Fringilla montifringilla

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Fringilla montifringilla
Brambling (Fringilla montifringilla).jpg

Status iucn3.1 LC.svg
Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Fringillidae
Genad : Fringilla
Anv skiantel
Fringilla montifringilla
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh
1GZX Haemoglobin.pngEmoji u1f344.svgCreative-Tail-Animal-butterfly.svg
e tenn ar pennad-mañ.

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikispecies-logo.svg
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:

Fringilla montifringilla eo anv skiantel ur spesad evned bihan, a zo Pint penn du[1] ha Pint an hanternoz[2] e anvioù brezhonek.

Taksonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Carl von Linné a lakaas ar spesad en 10vet embannadur e Systema Naturae e 1758 dindan an anv Fringilla montifringilla, a zo chomet digemm betek-henn, eus al latin fringilla "pint" ha mons, montis "menez".

A-zivout orin ar ger brezhonek pint e lenner e Lexique étymologique du breton moderne Victor Henry (1900) :

Pint, s. m., pinson, cymr. pingc. Empr. ag. altéré spink, et cf. ag. finch et al. fink, dont le prototype germanique a aussi passé au roman, bas-lat. pinth-io, ital. pincione, fr. 'pinson[3].

Deskrivadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Damheñvel ouzh hini ar Pint (evn) (Fringilla coelebs) eo ment ar spesad, met dioutañ e-unan eo e bluñv : du eo penn ar pared, teñval e zivskoaz, arruz e vruched hag arwenn e gof. Boutinoc'h eo ar parezed hag ar ploged, tostoc'h da binted hor bro. Perzhioù dibarek zo da holl evned Fringilla montifringilla avat :

  • gwenn eo o c'hrouzell e-lec'h gris-gwer ;
  • arruz eo o bruched hag arwenn o c'hof, pan eo unliv ar Pint (rous) ;
  • arruz eo pluñv an divskoaz e-lec'h gris ;
  • marellet e du eo ar c'hostezioù, pan eo unliv re ar Pint ;
  • n'eus ket a bluñvennoù gwenn war e lost.
  • melen eo ar pigos e-lec'h du.

Mentoù : 14-16 cm hir, 23-29 g a bouez, 25–26 cm e hed-eskell.

Fringilla montifringilla -Poland -male-8.jpg
Fringilla montifringilla
Chaffinch (Fringilla coelebs).jpg
Fringilla coelebs

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Uioù Fringilla montifringilla

Tremeniat eo hogosik ar spesad a-bezh en Europa. A-nijadegoù miliadoù ha zoken milionoù a laboused e veajont[4], dreist-holl pa vez puilh ar finij ; gouest eo ar spesad da vevañ hep finij er goañv, met nijal a rejont betek kavout anezho, marteze evit terriñ pep kevezerez gant Fringilla coelebs.
Hadoù pergen a ya gant al laboused er goañv, hag amprevaned en hañv. War skalf ur wezenn e vez savet an neizh, a vez damguzhet gant man pe ginvi kent degemer 5 - vi glas-splann brizhellet war ur gwelead kolo, gwriziennoùigoù ha marbluñv.

Mouezh

Galvoù heñvel ouzh re ar Pint, kan damheñvel ouzh hini ar Meleneg (Chloris chloris).


Annez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

FringillaMontifringillaIUCN.svg Bevañ a ra ar spesad en Eurazia ; lod a weler e Norzhafrika ivez, er goañv[5].
  • ██ A-hed ar bloavezh war aodoù Norvegia
  • ██ Neizhiañ a Norvegia da Siberia ha Ledenez Kamtchatka
  • ██ Hep neizhañ
  • ██ Kantreer a vare da vare, e Norzhamerika
  • Emañ ar boblañs o vont war zigresk, hervez Listenn Ruz an International Union for Conservation of Nature (IUCN).

    Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    • Breeze Jones, E. V. & Williams, Islwyn (1984). Laboused ar Maezioù. Brezhoneg gant T. Huon ha P. an Habask, Al Lanv, 1985, p. 39.

    Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


    Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    1. Pinson du Nord | pint penn du | g. | pinted penn du | Fringilla montifringilla (étudié). TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
    2. Pinson du nord (Fringilla montifringilla) : pint an hanternoz. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Éditions Palantines, 2012, pajenn 1025b.
    3. (fr) Wikisource. Kavet : 29/01/2022.
    4. (en) Svensson, Tomas. A review of mass concentrations of Bramblings Fringilla montifringilla: implications for assessment of large numbers of birds. In : Ornis Svecica 21 (2021)
    5. (en) Fichenn e Birdlife. Unan zo bet gwelet en ul liorzh e Kemper d'an 28 a viz Genver 2022 ; siwazh, n'eus bet gellet kemer luc'hskeudenn ebet.