe ar Ru, gant Bro-C'hall eo un afer all... Paperioù a c'hellhen skanneiñ marteze, mod-all ne welan ket re... Kadbzh 8 Gwe 2011 da 18:17 (UTC)[respont]

Dihelloù "perso", èl ur gartenn-anv, bet savet rekis gant ma mamm-baour, pe un "tremen-hent" alaman eus ma zad-kaer pa oa bet lezet da vont kuit eus e stalag. Digudenn gant ar gwirioù neuze. Kadbzh 8 Gwe 2011 da 19:23 (UTC)[respont]

Dielloù alaman

[2] Kadbzh 8 Gwe 2011 da 20:18 (UTC)[respont]

Tamm diell familh ebet ganin... Breur yaouank ma zad a voe kaset d'ar strad div wezh en hevelep devezh du-hont, ne viras ket outañ c'hoari ouzh al Lee-Enfield un nebeud bloavezhioù àr-lerc'h...Darbet e oa bet din prenañ ur skritell propaganda enep-saoz bet embannet gant Vichy:"N'oubliez pas Oran!", met un tamm izel e oa an dour ganin.. Kadbzh 9 Gwe 2011 da 16:52 (UTC)[respont]

Hani ebet eus ar skipailh... Kadbzh 9 Gwe 2011 da 17:38 (UTC)[respont]
"N'oubliez pas Oran!": lakaomp ul liamm... Kadbzh 9 Gwe 2011 da 18:21 (UTC)[respont]

Luc'hskeudennoù strewet un tamm pep lec'h

Lannejenn Kerien (Skaer) Kewenn... Kadbzh 9 Gwe 2011 da 18:25 (UTC)[respont]

Kadbzh 9 Gwe 2011 da 18:38 (UTC)[respont]

Mers-el-Kebir

OK. Trugarez. Kadbzh 12 Gwe 2011 da 12:39 (UTC)[respont]

Nijerezioù

Ar wirionez ganeoc'h, met ar ster a seblant bout ledanoc'h hervez Geriadur an Here ivez... Kadbzh 12 Gwe 2011 da 12:39 (UTC)[respont]

Eil brezel-bed e Normandi

[3] Kadbzh 15 Gwe 2011 da 16:11 (UTC)[respont]

Kemmesk

Me ne welan tamm ebet al liamm a welez-te etre ar pezh am eus skrivet diwar-benn ar skeudennoù er pajennoù disheñvelout hag ar gaoz zo bet en davarn diwar-benn ar gerioù evit "cornichons"... --Llydawr 18 Gwe 2011 da 17:49 (UTC)[respont]

Konan III

Gwel ar pezh am eus skrivet war bajenn gaozeal Kaozeal:Arzhur III. Torret eo kempoellded an traoù bremañ a gav din.--Trec'hlid mitonet 21 Gwe 2011 da 06:52 (UTC)[respont]

SVGtranslate

Okay, so you manage to download the files, but you can't upload them to commons. Would that be a fair summary? If yes, could you send one of the files you are having trouble with to [my username]@gmail.com. I apologise for the trouble it's been causing you, but I'm hopeful I can get it fixed quickly. Jarry1250 23 Gwe 2011 da 20:27 (UTC)[respont]

Kendeuziñ

Salud,
Penaos e reer evit kendeuziñ istor div bajenn? (istor Elesbed Aostria (1554–1592) da gendeuziñ gant Elesbed Aostria (1554-1592) da skouer). Gwendal 26 Gwe 2011 da 10:00 (UTC)[respont]

(H)Elena

Ya, mat eo din an titl-se. Pe neuze gant un "h" er penn-kentañ (unan 'zo hervez ar gregach, ha skrivañ a reer Hellaz e brezhoneg, da skouer). Helena a gaver gant Vallée hag er Goueler Kelt, met "Elena" gant Gw. ar Menn, met er gerioù a zeu diwar ar gregach ne zistager ket an "h" met miret e vez (hidrogen, Harkul...).--Trec'hlid mitonet 27 Gwe 2011 da 13:13 (UTC)[respont]

Ar pezh am eus graet eo lakaat anv ur rummad zo ganimp en hor Wikipedia (rummad:Gouezeleg) e-lec'h un anv rummad n'eus ket anezhañ (rummad:Gouezeleg Bro-Skos). Ar pennadoù zo renablet er rummad:Gouezeleg a denn holl da ouezeleg Bro-Skos. Da'm soñj e c'heller ober gant un anv berr evel Gouezeleg evit ar rummad (ne'm eus ket lavaret evit ar pennad !), rak n'eo ket bras ar riskl e vije kemmesket an traoù. Evit ur rummad ledanoc'h e rafemp gant rummad:Yezhoù gouezelek, evel ma reer e saozneg gant en:Category:Goidelic languages. Pell zo e oa bet krouet ar rummadoù Gouezeleg, Iwerzhoneg ha Yezhoù keltiek, ha n'eo ket ganin e oant bet krouet ;-). Kenkoulz e kavan mirout anezho evel m'emaint. A galon, --Llydawr 27 Gwe 2011 da 16:12 (UTC)[respont]

Notennoù er pennadoù disheñvelout

Re wir eo ar pezh a lavarez. Ha gouzout a raen ar reolenn. Lakaet em eus daoust da se abalamour ma oa bet disverket ar pezh am boa skrivet hep reiñ tamm abeg ebet, gant ar soñj kadarnaat ar frazenn. Marteze e vo gallet dilec'hiañ an dra-se pa vo diazezet gwelloc'h ar bajenn-mañ?--Trec'hlid mitonet 29 Gwe 2011 da 09:57 (UTC)[respont]

Adenvel ...

