Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijerez:Kevregourez

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Adanvet 'peus ar pennadoù Silisiom ha Kalsiom, aet da Silikiom ha Kalkiom, gant an displegadenn "Fazi en anv ar pennad". Ne gav ket din e vije bet graet ur "fazi" gant an hini en doa savet ar pennadoù-se, Implijer:Trec'hlid mitonet, e 2011. Ur choaz disheñvel a rez diouzh e hini, sed aze tout. Trec'hlid mitonet en doa skrivet "s" ar pezh a zo "c" e latin hag a zo distaget "s" pe "ts" en un toullad yezhoù ("Calsiwm" e kembraeg da skouer). E-pad tost da zek vloaz ne oa bet den ebet o kavout abeg er pezh a oa bet skrivet gant Trec'hlid mitonet... Dereat e vije bet eus da berzh kaozeal a-raok kemm an titloù, e-lec'h skrivañ e oa ur "fazi en anv ar pennad". A galon, --Llydawr (kaozeal) 23 Meu 2021 da 11:43 (UTC)[respont]

Dibabet fall ar ger "fazi" ganin marteze, "dispredet" a vefe bet gwelloc'h ; digarez a c'houlennan mard em eus feuket den pe zen.
Bezet pe vezet, kalkiom ha silikiom zo Geriadur brezhoneg An Here abaoe 2001, dek vloaz a-raok ma vefe skrivet kalsiom ha silisiom er Wiki ; heñvel e Geriadur ar Gimiezh ha Geriadur Ménard.
Atav e vez <c> distaget kalet ( [k] ) e latin ; merkit emañ keziom, frankiom hag all e taolenn beriodek an elfennoù, ha den ebet n'en deus o c'hemmet e seziom ha frañsiom (dre eurvad !).
An distagadur gallek a oa bet dibabet, ne'm eus graet nemet reizhañ hervez ar mammennoù brezhonek nevesañ.
A-du on evit kaozeal, evel-just, met ne soñj ket din on bet dizereat pa'm eus nevesaet ar pennadoù-se. — Kevregourez (kaozeal) 23 Meu 2021 da 12:06 (UTC)

Trugarez vras evit an infobox ! Notennet em eus ar pennad evel skouer evit stêrioù arall 2A01:CB08:890E:C600:595B:6C5B:DAF3:5F89 21 Kzu 2021 da 18:42 (UTC)[respont]

Salud deoc'h, Gall' 'reomp faziañ evel-just ha, koulskoude, diskred hon eus war ar skin kenamsav hag hini van der Waals ho poa lakaet en daolennig « Perzhioù atomek » eus ar pennad. Peursur oc'h eus an talvoudoù-se ? A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:4CBE:7B8B:A3BF:BD5D 17 Gen 2022 da 15:36 (UTC)[respont]

Hag un eilañ/pegañ a-dreuz a vije bet ? N'ouzon ket. Bezet pe vezet, hiziv em eus kroaziet meur a vammenn ha miret an hini soliusañ (spi 'm eus). Dre ar vammenn-se e rin tro taolenn an elfennoù pa'm bo amzer a-walc'h. Trugarez deoc'h evit ho lagad lemm ! A galon, Kevregourez (kaozeal) 17 Gen 2022 da 17:33 (UTC)[respont]
Pouezus 'oa kemer amzer a-walc'h da gompren pelec'h 'oa an dalc'h, a gav deomp. Ar pezh 'peus graet hag evel-se ec'h a an traoù en-dro a-fed skiantoù. Un draig all : gwelloc'h e vije ober gant Skin van der Waals e-lec'h Skin Van der Waals rak amañ ez eus kaoz eus ar fizikour neerlandat Johannes Diderik van der Waals. Ul liamm war-du ul lec'hienn dedennus ken ez eo : https://www.elementschimiques.fr/?fr/elements/z/92. Kalon vat deoc'h.--2A01:CB08:8BB7:F100:4CBE:7B8B:A3BF:BD5D 17 Gen 2022 da 17:48 (UTC)[respont]

