Jean-Marie de Lamennais

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Poltred Yann-Vari de Lamennais gant E.Le Chevalier, 1883
Freskenn krouerien ar rouedad skolioù de Lamennais
Delwenn Yann-Vari de Lamennais er Colegio de San José-Menesianos
Bez Yann-Vari de Lamennais e Ploermael

Jean-Marie de Lamennais, Jean-Marie de la Mennais ent-ofisiel (Sant-Maloù, 8 a viz Gwengolo 1780Ploermael, 26 a viz Kerzu 1860), a oa ur beleg breizhat.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An tad Per-Loeiz Robert a oa paramantour e Sant-Maloù. Nebeut a-raok an Dispac'h Gall e oa bet barradoù naonegezh drastus e bro Sant-Malou hag e Dinan (1782, 1786), an tad a implijas nerzh e di-kenwerzh da gas greun gwerzhet da goll paneveken roet d'an dud da gaout bara evit ar brasañ niver. Dre an oberenn-se e voe goulennet gant Breujoù Breizh ma vije roet un titladur a noblañs dezhañ evit e servij da vad ar vro hag ar bobl. E miz mae 1788, Loeiz XVI a roas an titladur dezhañ, an aotrou Per-Loeiz Robert de al Mennais a voa graet anezhañ adal neuze.

E 1789, Gratienne-Jeanne Lorin, mamm Yann-Vari de la Mennais, a yeas da Anaon ; ouzhpenn d'ar c'holl-se e krogas an Dispac'h gall. Mard oa ar familh digor a-walc'h d'ar mennozhioù nevez e chomas sklaer an diaz katolik ganti. An darvoud a lakaas Yann-Vari de la Mennais da vont war hent an Iliz a voe ar Spont-Bras. Dre welet ar jahinerezh o sevel a-enep beleien e gorn-bro e krogas gant harpañ ha kuzhañ anezho ; a-feur ma pade ar mare spouronus ez eas donoc'h gant e feiz. Dre e vuhez kefredel uhel e vo douget da zifenn an Iliz a-enep prederourion ar Sklêrijenn.

En Iliz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude bezañ bet beleget d'ar 25 a viz C'hwevrer 1804 e Roazhon ez eas da gure en iliz-veur Sant-Maloù ; war ar memes tro e oa kelenner war ar feizoniezh er c'hloerdi, ha vikel-vras. Skuizh-divi e veze dre al labour fonnus en deveze da gas da benn, rediet e voe da baouez ha da vont da repuiñ war douaroù ar familh. Adkavout a reas e vreur yaouankañ Félicité Robert, ha gantañ e kasas ar preder war stad an Iliz en o amzer hag ar cheñchamantoù ret a vije da zegas. Adkregiñ a reas gant e gargoù en Iliz met, siwazh, fall ez eas an traoù gantañ : dre urzh Napoleon e voe serret ar c'hloerdi ha dre ar c'haeladur kevandirel (1806-1814) e voe rivinet ar familh De la Mennais. Mont a reas a-du gant goulenn eskob Sant-Brieg hag ez eas da vezañ e sekretour.

E penn-kentañ ar bloaz 1815 ez eas eskob Sant-Brieg da Anaon. Da 35 bloaz en em gavas neuze Yann-Vari de la Mennais e penn an eskopti. E-pad pemp bloaz e foetas hentoù e eskopti dizehan evit adurzhiañ pep tra : ar c'hloerdioù, ar manatioù, kemer a ra penn meur a vision war-du ar bobl vunut... Da neuze e voe bamet gant stad truezus ar yaouankiz, ar c'hudennoù feulster graet dezho pe graet ganto, an niver bras a emzivaded laosket da vont gant hent ar strad. Sur e voe neuze Yann-Vari de la Mennais gant daou dra : ret-groñs e oa mont davet ar yaouankiz evit he saveteiñ ha gwellaat he stad truezus ; an deskamant e oa ar voger wellañ d'ar yaouankiz evit chom hep kenderc'hel da vont gant hentoù hudur dazont ebet ganto.

E 1819 e voe anvet un eskob nevez e Sant-Brieg ; mont a reas Yann-Vari de la Mennais da [[Pariz[Bariz]], ma voe karget da zibab un daou-ugent a eskibion bennak evit Bro-C'hall. Nac'h a reas bepred bezañ eskobet e-unan avat. E-keit-se en devoa diazezet gant an aotrou Gabriel Deshayes eus an Alre ur genvreuriezh a voe penn-kentañ ar genvreuriezh "Frered an deskadurezh kristen a Bloermael", a zo anavezet gwelloc'h dindan he lesanv "Frered Ploermael", m'emañ Ti-kreiz an urzh-se.

Gant e vreur e skrivas pennadoù a voe kondaonet gant ar Vatikan. Neuze e plegas Yann-Vari met e vreur a daeras betek terriñ gant an Iliz. Gouzañv kalz a reas Yann-Vari diwar an dra-se hag en em ouestlas neuze penn-da-benn da oberenn ar skolioù kristen. E 1851 e voe benniget an oberenn gant ar pab Pi IX ha da fin e vuhez e konted dija 800 breur.

Marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa yeas Yann-Vari de Lamennais da Anaon e oa 852 vreur ha 349 skol en e rouedad deskadurezh.[1].

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Labourioù gant e vreur Félicité de Lamennais
  • Réflexions sur l’état de l’Église en France
  • Tradition de l’Église sur l’institution des évêques

Levlennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Fernandez Olabarrieta, Josu : Jean-Marie De La Mennais, Guetteur d'avenir, La Mennais, 2012 (ISBN 978-2-914547-81-9)
  • Chotard, Maurice ha Rigo,t Robert : Le corsaire de dieu - Jean-Marie Robert de la Mennais (1780-1860), Fleurus, 1995 (ISBN 978-2-215-01572-7)
  • Perrin,Pierre : Les idées pédagogiques de Jean-Marie de La Mennais;, Presses Universitaires de Rennes, 2000 (ISBN 978-2-86847-495-7)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]