... ar pennadoù evel ma rez hep kemenn na goulenn a zo un doare moarvat da ziskouez e kendalc'her da vevañ en an alan a beoc'h . Bianchi-Bihan 29 Gwe 2011 da 11:15 (UTC)[respont]

Bianchi-Bihan, ne'm eus ket goulennet an aotre abalamour ma n'eo ket ret, abalamour ma hon doa komzet eus an dra-se dija en davarn hag e seblantes a-du da vrezhonekaat an anvioù broioù (evel ma'z eo ar reolenn), abalamour ivez ma'm eus gortozet pell e ve kemmet an anvioù ganit hervez da c'hoant (daoust dit da genderc'hel da sevel pennadoù gant anvioù bro n'int ket e brezhoneg). Ma soñj dit ne zere ket anvioù zo e c'hallez sevel adkasoù.--Kadwalan 29 Gwe 2011 da 11:42 (UTC)[respont]

Sturier ha loman

Evidon-me levier ha sturier a zo ar memes tra, amañ kevatal da sz. "pilot". Graet em eus gant loman evit ar sz. "navigator".--Trec'hlid mitonet 30 Gwe 2011 da 07:14 (UTC)[respont]

no problem :)

Hi Kadwalan,

thank you for your greeting! Rbrausse 7 Her 2011 da 15:00 (UTC)[respont]

Kroaz

swa... e-barzh Vallée hag ar Glev; ya, evit an doare gallek, ket e brezhoneg (evit gwir ez eus an 2 e galleg: svastika ha swastika), met an eil eo ar skrivadur alamanek m'eo ar "w" evit "v" (ha war a seblant eo "sv" ar stumm orin «The word swastika came from the Sanskrit word svastika»). Setu perak em eus kavet gwelloc'h ober gant an doare-se.--Trec'hlid mitonet 7 Her 2011 da 19:03 (UTC)[respont]

Seul wech...

... ma kemmi anv ur pennad hep emglev e c'halli echuiñ anezhañ. Bianchi-Bihan 11 Her 2011 da 11:26 (UTC) ... hag er re graet ganit hiziv c'hoazh. Labour az po! Kreskiñ a ra al labour a laoskan ganit. Bianchi-Bihan 13 Her 2011 da 14:38 (UTC)[respont]

Brav

Kenderc'hel a ra brezel ar c'hornichon? http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia%3AKannadig_ar_verourien&action=historysubmit&diff=1072784&oldid=584329 Bianchi-Bihan 13 Her 2011 da 23:59 (UTC)[respont]

Patrom Henegipt

'M eus aon e oa ret lakaat an daolenn da vont war an tu dehou (pa oa lakaet da vont a-gleiz), sed am eus graet. Lakaet em eus ivez un "noinclude" etre fin an daolenn hag ar rummad (met ma kav din eo mat adlkaat e-barzh, laka, met ne cheñch netra a gav din evit ar meneg da zont war-wel. Mat 'vo ivez lakaat ur framm, marteze a-walc'h, rak gwall dost e teu an destenn da stekiñ ouzh an daolenn.--Trec'hlid mitonet 18 Her 2011 da 11:47 (UTC)[respont]

Hi, Kadwalan. May me add template link Fa and link Ga for articles with Vagobot? Best regards, Vago 20 Her 2011 da 05:37 (UTC)[respont]

Hello, yes, it would be a verrry good thing indeed. Be careful, we dont use the same template as in english or others language : "link" FA is {{Liamm PuB|language code}}. I din't found the template "link Ga" yet (we are a little wiki : there is some mess or it wasn't done yet). We still have a problem and the stars don't show in our wiki yet. It will be fixed soon I hope. --Kadwalan 20 Her 2011 da 13:28 (UTC)[respont]
Hello, Kadwalan. Thanks for bot status. If you do not mind, I'll talk to colleagues, perhaps we can help you solve this problem. Best regards, Vago 20 Her 2011 da 13:58 (UTC)[respont]
Thanks for your offer. I've just been understanding there was something going wrong. I would apreciate some advise indeed. I think I have already located the problem. It must be a wrong link in the Mediawiki:Monobook.js. --Kadwalan 20 Her 2011 da 14:20 (UTC)[respont]
Ok. Let's check this: please add to the Mediawiki:Monobook.js
li.GA { list-style-image: url("http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/4/42/Monobook-bullet-ga.png"); } li.FA { list-style-image: url("http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/d/d4/Monobook-bullet-star.png"); }

and replace script Link FA on MediaWiki:Common.js

function LinkFA(){
 var pLang = document.getElementById('p-lang')
 if (!pLang) return
 var list = {
 'fa':'This is a featured article',
 'ga':'This is a good article'}
 var iw = pLang.getElementsByTagName('li')
 for (var i=0; i<iw.length; i++)
   for (var s in list)
     if (document.getElementById(iw[i].className+'-'+s)){
       iw[i].className += ' ' + s.toUpperCase()
       iw[i].title = list[s] + ' in another language'
     }
}
 
addOnloadHook( LinkFA );

Vago 21 Her 2011 da 05:45 (UTC)[respont]

Hi Kadwalan! If the result does not, then somewhere made ​​a mistake.

Look at the this template. There show <span id="interwiki-{{{1}}}-fa" /> (given as fa).

Can you make the change, which I introduced at the top? (After the replacement should be "Ctrl-F5") If you fail, then cancel the edit. Best regards, Vago 26 Her 2011 da 05:45 (UTC)[respont]


Hello! It seems, and this time was unsuccessful. Let it remain so. I will talk to another colleague, perhaps he can help us. Best regards, Vago 26 Her 2011 da 13:38 (UTC)[respont]

Please see talk page MediaWiki:Vector.css and add to the article.

And on MediaWiki:Monobook.css‎ replace text below line with text show on the line. Vago 26 Her 2011 da 13:54 (UTC)[respont]

:) I congratulate you on your success! While I do not know if we decide to star in the right side, I will tell you about it. Best regards, Vago 31 Her 2011 da 05:25 (UTC)[respont]