Salud dit, Ha gall' rafes lemel an daou spesad Neodrepanis ha Philepitta diouzh an daolenn kempennet-brav ganit, o vezañ n'emaint ket er c'herentiad-mañ ken. N'ouzomp ket penaos ober ha gwelloc'h ganeomp chom trankil... :-). A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:F956:E65B:D5F2:D086 7 C'hwe 2022 da 11:07 (UTC)[respont]

Graet Dav 'vefe kavout 1 spesad all evit lakaat kempouez en daolenn ! Kevregourez (kaozeal) 7 C'hwe 2022 da 11:15 (UTC)[respont]
Trugarez. Ya, 'maomp 'vont da gas ul lizher d'an IOC, ha diouzhtu !--2A01:CB08:8BB7:F100:F956:E65B:D5F2:D086 7 C'hwe 2022 da 11:18 (UTC)[respont]

Salud, 'Maomp o paouez dic'hlasaat Pseudocalyptomena evit ma vo krouet ar pennad, diwar skouer Psarisomus, Corydon, Serilophus ha Cymbirhynchus, genadoù ur spesad nemetañ enno. A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:90A9:449B:15F0:383B 8 C'hwe 2022 da 10:15 (UTC)[respont]

Gouzout a ouien e oan o tiotal pa'm boa glasaet al liamm-se... Kevregourez (kaozeal) 8 C'hwe 2022 da 10:21 (UTC)[respont]
GraetAesoc'h ober evel-se eget dizober Psarisomus, Corydon, Serilophus ha Cymbirhynchus, hervezomp... :-)--2A01:CB08:8BB7:F100:90A9:449B:15F0:383B 8 C'hwe 2022 da 10:37 (UTC)[respont]

Salud, Evit ma vo aesoc'h dit kenderc'hel gant da raktres lakaet er poull-traezh 'omp kroget da hizivaat ar pennad Furnariidae er mintin-mañ ; ne dlefe ket padout gwall bell. A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:489A:903D:3315:DE12 15 C'hwe 2022 da 10:33 (UTC)[respont]

Graet Dek genad ha tri-ugent a ro un tamm labour !--2A01:CB08:8BB7:F100:71AE:1F27:5B1E:E1AF 15 C'hwe 2022 da 16:07 (UTC)[respont]
A zo gwir. Kalz kemmadennoù zo bet, ret eo din adstummañ pep tra. Un doare all am eus ijinet evit ma vefe an skeudennoù a-vent, emaon o labourat. Kevregourez (kaozeal) 15 C'hwe 2022 da 18:23 (UTC)[respont]
Salud, Ya, gouzout 'reomp n'eo ket gwall blijus bezañ rediet d'adober al labour. Ret 'oa adkempenn ar bajenn Furnariidae a-raok mont pelloc'h koulskoude. Mil digarez deoc'h.--2A01:CB08:8BB7:F100:147:50C7:CEC3:ADE3 16 C'hwe 2022 da 10:29 (UTC)[respont]
Ul labour eus an dibab 'peus kaset da benn, sur !
Ne raimp nemet un evezhiadenn dister ; en em c'houlenn a reomp hag-eñ ne vije ket an daolenn aesoc'h da lenn o tiskouez :
Sclerurus
(Swainson, 1827)
7 spesad
Tawny-throated Leaftosser.jpg [luc'hskeudenn]
Sclerurus mexicanus
A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:D0EB:F399:1089:61D7 17 C'hwe 2022 da 09:15 (UTC)[respont]
  • Er stumm <gallery mode="packed" heights="180px"> eo savet ar pennad nevez evit ma vefe ar skeudennoù a-vent an eil re gant ar re all. Ar gudenn eo : er stumm-se ne c'heller ket lakaat an alc'hwez a-raok ar skeudenn.
Tu zo din da ziskouez ar roadoù evel ma fell deoc'h, met ret eo din distreiñ d'un daolenn glasel gant <gallery> enni, ar pezh a bounnerao ar bajenn (n'eo ket strik) hag a roio kalz labour din c'hoazh (strik eo !).
A-du on evit ober, goude m'ho po dibabet pe stumm eo an dereatañ :
Gallery

