Brandenburg
- Evit implijoù all, gwelet Brandenburg (disheñvelout).
Brandenburg | |
---|---|
Skol-veur Potsdam]] | |
Lec'hiadur | |
Skoed ha banniel | |
Douaroniezh | |
Gorread | 29 478,61 km² |
Poblañs | 2 525 404 (10/2008) |
Stankted | 85,67 annezad/km² |
Pdk | 54,9 MM€ |
Pdk dre annezad | 21 700 € |
Politikerezh | |
Ministr-prezidant | Dietmar Woidke |
Landtag | SPD : 30 Die Linke : 25 CDU : 19 FDP : 7 Grüne : 6 – : 1 |
Lec'hienn ofisiel | www.brandenburg.de |
Brandenburg (alamaneg Brandenburg, sorabeg Braniborska) a zo unan eus al Länder a ya d'ober Alamagn hiziv. Gronnet penn-da-benn eo Berlin gantañ. Dont a ra e anv eus hini kêr Brandenburg an der Havel, e-lec'h m'edo ar galloud politikel da vare sevel Marz Brandenburg. 86 annezad/km² eo stankter al land, da lavaret eo ez eo al Land an nebeutañ poblet goude Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg. Er Brandenburg e kaver ivez rannvroioù paourañ Alamagn : e lec'hioù zo ez eo izeloc'h keidenn ar c'horvoder evit er Republik Tchek. A-drugarez d'an hêrezh prusian ez eo memestra unan eus al länder pinvidikañ a-fet sevenadur.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Land Brandenburg a voe krouet evit ar wech kentañ e 1947 pa voe divodet Stad dieub Prusia. C'hwec'h vloaz e padas. Evel holl länder all DDR e voe divodet e 1952, ha tri distrig (Bezirke) a voe savet en e blas : distrig Cottbus, distrig Frankfurt (Oder) ha distrig Potsdam. Pa voe adunvanet Alamagn e voe adsavet land Brandenburg e 1990, diwar tiriad proviñs Brandenburg da vare Prusia, da lavaret eo ar pezh a oa Marzoù Brandenburg (Mark Brandenburg) e kornôg an stêr Oder. Tiriad Marzoù Brandenburg (Neumark) a oa er reter d'ar stêr Oder a zo ul lodenn eus Polonia abaoe 1945. Ar Marzoù kozh (Altmark), hag a oa bet ul lodenn eus Marzoù Brandenburg hag eus Saks da vare Prusia a zo hiziv an deiz ul lodenn eus Saks-Anhalt.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Land brasañ DDR e oa ar Brandenburg (gorread e-tro 30 000 km²). Er reter ez eo stok ouzh harzoù Polonia : ar stêrioù Oder ha Neisse eo a ya d'ober an harz etre an div vro. En norzh emañ Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg, Saks-Anhalt er c'hornôg ha Saks er su. Berlin (kêr-stad) a zo e-kreiz al land. Potsdam, Landtag, Cottbus, Brandenburg an der Havel ha Frankfurt eo ar c'hêrioù brasañ (a-fet poblañs). Bras eo ivez Eberswalde, Neuruppin, Schwedt hag Eisenhüttenstadt.
Stank eo ar c'hoadeier hag ar gwazhioù er Brandenburg : Spreewald (er gevred) ha Havel en norzh. Sed perak e teu touristed d'ober troioù-bale pe da bleustriñ war ar sportoù merdeiñ. Ouzhpenn 3 000 lenn naturel ha 30 000 km dourredennoù a zo : al land alaman ennañ ar muiañ a boulloù-dour eo. Rannvroioù all eus ar Brandenburg a zo brudet : en Havelland (er c'hornôg) e vez gounezet frouezh, er Schorfheide (norzh-kreiz) ez eo brudet ar chase hag ivez Luzasia (er gevred), Fläming, Märkische Schweiz (rannvro goadek er reter) hag ivez ribloù ar stêr Oder hag ivez Prignitz er gwalarn.
N'eus stêr vras ebet a douchfe ar Brandeburg : an Neisse hag an Oder a ya d'ober an harzoù gant Polobia er reter. Er c'hornôg ez eo ar stêr Elbe a zisparti ar Brandeburg diouzh daou land all : Saks-Anhalt ha Saks-Izel. Ar stêrioù Havel ha Spree eo an div stêr a-bouez er Brandenburg. Schwielochsee (13,3 km²), Scharmützelsee (12,0 km²), Unteruckersee (10,4 km²) ha Parsteiner See (10,0 km²) eo lennoù brasañ ar Brandeburg.
Hin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meurvorel gwastet gant ul levezon kevandirel bras eo hin Brandenburg, ha splann eo an diforc'hioù etre ar c'houlzioù-amzer. 8,7 °C eo keidenn an temperadur : Genver eo ar miz yenañ (keidenn -1,1 °C) ha Gouere an hini tommañ(keidenn 18,4 °C). 600 mm eo ar geidenn glaveier dre vloaz, da lavaret eo ez eo Brandenburg unan eus länder sec'hañ Alamagn. Unan eus rannvroioù sec'hañ Alamagn eo an Oderbruch : nebeutoc'h evit 500 mm glaveier ar bloaz. Lod brasañ ar glaveier a vez e-pad an hañv, ha peurliesañ e vez sec'h ar goañv hag an nevez-amzer. E-pad an hañv e vez riskloù tanioù-gwall, peogwir ez eus mareoù sec'h hir etre ar glaveier.
1600 eurvezh eo keidenn heoliadur Brandenburg.