Rummadoù

Salud dit ! Evit un nebeud pennadoù savet ganit (evel Brezel ar Meurvor Habask (1879-1883)), em eus degaset kemmoù en anvioù rummadoù, gwir eo. Ne gav ket din e c'haller lavaret em eus "diverket" rummadoù, pa ne oant ket bet krouet ganit. Ar pezh am eus graet eo tennañ anvioù rummadoù skrivet e ruz, kentoc'h. E-barzh en:Wikipedia:Categorization (pe er pennadoù heñvel e yezhoù all) e c'haller lenn erbedadennoù war ar poent-se : An article should never be left with a non-existent (redlinked) category on it. Either the category should be created, or else the link should be removed or changed to a category that does exist. (sell ivez ouzh en:Wikipedia:Overcategorization). Klasket em eus lakaat rummadoù zo anezho dija er Wikipedia brezhonek pe rummadoù a c'hallfe bezañ buan a-walc'h. Met rummadoù resis-kenañ evel "XIXvet kantved e Bolivia" n'hon eus ket ezhomm evit ar poent, ne gav ket din. Ar rummadoù zo graet evit bodañ pennadoù, d'an dud da c'hallout kavout anezho, buan. Ma n'eus nemet ur pennad enno ne dalvez ket ar boan. Setu perak e lenner e katalaneg No es crearà una nova categoria fins que almenys s'hi puguin encabir cinc articles (ca:Viquipèdia:Categorització). Sell ivez, ma kerez, ouzh ar pezh am boa skrivet d'hor c'henlabourer Gouerouz war ar poent-se : Kaozeadenn_Implijer:Gouerouz#Rummad. Gwelloc'h e kavan kemer skouer war ar Wikipedia katalanek eget war an hini gallek pe an hini saoznek : pa vo tremen ur milion a bennadoù brezhonek e vo un afer all ha neuze e c'hallimp kaout rummadoù ken resis hag er yezhoù-se, met n'omp ket erruet d'ar poent-se c'hoazh ! A galon, --Llydawr 25 Her 2011 da 20:55 (UTC)[respont]

Ur c'heloù mat lenn e c'haller kemer estreget ar wiki saoznek evel skouer. Bianchi-Bihan 25 Her 2011 da 20:58 (UTC)[respont]

Trugarez

Trugarez! ;-) met krog on da skuizhañ un tamm mat gant ar pajennoù-se. Pa soñjan e vefe a-walc'h moarvat gant ur robot evit ober an dra-se, met n'hon eus hini ebet ken ma'm eus komprenet mat. A-bouez eo koulskoude kaout pajennadoù kempenn evit sachañ un tamm an dud etrezek hor wiki.--Trec'hlid mitonet 31 Her 2011 da 20:52 (UTC)[respont]

A-raok e lakaen ar vandenn-se (LabourAchom) e krec'h, bremañ e kav din eo diezhomm. Ar pezh a vefe d'ober eo dont a-benn da lakaat "Patrom Taxobox Echu" "Patrom LabourAChom" da zont da vezañ "Patrom Taxobox Echu" hepken en un doare all estreget gant an dorn.--Trec'hlid mitonet 1 Du 2011 da 20:26 (UTC)[respont]

Hi, Kadwalan. So and so?!

P.S.: Please write me a note on my talk page on brwiki.

Best regards, Vago 2 Du 2011 da 08:09 (UTC)[respont]

Ya, seblantout a ra bezañ mat. Mar karjen bezañ goulennet a-raok ivez!--Trec'hlid mitonet 2 Du 2011 da 13:14 (UTC)[respont]

These articles also need to fix?Vago 2 Du 2011 da 15:01 (UTC)[respont]

Ma ra war-dro ar pezh a oa bet diskouezet c'hoazh (dilec'hiañ ar vandenn "Labour a chom", pe lemel anezhi) ez eo a-walc'h evit ar poent. Krog eo gant al labour pe get?--Trec'hlid mitonet 3 Du 2011 da 17:25 (UTC)[respont]
Evit ar bronneged, an evned hag ar blotviled e seblant bezañ graet. Evit ar pesked avat emañ c'hoazh al labour d'ober, da sk. Morc'hast c'hlas.--Trec'hlid mitonet 3 Du 2011 da 17:48 (UTC)[respont]

Vandalerezh adarre

  1. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&action=historysubmit&diff=1093333&oldid=1093330
  2. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&action=historysubmit&diff=1093302&oldid=1091046
  3. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&action=historysubmit&diff=1093330&oldid=1093324

Goulenn a ran lakaat harz da oberennoù vandalerezh ar merour-se a vir alakaat anv gwir un den en ur pennad dre deir gwech en hevelep deiz. Bianchi-Bihan 2 Du 2011 da 16:04 (UTC)[respont]

Anvioù-tud alaman

Salud,
Ur c'hendiviz reolata a oa bet asantet gant ul lodenn eus ar wikipedourion. Ne c'heller ket brezhonekaat an anvioù alaman 'm eus aon. Tu zo da zistreiñ war ar c'hendiviz-se... A galon, Gwendal 9 Du 2011 da 07:31 (UTC)[respont]

Evel em eus displeget ne'm eus ket brezhonekaet anvioù tud met anvioù bro. An anvioù bro en titloù zo da vezañ troet evel just pa c'haller ha pa vez tu ...--Kadwalan 14 Du 2011 da 04:54 (UTC)[respont]

Brezelioù

Salud dit ! Krouet 'peus ur rummad:Brezelioù dre vro. Ma c'haller bodañ, pe rannañ, pennadoù dre rummadoù, ne gav ket din e c'haller ober anv eus "brezelioù dre vro". Displeget eo kement-se amañ. A galon, --Llydawr 12 Du 2011 da 15:53 (UTC)[respont]

Respont a rin ar sizhun-mañ--Kadwalan 14 Du 2011 da 04:54 (UTC)[respont]

Pedadenn

Pediñ a ran ac'hanout, ha Bianchi-Bihan, da zisplegañ sklaer d'ar gumuniezh, en davarn, peseurt disemglevioù (war an danvez) ho peus etrezoc'h. Evit en ober e c'hellez displegañ deomp da ginnig/kinnigoù amañ.
Ganin ez eus bet kinniget e vefe eskemm gant ar gumuniezh evit lakaat sklaer an traoù hag ar mont en-dro a vo da zoujañ a-benn ur pennadig amzer. A galon --Y-M D (kaozeal) 20 Du 2011 da 22:51 (UTC)[respont]

N'eo ket diaes: n'eus nemet lenn reolennoù ar wikipedia ha goulenn digant ar merour Kadwalan heuliañ anezho. Goude e vo plaen an traoù, dreist-holl ma oar en em zigareziñ goude e vrezel kornichon.
Wikipedia:Kenemglev
Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud/Vot diellaouet1

Bianchi-Bihan 21 Du 2011 da 09:27 (UTC)[respont]

Daout ha gallout a rafes disverkañ ar pennad Plegadeg mar plij, ma c'hallin goude kas Plegadeg (kumun) da "Plegadeg" hepmuiken, hz an doare da lakaat an anv pennañ da bennstumm. Lakaet em eus "plegadeg" a-vremañ da vont da Plegadeg (disheñvelout). Trugarez.--Trec'hlid mitonet 21 Du 2011 da 17:23 (UTC)[respont]

Trugarez!