Taolenn + gallery
Sclerurus
(Swainson, 1827)
7 spesad
Geositta
(Swainson, 1837)
11 spesad
OK, an eil eo ar gwellañ da'm lagad, hag ar skiantelañ eo ivez. Gortoz a rin ho ali memestra. A galon,
Kevregourez (kaozeal) 17 C'hwe 2022 da 13:25 (UTC)[respont]
  1. Na pegen plijuse 'vefe deomp bezañ ken barrek-se war gevreadur Wikipedia ! :-(
  2. OK, an eil eo ar gwellañ da'm lagad, hag ar skiantelañ eo ivez. : skrivet 'peus ar pep pouezusañ.
  3. N'hon eus galloud ebet evit lavarout deoc'h Grit an dra-mañ pe Na rit ket dre ma vuzuliomp mat-tre ar sammad labour war ho choug. Moarvat 'vefe poellek a-walc'h goulenn o ali digant tud all ?--2A01:CB08:8BB7:F100:28B0:A098:BAB8:BB02 17 C'hwe 2022 da 15:04 (UTC)[respont]
    Ne vo ket dav, da'm soñj, evit sklaeraat ha bravaat ur pennad e Wikipedia e labouromp. Kemmañ a rin ar pennad Furnariidae, ha hini Eurylaimidae goude. Kement-se a dalvezo deoc'h da batrom evit pennadoù dedennus all !
    Pemp anezho hiziv at tea time ! hag un nijadeg a vo ? Kevregourez (kaozeal) 18 C'hwe 2022 da 16:50 (UTC)[respont]
    Arabat ankounac'haat al luc'hskeudennerez ar wech-mañ ! 2A01:CB08:8BB7:F100:707E:76D8:713C:FB83 18 C'hwe 2022 da 16:54 (UTC)[respont]
    War-hed dorn e vez bepred, met amzer din hec'h embreg... nijet kuit.   Kevregourez (kaozeal) 18 C'hwe 2022 da 17:08 (UTC)[respont]

Faziet 'oamp siwazh : daou spesad er genad Aphrastura e-lec'h unan ; reizhet eo. A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:30EE:B165:1189:C8CD 20 C'hwe 2022 da 11:56 (UTC)[respont]

Dilennadeg 2022

[kemmañ ar vammenn]

Kevarc'h dit,

Pedet out da reiñ da soñj – ha da lakaat da anv, petra 'virje ? — war ar bajenn Wikipedia:Dilennadeg 2022.
A galon,
Ar choler (kaozeal) 15 C'hwe 2022 da 11:27 (UTC)[respont]
Demat dit,
Digor eo ar votadeg evit kaout merourien nevez. Gallout a rez votiñ amañ.
A galon,
-- Lekemok (kaozeal) 1 Ebr 2022 da 10:34 (UTC)[respont]

Loa-dour/Loa-zour ; Skudell-dour/Skudell-zour

[kemmañ ar vammenn]
Salud,
Klasket hon eus renabliñ ar gerioù-se diwar ar geriadurioù en hor c'herz, hep bezañ gouest da gavout roud eus loa-dour, biskoazh kemend-all !
A-hend-all ec'h en em c'houlennomp hag-eñ ez eo heñvelster loa-dour/loa-zour da skudell-dour/skudell-zour : ne seblant ket bezañ an hevelep plantenn.
Petra 'soñjit eus kement-se ? A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:DD42:4BA3:7848:FA6B 21 C'hwe 2022 da 12:47 (UTC)[respont]
Geriadur H. du Rusquec, 1886 , p. 296 : "MACLE, sf. Plante aquatique. Loa dour f. pl. loaiou dour, de loa cuiller, dour eau." 176.167.157.178 21 C'hwe 2022 da 12:59 (UTC)[respont]

Setu amañ ar pezh a soñjan.

