Mont d’an endalc’had

Frered an deskadurezh kristen a Bloermael

Eus Wikipedia
Frered an deskadurezh kristen a Bloermael
aozadur
Deiziad krouiñ1819 Kemmañ
Anvet diwarPloermael Kemmañ
DiazezerJean-Marie de Lamennais, Gabriel Deshayes Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.lamennais.org Kemmañ

Frered an deskadurezh kristen a Bloermael
Frered an deskadurezh kristen a Bloermael
Ardamez Frered an deskadurezh kristen a Bloermael, ar ger-stur a zo "Dieu Seul"
Padelezh 6 a viz Even 1819 - Bremañ
Bro Breizh
Sujidigezh Breizh

Katolik
Gouarnamant an Iliz gatolik

Skourr Deskadurezh Katolik
Ger-stur Doue nemetken/ Deo soli
Izili 990 den a iliz

5 beleg

Doare Skolaj
Krouerien Jean-Marie de Lamennais ha Gabriel Deshayes

Frered an deskadurezh kristen a Bloermael (latin : Institutum Fratrum instructionis christianae de Ploërmel, e berr FICP) a zo ur genvreuriezh laik gourel hag a wir pabel, dezho ar gefridi da gelenn d'ar yaouankiz. "Frered Ploermael" pe "Frered ar skolioù kristen" a reer anezho ivez e brezhoneg.

Krouet e 1819 gant an abad Jean-Marie de Lamennais (1780-1860) hag an abad Gabriel Deshayes, neuze person en Alre (1767-1841), ar c'hoant a oa ganto da sevel remziadoù mistri-skol kristen ha da zigeriñ skolioù. Ar genvreuriezh-se a zo bet savet e Ploermael, er Morbihan. Aotreet eo bet ofisiel e 1822.

Ur miliad bennak int hiziv o verañ skolioù e pep korn eus ar bed pe dost. Padal, e Breizh, evel just e vezont kavet ar stankañ : 2 zousennad skolioù, un 30 skolaj bennak, 15 lise, en o-zouez ul lise labour-douar e pep departamant. Sellit, da skouer, ouzh Skolaj ar C'hleuz.

Frered anavezet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]