Demat, trugarez pour la correction. A galon. Kenavo, Claudi/Capsot 22 Du 2011 da 07:27 (UTC)[respont]

Petit-frappé

Demat. Gwelet oa bet e gemmoù ganin, met n'em boa ket graet àr-dro, Llydawr en doa tennet buanoc'h (eget e skeudenn)... A galon. Kadbzh 23 Du 2011 da 09:46 (UTC)[respont]

Bianchi-Bihan

Dre fazi, moarvat, 'peus lakaet da gaozioù gant Bianchi-Bihan war ma fajenn Kaozeadenn, daoust ma ne gemeran ket perzh er gaoz-se. Ne gredan ket e sellfe ar frazenn "Kustum out..." ouzhin. --Llydawr 30 Du 2011 da 12:28 (UTC) ::Preussen eo anv Prusia ivez, a orin, a gredan. Ha Schweinmann eo anv Chevènement a orin ivez, met gallekaet eo bet an abaoe meur a gantved. Evel ma'z eo bet italianekaet an anv Bourbon gall. Bianchi-Bihan 28 Du 2011 da 03:19 (UTC) :::Me gred ne vez ket lavaret Preussen e brezhoneg met testeniekaet 'vez Bourbon ha Prusia. Ha me 'gred ne vez ket implijet Schweinmann gant Chevènement na gant ar c'hazetennoù evel anv foran. --Kadwalan 30 Du 2011 da 00:06 (UTC) Chevènement zo un anv ofisiel, diwar un anv alamanek kozh, Borbone di Parma zo ofisiel ivez diwar un anv gallek kozh. Er wikipedia brezhonek emaomp, greomp gant anvioù gwir an dud. Kustum out, a gavan, da veskañ anvioù-tud hag anvioù-broioù a-hed hag a-dreuz, me gred n'eo ket dre ziouiziegezh met evit ar blijadur da enebiñ ouzhin, ha da gavout digarez da serriñ ma c'hont kement ha kreskiñ da blijadur, ha techet on da soñjal n'eo ket un emzalc'h gwall yac'h nag efedus er wikipedia. Bianchi-Bihan 30 Du 2011 da 09:10 (UTC)[respont]

evel-just. Absolvenn ! Kadwalan (kaozeal) 21 Ebr 2022 da 16:47 (UTC)[respont]

Botoù

Demat,

Daou bot a c’hortoz amañ : Wikipedia:Bot. Gallout a rez taol ur sell ?

A gln, VIGNERON (kaozeal) 24 Ebr 2012 da 08:48 (UTC)[respont]

Goulenn digant ar verourien

Merour oc'h war ar Wikipedia brezhonek. Mat e vefe dont da blediñ gant an traoù grevus a c'hoarvez en deizioù-mañ. A-enep d'ar reolenn diazez e vez savet pajennoù nevez gant ar memes pal ha danvez ha pajennoù hag a zo dija, ha lakaet e vezont da enebiñ an eil diouzh eben. Gwashoc'h c'hoazh moarvat, kaset e vez ar bec'h savet diwar-se war ar wikipediaoù all (bruderezh mantrus evit hor yezh, na petra 'ta).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 Du 2012 da 10:15 (UTC)[respont]

Hi, sorry for writing in English. I'm writing to ask you, as a bureaucrat of this wiki, to translate and review the notification that will be sent to all users, also on this wiki, who will be forced to change their user name on May 27 and will probably need your help with renames. You may also want to help with the pages m:Rename practices and m:Global rename policy. Thank you, Nemo 3 Mae 2013 da 12:56 (UTC)[respont]

Username change

Hi! Could you please rename my account from "Moscowconnection" to "Moscow Connection"? I am now changing my username on all wikis.

Thank you! (I will create something for the Breton Wikipedia too.)
(I will ask the other bureaucrat too cause it looks like you are both inactive.) --Moscowconnection (kaozeal) 20 Du 2013 da 16:05 (UTC)[respont]

LS wiki

ciao, mi capisci l'italiano?? --SurdusVII SMS 25 Mez 2014 da 17:52 (UTC)[respont]

Hi, could you please remove bot status from my bot JhsBot? I only used it for interwiki on this wiki, and since we now have Wikidata, the bot is obsolete. Thanks in advance! Jon Harald Søby (kaozeal) 17 Eos 2014 da 14:44 (UTC)[respont]

An important message about renaming users

Dear Kadwalan, My aplogies for writing in English. Please translate or have this translated for you if it will help. I am cross-posting this message to many places to make sure everyone who is a Wikimedia Foundation project bureaucrat receives a copy. If you are a bureaucrat on more than one wiki, you will receive this message on each wiki where you are a bureaucrat.

As you may have seen, work to perform the Wikimedia cluster-wide single-user login finalisation (SUL finalisation) is taking place. This may potentially effect your work as a local bureaucrat, so please read this message carefully.

Why is this happening? As currently stated at the global rename policy, a global account is a name linked to a single user across all Wikimedia wikis, with local accounts unified into a global collection. Previously, the only way to rename a unified user was to individually rename every local account. This was an extremely difficult and time-consuming task, both for stewards and for the users who had to initiate discussions with local bureaucrats (who perform local renames to date) on every wiki with available bureaucrats. The process took a very long time, since it's difficult to coordinate crosswiki renames among the projects and bureaucrats involved in individual projects.

The SUL finalisation will be taking place in stages, and one of the first stages will be to turn off Special:RenameUser locally. This needs to be done as soon as possible, on advice and input from Stewards and engineers for the project, so that no more accounts that are unified globally are broken by a local rename to usurp the global account name. Once this is done, the process of global name unification can begin. The date that has been chosen to turn off local renaming and shift over to entirely global renaming is 15 September 2014, or three weeks time from now. In place of local renames is a new tool, hosted on Meta, that allows for global renames on all wikis where the name is not registered will be deployed.