  1. Ur pennad diwar-benn plant eo hemañ, setu e rankfe bezañ savet en un doare skiantel hag holloueziadurel.
  2. Bez' ez eus 6 genad ha 555 spesad er c'herentiad Nymphaeaceae. setu e ranke Nymphaeaceae bezañ anv ar pennad.[n 1]
  3. Plant all eo ar skudelloù-dour (Hydrocotyle vulgaris), eus ar c'herentiad Araliaceae, 43 genad hag ur 1 500 spesad bennak ennañ.
  4. Goude ar pennger MACLE e skrivas H. du Rusquec Loa-dour ; MACRE eo anv all ar blantenn-se, Trapa natans er c'herentiad Haloragaceae.
  5. Un Tregeriad e oa H. du Rusquec, setu perak marteze en doa skrivet Loa-dour e-lec'h Loa-zour .

Labour zo evit kempenn ar pennad-se ; klask a rin ober an abretañ ar gwellañ.

 Kevregourez (kaozeal) 21 C'hwe 2022 da 16:22 (UTC)[respont]
  1. Meur a familh zo !

Kevregourez (kaozeal) 21 C'hwe 2022 da 17:16 (UTC)[respont]

A-du ganeoc'h.
N'ouiemp ket e oa loa-dour heñvelster da gkistinenn-zour e gwirionez !
Mat eo gouzout e c'haller lenn e geriadur Du Rusquec : NÉNUPHAR, sm. Plante aquatique. Loazour f. pl. iou, de loa cuiller, dour eau, [...]. er bajenn 325.
« Labour zo evit kempenn ar pennad-se ; klask a rin ober an abretañ ar gwellañ. » : n'eus ket mall warnoc'h ha, dreist-holl, lavarit deomp 'ken kaz e c'hallfemp reiñ dorn deoc'h. A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:81E6:9220:A344:74B0 22 C'hwe 2022 da 10:58 (UTC)[respont]

Salud adarre, Ne gomprenomp ket mat dre ma oa bet kinniget un anv brezhonek — Kaozeal:Gwrac'hig an Altay — en hor HYEZH bet degemeret gant Ofis publik ar brezhoneg. Ur gudenn 'oa ? A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:81E6:9220:A344:74B0 22 C'hwe 2022 da 15:34 (UTC)[respont]

Salud deoc'h, Merzet em boa e oa Gwrac'hig an Altay anv ar pennad padal e oa Prunella himalayana talbenn an infobox ha deroù ar pennad ; ne'm eus graet nemet degas un tamm reizhpoell er bajenn : Prunella himalayana e pep lec'h.
Adal an deroù ec'h eo luziet an traoù !
  • Boulc'het ar pennad d'ar 15 a viz Meurzh 2011 : titl = Gwrac'hig an Altay , met infobox ha linenn 1 = Gwrac'hig Himalaya
  • 26 a viz Du 2015 : heñvel, met Prieladkozh a c'houlennas daveoù evit Gwrac'hig Himalaya
  • 17 a viz Meurzh 2016 : Couiros22 a gemmas Gwrac'hig Himalaya da Gwrac'hig an Altay
  • 19 a viz Meurzh 2016 : Prieladkozh a gemmas Gwrac'hig an Altay da Prunella himalayana koulz er skrid hag en infobox, en ur resisaat "N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent." ; stumm an titl a gemmas ivez, e Prunella himalayana, hep kemmañ titl ar pennad avat, a zo chomet Gwrac'hig an Altay . Diverket e voe ar patrom "Stumm an titl" gant Llydawr d'an 3 a viz Mezheven 2017.
Distreiñ d'an anv Gwrac'hig Himalaya a fell deoc'h bremañ ; gwir hoc'h eus da gemmañ ar pennad, evel-just (infobox & linenn 1 + notenn), nemet ne c'hallot ket adenvel ar pennad hep digeriñ ur gont. Ha c'hoant hoc'h eus e rafen war-dro nevesaat ar pennad ? (kaozeal) 22 C'hwe 2022 da 17:12 (UTC)[respont]
Salud deoc'h, Evel ma ouzoc'h, sur a-walc'h, an darn vrasañ eus ar pennadoù gouestlet d'an evnoniezh a oa bet boulc'het gant an implijer Gouerouz, bloavezhioù 'zo. Evel ma kustume-eñ ober, krouet en devoa Gwrac'hig Himalaya da gentañ-penn ha ne oa ket Gwrac'hig an Altay tamm ebet. Ha graet gantañ un adkas eus Prunella himalayana da wGwrac'hig Himalaya ivez. Sed amañ dres red an darvoudoù c'hoarvezet dek vloaz 'zo. Ha kement-se zo kaoz hor boa skrivet Ne oa abeg ebet da gemmañ Gwrac'hig Himalaya e Gwrac'hig an Altay (anv ar spesad e saozneg) dec'h.
N'hon eus ket c'hoant da gemmañ titl ar pennad evit ar blijadur d'hen ober. Ouzhpennet hor boa an daveennoù en hor c'herz da ziskouez ez eus anezho. Ha mat pell zo... A galon. :-)--2A01:CB08:8BB7:F100:861:A1B1:70DC:6A97 23 C'hwe 2022 da 11:43 (UTC)[respont]

