Brezel ar Meurvor Habask (1879-1883)
Anvet diwar | Meurvor Habask, saltpeter, centavo |
---|---|
Stad | Perou, Bolivia, Chile |
Lec'h | Perou, Bolivia |
Deiziad | 5 Ebr 1879 |
Deiziad kregiñ | 5 Ebr 1879 |
Deiziad echuiñ | 4 Ebr 1884 |
Perzhiad | Perou, Bolivia, Chile |
Order of battle | order of battle of the Chilean Army during the Pacific War, order of battle of the Bolivian Army during the Pacific War |
Brezel ar Meurvor Habask (e spagnoleg La Guerra del Pacífico, pe La Guerra del Guano y Salitre) zo ur brezel a darzhas e kornôg Suamerika e 1879 hag a badas betek 1883. Brezel a voe etre Chile hag armeoù Bolivia ha Perou. Daoust da gevredadenn an teir bro er brezel a-enep Bro-Spagn e savas buan tabut diwar-benn ar proviñsoù ma oa puilh ar c'hailh enno e Peroù (rannvro Tarapacá, Tacna, hag Arica), hag e Bolivia (proviñs Antofagasta). An embregerezhioù chilean, korvoet gante gweleadoù ar c'hornadoù-se, a oa gourdrouzet o mad pa oa broadelet holl vengleuzioù nitrat Tarapaca gant Bro-Berou, ha pa savas Bolivia un tell 10 % war nitrat Antofagasta hag ar gompagnunezh hent-houarn. Atizet e voe ar brezel gant un tabut etre Chile ha Bolivia diwar-benn ul lodenn eus gouelec'h Atacama.
Deroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregiñ a reas ar brezel d'ar 14 a viz C'hwevrer 1879 pa voe kemeret porzh ha kêr Antofagasta gant an arme chilean, goude gourdrouz Bolivia da lemel perc'henniezh kompagnunezh nitrat chilean Antofagasta. Perou a glaskas mont da dredeog, met pa zisklêrias Bolivia e oa e stad a vrezel e trenkas an traoù. Bolivia a c'houlennas digant Perou he skoazellañ hervez an emglev kendifenn etre Perou ha Bolivia, tra ma c'houlenne Chile e tisklêirfe Perou diouzhtu e oa neptu. D'ar 5 a viz Ebrel, goude eneberezh Perou ouzh ar goulenn-se, e tisklêrias Chile ar brezel d'an div vroad.
Ar brezel eus an holen-moger-se a badas pemp bloaz e tachennoù disheñvel evel Gouelec'h Atacama, gouelec'hioù Perou ha broioù meneziek. Kentañ emgann ar brezel e voe emgann Topáter. E-doug ar pep brasañ eus ar bloavezh kentañ he doe ar brezel war vor ar pouez brasañ, rak Chile a stourme da sevel un hent mor da adpourveziñ he soudarded er gouelec'h sec'hañ er bed. Gant morlu Perou ez eas an tu kreñv da gentañ met trec'h e voe morlu Chile. Da c'houde e trec'has Chile armeoù Bolivia ha Perou, sterniet fall. Faezhet e voe Bolivia penn-da-benn en emgann Tacna d'ar 26 a viz Mae 1880 ha rediet da gilañ. Arme Perou a voe trec'het en emgann Arica d'ar 7 a viz Mezheven.
Fin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ergerzhadenn an arme chilean war an douar a echuas e 1881, gant kemeredigezh Lima gant Chile. Dont a reas neuze ar brezel da vezañ ur guerrilla renet gant dilerc'hioù arme Peroù ha siviled. Berzh a-walc'h a reas stourmadenn ar Breña da herzel ouzh Chile met ne cheñchas ket disoc'h ar brezel. Goude faezhidigezh Perou en emgann Huamachuco e sinas Chile ha Perou skrid-emglev Ancón d'an 20 a viz Here 1883. Bolivia a sinas un dreverzh gant Chile e 1884.
Chile a c'hounezas tammoù eus Perou (Tarapacá), arvor Bolivia (ar pezh a bellae Bolivia diouzh ar mor), hag e talc'has e-pad ur prantad proviñsoù Tacna hag Arica. E 1904 e sinas Chile ha Bolivia un "emglev peoc'h ha mignoniezh" a ziazeze o harzoù da viken. Gwashaat a reas an darempredoù etre Chile ha Perou pa ne voe ket dalc'het mouezhiadeg-pobl 1893 da zivizout tonkad proviñsoù Arica ha Tacna. Da c'houde un trevadennadur eus an takadoù-se hag ur chileanekadur feuls e oa torret an darempredoù etre an div vro e 1911. Treuzvarc'had Tacna–Arica e 1929 a roas Arica da Chile ha Tacna da Berou, met ne lakas ket an digarantez da baouez etreze. Seul wech ma sav kudennoù nevez etre an div vro e vez kaoz adarre eus ar brezel-se.