Your help is greatly needed during this process and going forward in the future if, as a bureaucrat, renaming users is something that you do or have an interest in participating in. The Wikimedia Stewards have set up, and are in charge of, a new community usergroup on Meta in order to share knowledge and work together on renaming accounts globally, called Global renamers. Stewards are in the process of creating documentation to help global renamers to get used to and learn more about global accounts and tools and Meta in general as well as the application format. As transparency is a valuable thing in our movement, the Stewards would like to have at least a brief public application period. If you are an experienced renamer as a local bureaucrat, the process of becoming a part of this group could take as little as 24 hours to complete. You, as a bureaucrat, should be able to apply for the global renamer right on Meta by the requests for global permissions page on 1 September, a week from now.

In the meantime please update your local page where users request renames to reflect this move to global renaming, and if there is a rename request and the user has edited more than one wiki with the name, please send them to the request page for a global rename.

Stewards greatly appreciate the trust local communities have in you and want to make this transition as easy as possible so that the two groups can start working together to ensure everyone has a unique login identity across Wikimedia projects. Completing this project will allow for long-desired universal tools like a global watchlist, global notifications and many, many more features to make work easier.

If you have any questions, comments or concerns about the SUL finalisation, read over the Help:Unified login page on Meta and leave a note on the talk page there, or on the talk page for global renamers. You can also contact me on my talk page on meta if you would like. I'm working as a bridge between Wikimedia Foundation Engineering and Product Development, Wikimedia Stewards, and you to assure that SUL finalisation goes as smoothly as possible; this is a community-driven process and I encourage you to work with the Stewards for our communities.

Thank you for your time. -- Keegan (WMF) talk 25 Eos 2014 da 18:24 (UTC)[respont]

--This message was sent using MassMessage. Was there an error? Report it!

Dearest Kadwalan, how are you?

Please, I opened this new page anc I ask you 3 minutes to translate the synopsis. There's also more 1 minutes in Benedicta Boccoli.

Thank you for youre PECIOUS HELP.

Rei Momo (kaozeal) 24 Mez 2015 da 09:45 (UTC)[respont]

Your administrator and bureaucrat status on the br.wikipedia

Hello. A policy regarding the removal of "advanced rights" (administrator, bureaucrat, etc.) was adopted by community consensus in 2013. According to this policy, the stewards are reviewing activity on wikis with no inactivity policy.

You meet the inactivity criteria (no edits and no log actions for 2 years) on the wiki listed above. Since that wiki does not have its own rights review process, the global one applies.

If you want to keep your rights, you should inform the community of the wiki about the fact that the stewards have sent you this information about your inactivity. If the community has a discussion about it and then wants you to keep your rights, please contact the stewards at m:Stewards' noticeboard, and link to the discussion of the local community, where they express their wish to continue to maintain the rights.

If you wish to resign your rights, you can reply here or request removal of your rights on Meta.

If there is no response at all after approximately one month, stewards will proceed to remove your administrator and/or bureaucrat rights. In ambiguous cases, stewards will evaluate the responses and will refer a decision back to the local community for their comment and review. If you have any questions, please contact the stewards. Matiia (kaozeal) 25 Meu 2017 da 21:48 (UTC)[respont]

Removed. Matiia (kaozeal) 13 Mez 2017 da 02:46 (UTC)[respont]

Request writing about Isabelle de Charrière (Q123386)

Hallo Kadwalan Voulez vous ecrire / traduire l'article Isabelle de Charrière (Q123386) pour BR Wikipeda? That would be appreciated. Boss-well63 (kaozeal) 13 Eos 2021 da 21:52 (UTC)[respont]

Fazi skritur hollek

Demat Kadwalan, Emaon o klask un doare evit kemm trañv pep pajenn WIKIPEDIA, MEDIA, ... Skrivet eo "Diskrêriadur" e plas "disklêriadur" Ha gouzout a rafes penaos e c'haller difaziañ an dra-se ?--Msoue (kaozeal) 16 Her 2021 da 11:04 (UTC)[respont]

Ne gomprenan ket ar ger trañv nag e pelec'h e weler ar fazi. Marteze e oa bet reizhet dibaoe. Kadwalan (kaozeal) 21 Ebr 2022 da 16:44 (UTC)[respont]

v12.1 IOC World Bird List - Updates

Salud deoc'h, Sed amañ da-heul ul liamm talvoudus da vont da lenn an holl hizivadurioù kaset da benn en IOC World Bird List : Updates Version 3.1 (April 30, 2012; revised counts 5/29/2012) - Version 12.1 (Jan 20, 2022). A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:B90E:40F5:5A3D:8290 5 Mae 2022 da 14:44 (UTC)[respont]

Trugarez evit al liamm. Dedennus eo evit Wikipedia a dra sur.--Kadwalan (kaozeal) 6 Mae 2022 da 09:40 (UTC)[respont]

Salud dit,

Kemmet ec'h eus troidigezh barzhoneg Saoron ; gwazh a-se, rak troet em eus LOTR e brezhoneg, e ti an embanner emañ, hag an droidigezh a lenner el levr eo ac'h eus kemmet. A-hend-all, troet em boa rik evel ar skrid orin, pennlizherennoù, klotennoù hag all !
Ma, lezel a ran evel m'emañ, n'on ket perc'henn war nep pennad e Wikipedia.