Demat, Emaomp 'paouez kemmañ ar pennad-mañ dre ma oa bet laket Minla cyanouroptera er genad Actinodura (Actinodura cyanouroptera) e 2019 : ha gall' 'reot ober war-dro an adkas, mar plij ? A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:8CBA:AAB7:C658:5A00 9 Meu 2022 da 16:45 (UTC)[respont]

Graet eo.--2A01:CB08:8BB7:F100:311E:245A:BFCB:6A31 9 Meu 2022 da 18:38 (UTC)[respont]

Goulenn ali

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez da zont da reiñ da ali amañ diwar-benn implij ar saozneg pe ar galleg dre ziouer evit an troidigezhioù a vank en etrefas ar wiki brezhoneg.--Kadwalan (kaozeal) 3 Mae 2022 da 15:08 (UTC)[respont]

Stefania Turkewich

[kemmañ ar vammenn]

Hello Kevregourez, When you have some time, can you take a look at the English article: en: Stefania Turkewich? Stefania was the first woman composer of classical music in Ukraine. Might you be able to give this article a start with an introductory sentence or paragraph in the Breton language Wikipedia? Thank you. Nicola Mitchell (kaozeal) 23 Mae 2022 da 15:49 (UTC)[respont]

Graet Done! Thank you for the tip. Kevregourez (kaozeal) 23 Mae 2022 da 21:36 (UTC)[respont]
Thanks so much for this, Kevregourez! It looks great! Thank you! Nicola Mitchell (kaozeal) 23 Mae 2022 da 21:40 (UTC)[respont]


Xipe-Totec

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez evit ar skeudenn ! Graet 'teus anezhi dillo. Un nebeut traoù zo da reizhañ avat, a gav din, ma 'peus un tamm amzer. Er bann a-zehou : skrivañ aberzh ha n'eo ket aLberzh. "Bulbous projection" da'm soñj n'int ket traoù a strink met bosennoù, traoù a zistremen, un doare pouloud druzoni. Skrivañ a rafen un den e-lec'h un dudenn rak n'eo ket ur personaj romant.

Er bann a-zehou : Ne gomprenan ket re da gentañ frazenn. Skrivañ a rafen : "Skoueriek eo ar genoù digor hag an daoulagad serret eus ar seurt delwennoù-se". A galon. --Kadwalan (kaozeal) 7 Mez 2022 da 16:52 (UTC)[respont]

Graet Kempennet eo bet ! Kevregourez (kaozeal) 7 Mez 2022 da 17:21 (UTC)[respont]
Beuz ! Trugarez adarre Kadwalan (kaozeal) 7 Mez 2022 da 17:30 (UTC)[respont]

Aotrounez an noz

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez evit da skoazell evit skeudenn Aotrounez an noz. Kalz sklaeroc'h eo evel-se. Kadwalan (kaozeal) 8 Mez 2022 da 09:24 (UTC)[respont]