Kantved ar Sklêrijenn
Lec'h | Europa ar C'hornaoueg |
---|---|
Raklec'hiet gant | classicism, Grand Siècle |
Heuliet gant | Romantelezh, French Romanticism |
Deiziad kregiñ | 17. century |
Deiziad echuiñ | 19. century |
Levezonet gant | renaissance humanism, Scientific Revolution |
Kantved ar Sklêrijenn, Kantved ar Sklêrijennadur, Mare ar Sklêrijenn, Oadvezh ar Sklêrijenn a reer eus an XVIIIvet kantved en Europa ar C'hornaoueg abalamour d'al luskad speredel en em ledas eno da neuze. E Bro-C'hall hag e Breizh-Veur e voe diazezet al luskad-se da gentañ, gant prederourien evel René Descartes (1596-1650) ha Denis Diderot (1713-1784). Gant Diderot ha Jean Le Rond d'Alembert (1717-1783) e voe ledet spered ar Sklêrijenn dre an Encyclopédie, un oberenn holloueziadurel savet gant prederourien digor o spered hag embannet a-dammoù adalek 1751 betek 1772.
E-touez ar mennozhioù pennañ kaset war-raok gant ar brederourien, a veze graet ar Sklêrijennoù (Les Lumières) anezho, e oa ar gredenn er poell, e poellegezh an dud. Evito e oa gouest an holl dud da soñjal ha ne oa ket ret d'an dud krediñ e mennozhioù zo abalamour ma oant brudet gant an Iliz katolik pe ar roue. Fellout a rae dezho sklêrijennañ ar speredoù eta, dre studiañ aozadur ar gevredigezh hep kaout raksoñjoù.
E-touez ar mennozhioù all displeget gant prederourien ar Sklêrijenn e oa ar soñj e oa ret doujañ da vennozhioù ar re all, hag ar gredenn e vez renet gwelloc'h ar Stad pa vez an holl dud o kenlabourat evit he sevel, n'eus forzh petra e vije o dere. Neuze e veze lavaret ganto e tlefed lemel o dreistwirioù digant an noblañs.
Dañjerus e oa an holl soñjoù-se evit an dud er galloud eta, setu perak e tremenas lod eus ar brederourien-se, evel Voltaire, pennadoù amzer en toull-bac'h pe en harlu.
Gant ar mennozhioù-se e voe awenet an dud a embannas Disklêriadur dishualded Stadoù Unanet Amerika e 1776, hag ar re a gasas war-raok an Dispac'h gall e 1789.
E broioù all ivez en em ledas levezon ar Sklêrijenn ha renerien Stadoù zo a zegasas kemmoù brazik d'o gouarnamant daoust ma virjont ar galloud evito o-unan. E-touez ar renerien Stadoù a c'haller lavaret diwar o fenn e voent sklêrijennet edo Katelin Veur e Rusia, Frederig Veur e Prusia ha Gustav III e Sveden.
Mare ar Sklêrijenn a zeuas war e lerc'h kealioù a-bouez evel hini ar frankiz, an demokratelezh ha gwirioù mab-den.
E Bro-C'hall, diazez eo mennozhioù ar frankiz hiniennel hag al lez-ober relijiel, evit prederourien ar Sklêrijennoù. Dre-se int enebet ouzh ar vonarkiezh hollc'halloudek ha diazezoù reut an Iliz. Implij doareoù skiantel evit kompren ar bed a oa pouezus evito.
Immanuel Kant eo a zegaso un displegadenn resis evit displegañ petra eo ur Sklêrijenn en destenn Was ist Aufklärung ? (Bez kalonek a-walc’h da ervredañ diouzhit da unan ! Henn eo sturiad ar Sklerijennadur.).
Prederourien ar Sklêrijenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Benjamin Franklin (1706-1790)
- Thomas Jefferson (1743-1826)
- Montesquieu (1689-1755)
- Voltaire (1694-1778)
- Jean-Jacques Rousseau (1712-1778)
- Denis Diderot (1713–1784)
- Thomas Paine (1737–1809)
- David Hume (1711–1776)
- Adam Smith (1723–1790)
- Gottfried Leibniz (1646-1716)
- Christian Wolff (1679–1754)
- Immanuel Kant (1724-1804)