Kentañ tro, — Alan Dipode (kaozeal) 24 Mae 2022 da 18:06 (UTC)[respont]

Salud dit. Da gentañ trugarez evit an droidigezh hag ar skeudenn troet. Ur c'heloù mat eo e vo embannet al levr-se e brezhoneg ivez. Kemmet em eus traoùigoù rak klotañ a raent gwell evel-se da'm soñj. Da gentañ ar ger "splanniñ" a gaven souezhus implijet evel-se rak ne seblante ket klotañ gant ar saozneg. Ne gavan ket ar ster-se e geriadur An Here naket. Eilpennet em eus geriennoù goude da viret ar c'hlotennoù. Ar pennlizherennoù a gaver en anvioù e saozneg ne vezont ket lakaet e yezhoù all dalc'hmat a gav din, setu perak em eus tennet lod anezhe. Lakaet em eus douaroù evit land e saozneg rak tiriad a welan kentoc'h evel ur ger geografiezh pe melestradurezh evit territory/territoire, met fellout a rae din mirout an niver a silabennoù. Absolvenn ! Emichañs n'eo ket gwall dra... ha moarvat e vo cheñchet diwezhatoc'h diwar skouer da levr. Kadwalan (kaozeal) 24 Mae 2022 da 18:46 (UTC)[respont]

Titl ar c'hanaouennoù

Salud deoc'h, Savet e oa bet un toullad mat a bennadoù diwar-benn ar c'hanaouennoù (brezhonek pe get). Pa vez ezhomm da zisheñvelout an til anezhe diouzh oberennoù all e oa bet implijet meur a ziskoulm : Titl (kan), Titl (kanaouenn), Titl (son). Gwechoù 'zo e oa bet ouzhpennet ur bloavezh pe anv ar c'haner. En em c'houlenn 'reomp hag-eñ ne vefe ket talvoudus dibab ur stumm nemetañ. A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:3580:DBA6:1FCE:FA8A 31 Mae 2022 da 10:54 (UTC)[respont]

Marteze eo ur soñj mat, marteze n'eo ket (goude holl eo reizh tout ar gerioù-se). "Son" a gavan emsavoc'h da labourat rak berroc'h eo. Ne dremenin ket amzer evit kemm an anvioù-se rak n'eus fazi ebet ha kalz traoù all mallusoc'h zo d'ober 'm eus aon. A galon Kadwalan (kaozeal) 31 Mae 2022 da 11:40 (UTC)[respont]
N'hor boa ket skrivet ne oa ket reizh tout ar gerioù-se. N'hor boa ket goulennet diganeoc'h kemm an anvioù-se ivez. Goulenn hag-eñ e vefe ur mennozh mat dibab une doare nemetañ evit sevel titl ar c'hanaouennoù ne lavaromp ket. Respontet 'peus.--2A01:CB08:8BB7:F100:3580:DBA6:1FCE:FA8A 31 Mae 2022 da 11:57 (UTC)[respont]
Evit kemer un diviz e ranker sevel ur votadeg ha gwelloc'h kregiñ en davarn evit goulenn an dra-se. Kadwalan (kaozeal) 31 Mae 2022 da 12:44 (UTC)[respont]
Ur votadeg ? Goulennet gant un IP ? Emaoc'h o farsal evel-just. Pa lenner penaos e oa bet degemeret 2A01:E0A:454:26F0:3D2B:E33B:F88A:CF7A amañ ez eus peadra da vezañ feuket. Ankouait hor goulenn ; droch e oa ken e oa. Ne deuimp d'ho tirenkañ ken. Mil digarez.--2A01:CB08:8BB7:F100:3580:DBA6:1FCE:FA8A 31 Mae 2022 da 13:16 (UTC)[respont]
Feukidik e kavan ac'hanout. Da gentañ ne zirenkez ket ac'hanon pa c'houlennez un dra bennak (n'eo ket din hepken da zivizout en degouezh-se, setu tout). Da eil netra ne vir ouzhit (din da c'houzout) a sevel ur gont nevez da vezañ ezel gant ar memes gwirioù hag ar re all (kalz aesoc'h e vefe ivez da welet buanoc'h an ipoù digustum e marilh ar c'hemmoù diwezhañ). Hag evit echuiñ em eus disklêriet war ar bajenn a venegez ne gaven ket dereat e vefe graet tagadennoù personel ouzh hini pe hini. N'eo ket plijus ha c'hoarvezout a ra re alies hag abaoe pell siwazh. Breinañ a ra an aergelc'h hag ar c'hoant da genlabourat amañ. N'hallan ober netra en tu all da lâret ma soñj diwar-benn an dra-se, siwazh. En em iskuzet eo Hunvreus a-benn ar fin memes tra. Kadwalan (kaozeal) 31 Mae 2022 da 13:59 (UTC)[respont]
Feukidik ? Ya, sur ! Kit da lenn an dra-mañ hag e komprenoc'h abalamour da betra. Stanket e oa bet an implijer Bianchi-Bihan kement hag e frioù-faos DA VIKEN er Wikipédia gallek ha ne vir ket outañ a grouiñ ar gont nevez Bianchi-Bihanig eno. Hag e-keit-se e klask ar merour Huñvreüs d'e sikour amañ. Heuget omp.--2A01:CB08:8BB7:F100:3580:DBA6:1FCE:FA8A 31 Mae 2022 da 14:25 (UTC)[respont]
Komz a ran eus ar bajenn-mañ hepken. An traoù a gontez zo un afer all. Wikipedia e Brezhoneg zo distag diouzh Wikipedia e galleg evel e ouzout. Kadwalan (kaozeal) 31 Mae 2022 da 14:35 (UTC)[respont]
Ar memes afer eo. Ha pa vo graet goap eus un IP bennak gant Bianchi-Bihanig adarre, ar galon 'po da vont da lenn an dra-se ha da lavarout "trawalc'h" ?--2A01:CB08:8BB7:F100:3580:DBA6:1FCE:FA8A 31 Mae 2022 da 14:46 (UTC)[respont]
Bet on amañ o labourat pell zo hag anaout a ran an traoù-se tout. N'eus netra da welet gant danvez hor c'haoz amañ : titl ar c'hanaouennoù/da wirioù evel implijer. Kadwalan (kaozeal) 31 Mae 2022 da 16:13 (UTC)[respont]
Salud, Ganin eo 'poa bet tro da gaozeal. Skrivet e oa bet ganin : « Ankouait hor goulenn ; droch e oa ken e oa. » ha n'em eus tra all ebet da ouzhpennañ, salv ho resped. Divizet hor boa dont amañ da sevel pennadoù nevez ha klask reizhañ pennadoù 'zo evel IP ha ne c'houlennomp gwir ebet. Skrivet 'poa e vreine an aergelc'h an tagadennoù personel : re wir eo. Ha ne cheñcho ket an traoù daoust d'ar verourien nevez, siwazh. Se zo kaoz ne grouimp ket ur gont nevez. Gwellañ soñjoù.--2A01:CB08:8BB7:F100:99A9:4A9E:EC51:91E 2 Mez 2022 da 13:04 (UTC)[respont]
Ne welan ket petra cheñch chom hep krouiñ ur gont d'an dra-se met pep hini zo libr. Kadwalan (kaozeal) 2 Mez 2022 da 13:15 (UTC)[respont]
Evel m'emaoc'h 'paouez skrivañ « pep hini zo libr », dre chañs. Ha ne welomp ket mat petra cheñch krouiñ ur gont pe get, ni ivez.--2A01:CB08:8BB7:F100:99A9:4A9E:EC51:91E 2 Mez 2022 da 13:22 (UTC)[respont]
Ar gwirioù implijer ouzhpenn. Ar fed e c'haller gwelet ez eus bet degaset un dra bennak ganit en un taol lagad e-lec'h klask an IPoù disheñvel e-mesk al linennoù niverennoù. Kadwalan (kaozeal) 2 Mez 2022 da 13:31 (UTC)[respont]
Ur arguzenn vat a-berzh ur merour kozh (ha n'eo ket dismegañsus an anv-gwan). Petra zo kaoz 'oac'h aet kuit da vat e miz Kerzu 2014 (mar gallomp goulenn) ? 2A01:CB08:8BB7:F100:99A9:4A9E:EC51:91E 2 Mez 2022 da 13:43 (UTC)[respont]