Miz | Genver | C'hwevrer | Meurzh | Ebrel | Mae | Even | Gouere | Eost | Gwengolo | Here | Du | Kerzu | Bloavezh |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Keidenn an temperadurioù (°C) | -1,1 | -0,3 | 3,3 | 8,3 | 13,4 | 16,8 | 18,4 | 17,7 | 14,2 | 8,9 | 4,2 | 0,7 | 8,7 |
Keidenn ar glaveier (milimetroù) | 44 | 39 | 32 | 42 | 47 | 66 | 71 | 71 | 45 | 47 | 46 | 40 | 590 |
Bleuniadur ha loened
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz koadeier pin a zo, al lod brasañ anezho a zo kresket e lec'hioù bet implijet gant ar Arme Ruz hag arme DDR. Traezhek eo lod brasañ douaroù ar Brandenburg.
Sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn ar pezh a c'haller kavout er c'hêrioù bras e vez aozet darvoudoù sevenadurel el land a-bezh. Ar festival sonerezh klasel hag opera e kastell Rheinsberg, ar festival Musiksommer e manati Chorin, hag ar festivalioù c'hoariva ha sonerezh a-vremañ aozet e kastell Neuhardenberg, a zo darvoudoù a-bouez.
C'hoarivaoù pennañ Brandenburg :
- Hans-Otto-Theater e Potsdam
- Staatstheater e Cottbus
- Uckermärkische Bühnen e Schwedt
- Brandenburger Theater e Brandenburg an der Havel
Deskadurezh uhel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skolioù-meur Brandenburg :
- Universität Potsdam
- Universität Europa Viadrina e Frankfurt
- Brandenburgische Technische Universität Cottbus
Fachhochschule Brandenburg :
- Fachhochschule Brandenburg e Brandenburg an der Havel
- Fachhochschule Eberswalde e Eberswalde
- Fachhochschule Lausitz e Senftenberg hag e Cottbus
- Fachhochschule Potsdam e Potsdam
- Technische Fachhochschule Wildau e Wildau
- University of Management and Communication e Potsdam
- Hochschule für Film und Fernsehen Konrad Wolf e Potsdam
Politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Potsdam emañ sez Landtag Brandenburg. Abaoe 2002 ez eo Matthias Platzeck (SPD) ministr-prezidant. Ur gouarnamant diazezet war ar genunaniezh SPD ha CDU, bet aozet en Alamagn a-bezh d'an 22 a viz Du 2005, eo.
Gouarnamant Matthias Platzeck :
- Ministr an diabarzh: Jörg Schönbohm, CDU
- Ministrez ar justis: Beate Blechinger, CDU
- Ministr an argant: Rainer Speer, SPD
- Ministr an armerzh: Ulrich Junghanns, CDU
- Ministr al labour, ar c'hengred, ar yec'hed hag ar familh : Dagmar Ziegler, SPD
- Ministr al labour-douar, an endro hag ar beveziñ: Dietmar Woidke, SPD
- Ministr an deskadurezh, ar yaouankiz hag ar sportoù: Holger Rupprecht, SPD
- Ministrez ar skiantoù, an enklaskoù hag ar sevenadur: Johanna Wanka, CDU
- Ministr aozañ an tiriad: Reinhold Dellmann, SPD
Arondisamantoù ha kêrioù-arondisamantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe 1993 ez eo rannet Land Brandenburg e 14 arondisamant ha 4 c'hêr-arondisamant. N'eus arondisamant ebet anvet diwar anv e benngêr, ar pezh a zo dibar keñveriet gant al Länder all.
419 kumun a zo er Brandenburg, en o zouez 108 kêr ha 4 c'hêr-arondisamant (alamaneg : kreisfreie Städte).
Niv. | Blason | Arondisamant | Plakenn-varilh | Penngêr | Annezidi | Gorread |
---|---|---|---|---|---|---|
1. | Barnim | BAR | Eberswalde | 177.678 | 1.494,33 km² | |
2. | Dahme-Spreewald | LDS | Lübben (Spreewald) | 161.509 | 2.261,09 km² | |
3. | Elbe-Elster | EE | Herzberg (Elster) | 115.852 | 1.889,34 km² | |
4. | Havelland | HVL | Rathenow | 155.291 | 1.717,15 km² | |
5. | Märkisch-Oderland | MOL | Seelow | 191.326 | 2.127,99 km² | |
6. | Oberhavel | OHV | Oranienburg | 202.348 | 1.795,77 km² | |
7. | Oberspreewald-Lausitz | OSL | Senftenberg | 125.541 | 1.216,65 km² | |
8. | Oder-Spree | LOS | Beeskow | 186.841 | 2.242,71 km² | |
9. | Ostprignitz-Ruppin | OPR | Neuruppin | 104.948 | 2.509,22 km² | |
10. | Potsdam-Mittelmark | PM | Belzig | 204.459 | 2.575,05 km² | |
11. | Prignitz | PR | Perleberg | 84.502 | 2.123,31 km² | |
12. | Spree-Neiße | SPN | Forst (Lausitz) | 130.974 | 1.647,89 km² | |
13. | Teltow-Fläming | TF | Luckenwalde | 162.315 | 2.092,08 km² | |
14. | Uckermark | UM | Prenzlau | 133.189 | 3.058,08 km² | |
Kêrioù-arondisamantoù (kreisfreie Städte) Brandenburg : | ||||||
1. | Brandenburg an der Havel | BRB | 72.583 | 228,77 km² | ||
2. | Cottbus | CB | 101.821 | 150,3 km² | ||
3. | Frankfurt | FF | 61.497 | 147,61 km² | ||
4. | Potsdam | P | 152.730 | 187,37 km² |
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel Land Brandeburg
- Lec'hienn ofisiel Potsdam
- Ofis touristelezh Brandeburg
- Istor Brandenburg
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |