Kaozeal:Frered an deskadurezh kristen a Bloermael

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Daoust hag-eñ ez eus testenioù eus "breudeur" en degouezh-mañ ? Ingal e vez kavet "frer/frered" (pe "frerion"). Da skouer e Skridoù gant Yeun ar Gow (p. 78) pe e Lennegezh ar brezhoneg gant F. Favereau diwar-benn Visant Seite (3/p. 400), Kaourintin Riou (p. 412) ; ha memes mod e pennadoù ar wiki-mañ diwar-benn an daou-se. Po'low (kaozeal) 15 Gen 2016 da 17:56 (UTC)[respont]

Demat, kudenn ebet ma ve gwell deoc'h da cheñch breudeur gant frered. A galon--Dishual (kaozeal) 17 Gen 2016 da 12:49 (UTC)[respont]

Breudeur ar gelennadurezh kristen, bugale ar beleg santel Yann-Mari La Mennais a zo e penn skol ar baotred. (Trec'h ar garantez, 1935, p. 8). Gant ar gerioù "breudeur" ha "kelennadurezh" e rae ar skrivagner Brogarour (=Yann-Loeiz Rozeg). --Hans Abherve (kaozeal) 2 Her 2017 da 07:45 (UTC)[respont]
Breur ar skolioù kristen a lenner ivez e Geriadur ar Skrivagnerien ha Yezhourien gant L. Raoul (p. 20, da skouer). --Llydawr (kaozeal) 2 Kzu 2022 da 15:48 (UTC)[respont]