Bianchi-Bihanig (kaozeal) 31 Mae 2022 da 14:55 (UTC)[respont]

Bianchi Bihan, 'm eus ket ezhomm a gomzoù a seurt-se er c'haoze-mañ. --Kadwalan (kaozeal) 31 Mae 2022 da 16:09 (UTC)[respont]

Zoom meeting I'm organising on Tuesday evening

Hi Kadwalan. I've left a message in the Tavern about a gathering of high volume Celtic language editors. It's at 7.00 pm on Tuesday if you could join us. As I don't speak Brezoneg (and I don't want to speak French), pls can you translate just a couple of sentences for me, so that your editors understand that they really are invited and need to wiki-email me for a link to Zoom. So far we have around 12 editors coming. Only editors which speak these 6 languages are invited. No French or English monoglots. Trugarez! Robin aka... Llywelyn2000 (kaozeal) 3 Mez 2022 da 15:41 (UTC)[respont]

thanks. I saw it. Don't worry. I think everybody here is able to understand basic english at least. Kadwalan (kaozeal) 3 Mez 2022 da 16:21 (UTC)[respont]
Merci bras! Things have therefore changed since I was in Breizh last! Llywelyn2000 (kaozeal) 4 Mez 2022 da 07:44 (UTC)[respont]
Maybe, or that just the breton speakers can speak other languages more often than the others. It seem to be the same in Ireland where a lot of oosh speaker can speak french. Sorry for yesterday but I was taken by somethinge else Kadwalan (kaozeal) 4 Mez 2022 da 09:59 (UTC)[respont]
Salud dit,
Kinnig a ran dit brezhonekaat ar restr Xipe Totec Annotation
Kevregourez (kaozeal) 7 Mez 2022 da 15:25 (UTC)[respont]
Salud dit. Ya, dispar e vefe rak n'ouzon ket re ober an dra-se ha ret e vo din klask ur meiziant ispisial moarvat. Gant pehini e rez-te? Kadwalan (kaozeal) 7 Mez 2022 da 15:28 (UTC)[respont]
Gant Inkscape e ran peurliesañ evit ar skeudennoù .jpg, .png ha .svg.
Good ol' Paint kaezh am eus implijet evit Xipe Totec ; aes eo bet adskrivañ e gwenn war ur foñs peuzdu.
Kevregourez (kaozeal) 7 Mez 2022 da 16:36 (UTC)[respont]
Mat eo gouzout ! Trugarez Kadwalan (kaozeal) 7 Mez 2022 da 16:53 (UTC)[respont]

da

Salud dit! Diwar-benn ar c'hemm-mañ, sell ouzh geriadur galleg-brezhoneg Reun ar Glev. E pennad ar verb FAIRE e kavi displegadennoù ha skouerioù diwar-benn an daou batrom, disheñvel, lakaat an dud da c'hoarzhin (I.A.1) ha lakaat sevel un ti (I.B.1). A galon, --Llydawr (kaozeal) 8 Mez 2022 da 10:32 (UTC)[respont]

Ya, kompren a ran. Soñjal a rez marteze e "L'expression est du type Faites tuer ces gens et ne contient ni nom, ni pronom équivalent à un sujet de l'infinitif. On traduit généralement Lakait[/grit] lazhañ an dud-se". Amañ avat ez eo un implij gant ur renadenn eeun goulakaet. Lakaat (unan/ac'hanon) da soñjal. Evel pa lavarfes an dud a zebr (udb). C'hoari a ra ar vugale (ar bolotenn). Gouzout a ran (an dra-se). Gwelet a ran (ar pezh a fell dit lavaret). Kadwalan (kaozeal) 8 Mez 2022 da 11:31 (UTC)[respont]

Patrom:Wikidata

Salud dit,
Gwelout a ran ec'h eus kudennoù gant Wikidata. Un dra am eus merket eo e vez un diforc'h a-wechoù etre |properties| ha |property| ; da skouer, evit Ukraina :

  • {{Wikidata|properties|linked|Q212|P6}} a ro Denys Shmyhal e-lec'h Denys Shmyhal
  • {{Wikidata|property|linked|Q212|P6}} a ro Denys Shmyhal e-lec'h Denys Shmyhal ivez, met hep Yuliya Tymochenko ha hep skrivañ div wech.

--2A01:CB08:890E:C600:DF5:37F3:AC64:B523 9 Mez 2022 da 20:33 (UTC)[respont]

Ya kudennoù a-bep seurt zo. Un tamm souezhus eo rak gant ar memes kod e kaver disoc'hoù disheñvel diouzh an eil pajenn d'eben ouzhpenn. Graet em boa taolioù esae gant al liester hag an unander met gant ar memes disoc'h war ar memes pajenn. Abalamour da se ne'm eus ket klasket hiroc'h evit ar mare. Dreist ma maner eo anat. Dipitus eo rak galloud a rafe bezañ un disamm labour evidomp. Kadwalan (kaozeal) 10 Mez 2022 da 10:05 (UTC)[respont]

WD Poblañs

Deuet on a-benn. Trugarez.Dakbzh (kaozeal) 25 Mez 2022 da 17:47 (UTC)[respont]

@Dakbzh: Evit netra. Aesoc'h e vo evel-se da'm soñj. Kadwalan (kaozeal) 25 Mez 2022 da 17:53 (UTC)[respont]

Merour

N’az peus ket c’hoant mont en-dro da verour? Anat eo out oberiant-kenañ hag ar verourien, me en o zouesk, n’int ket. Huñvreüs (kaozeal) 30 Mez 2022 da 16:02 (UTC)[respont]

@Huñvreüs: Kontant on da vont da verour ma'z eus ezhomm. Dav goulenn gant ar re all. Padal n'on ket evit ober war-dro kudennoù IPoù eveldout ha n'onn ket pegeit e chomin o labourat stank amañ. Kadwalan (kaozeal) 1 Gou 2022 da 14:47 (UTC)[respont]


Trugarez

Ne blij ket din ar frazenn "Niver an annezidi a sav da..." ha ne gav ket din e vije brezhonek, ha n'em eus ket c'hoant da dremen ma amzer o kemmañ. Neuze e kinnigan dit en em glevout war un droienn all. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 4 Gou 2022 da 17:58 (UTC)[respont]

@Bianchi-Bihanig: Kudenn ebet. Gra ur c'hinnig. Koulskoude e-keñver ar pezh a lavarez eo mat menegiñ an arroudennoù-mañ :
  1. "Niver ar baianed badezet, e danjer ar maro, er peder mission var'n ugent, renet gant Seminer ar Missionou estren euz a Bariz, a zav da 213,000" (Feiz ha Breiz 1877 3ème série Nnn 19/360)
  2. "Setu aman penaus ez a ann traou. Budjet 1871 dresset e 1869, a save da zaou villiard, cant anter-cant million. Ann hini so bet votet er bloas-man evid 1881, a sav da dri milliard, c'huec'h cant pemp million var'n ugent. (Feiz ha Breiz 1880, Nnn 31 p. 250a)
  3. "oll soudardet ann Europ a sav da 9,557,000 den" (Feiz ha Breiz 1883, Nnn 16/126a)
  4. "An digollou a zav da diou drederen ar c'hollou, ar pez a ra c'huec'h mil kant tri ha tregont lur c'huec'h kuennek.• " Kannadig Gwitalmeze 140/441, miz Gouere 1914 Kadwalan (kaozeal) 4 Gou 2022 da 18:30 (UTC)[respont]

Trugarez eus da arroudennoù. Neuze e c'hallan bezañ faziet, ne vije ket ar wech kentañ. Met ne blij din. Ha ma kendalc'hfen gant ar rummad e kavfen gwelloc'h ober gant un droienn hag a blijfe din. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 4 Gou 2022 da 18:37 (UTC)[respont]

Kumunioù Frañs

Salud dit. Hag anavezout a rez ar patromoù {{Infobox kumunioù Frañs}} ha {{Infobox Kanton gall}} ? --Kadwalan (kaozeal) 7 Gou 2022 da 12:37 (UTC) Demat. Ya, trugarez. Hini ar c'humunioù a zegas ur gudenn dalc'hmat, embann a ra div wezh al led hag an hed, ma n'on ket ket faziet. Ar c'hantonioù a c'hell gortoz. A galon. Dakbzh (kaozeal) 7 Gou 2022 da 20:14 (UTC)[respont]

Ya gwelet em eus an dra-se en ur patrom all ivez a gav din. Kadwalan (kaozeal) 7 Gou 2022 da 21:27 (UTC)[respont]
Mat vehe kaout ul linenn en daolenn evit ar c'hod EBSSA. Bout zo unan er patrom kozh. Dakbzh (kaozeal) 12 Gou 2022 da 06:33 (UTC)[respont]
@Dakbzh: Evel em eus lavaret dija, n'ouzon ket petra eo. Kadwalan (kaozeal) 12 Gou 2022 da 09:49 (UTC)[respont]

Gwall zisplijus eo ho toare : falsreizhañ ur yezh difazi, diverkañ anv ofisiel ur menez en daoust d'ul liamm war-du ar pennad brezhonek, diverkañ troidigezh vrezhonek Epilobium angustifolium) (gwelit Geriadur Ménard, 2020, p.515-a/epilobe, distresañ HTML taolenn ar yezhoù... "N'emañ ket tout al orc'h e Pariz", war a seblant. 2A01:CB08:890E:C600:A1D6:C508:6C8:A6F2 15 Gou 2022 da 17:22 (UTC)[respont]

Drol eo peogwir ez soñjan ar memes tra diwar ho kont. Reizhet traoù mantrus ganin ha diverket int bet. C'hwi an hini a zistres an daolenn. Ur blantenn anvet Ivan ?? Lakaat a ran ur patrom a-bouez kuit ma vefe ezhomm da reizhañ an niver a annezidi hag e teuit d'e ziverkañ ! Kadwalan (kaozeal) 15 Gou 2022 da 17:50 (UTC)[respont]

Grues

Faziet oan. Dispartiañ ur bern pennadoù a vo d'ober er bajenn-se.Dakbzh (kaozeal) 3 Eost 2022 da 12:22 (UTC)

https://en.wikipedia.org/wiki/Grue e saozneg. Ar wirionez ganeoc'h, diverkit mar plij. Dakbzh (kaozeal) 3 Eost 2022 da 17:13 (UTC)
@Dakbzh: Goulenn gant ar merour mar plij. N'on ket ken--Kadwalan (kaozeal) 7 Gou 2023 da 15:36 (UTC)[respont]

Request writing about Isabelle de Charrière (Q123386)

Hello Kadwalan, Would you like to write about Isabelle de Charrière (Q123386) for the ZH- Min Wikipedia? It will be appreciated if is done. Boss-well63 (kaozeal) 30 Meu 2023 da 09:43 (UTC)[respont]

Translation request

Hello.

Can you translate and upload the article fr:Lac de Laach in Breton Wikipedia?

Yours sincerely, Multituberculata (kaozeal) 14 Gen 2024 da 12:30 (UTC)[respont]