Die Linke
Deiziad krouiñ | 16 Mez 2007 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Die Linke |
Anv berr | DIE LINKE |
Perzhiad e | 2017 German federal election, 2019 European Parliament election in Germany, 2014 European Parliament election in Germany, 2009 European Parliament election in Germany, 2005 German federal election |
Diazezer | Oskar Lafontaine |
Prezidant | Janine Wissler, Martin Schirdewan |
Stad | Alamagn |
Ezel eus | Party of the European Left |
Political alignment | radical left |
Youth wing | Left Youth Solid |
Lec'h diazez | Berlin |
Perc'henn war | Hotel am Wald |
Sez sokial | Karl-Liebknecht-Haus |
Erlec'hiañ a ra | Party of Democratic Socialism, Labour and Social Justice – The Electoral Alternative |
SRGB color hex triplet | BE3075 |
Lec'hienn ofisiel | https://die-linke.de |
Official color | ruz |
Rummad evit an izili | Category:The Left (Germany) politicians |
Die Linke (an tu-kleiz), anavezet ivez evel Linkspartei (Strollad an tu kleiz), zo ur strollad demokratel sokialour poblus eus Alamagn. Savet e oa bet ar strollad politikel e 2007 en ur gendeuziñ ar Partei des Demokratischen Sozialismus (PDS) hag an Arbeit und soziale Gerechtigkeit – Die Wahlalternative (WASG).
Abaoe an 2 a viz Even 2012 emañ Katja Kipping ha Bernd Riexinger e penn ar strollad. Er Bundestag, ar strollad en deus 64 sez diwar 630, goude bezañ bet tapet 8,6% eus ar mouezhioù e-pad votadegoù kevredadel 2013. Goude ma voe bet savet un emglev etre ar Sozialdemokratische Partei Deutschlands hag ar CDU/CSU evit ren ar vro, Die Linke a oa deuet da vezañ penn an enebadur d'ar gouarnamant.
Strollad kannaded Die Linke eo an trede hini e-keñver niver a izili er Bundestag alaman, dirak ar Re C'hlas.
Ar strollad Die Linke eo an hini ar muiañ a-gleiz e-touez ar pevar a zo er Bundestag, galvet eo "tu kleiz pellañ" gant The Guardian. Hervez ar Bundesamt für Verfassungsschutz (Burev kevredadel alaman evit difenn ar vonreizh), ar strollad n'eo ket da vezañ gwelet evel ur strollad garv eus an tu kleiz pe ur riskl evit an demokratelezh. En desped da-se ul lodenn eus al luskoù a gaver er strollad Die Linke evel hini ar Sozialistische Linke (Sokialour kleiz) a zo dindan evezh stadoù eus Alamagn hag hini ar Bundesamt für Verfassungsschutz.
Hervez pennoù ar strollad, Die Linke en doa 63 784 ezel e miz Kerzu 2013, ar pezh a laka anezhañ da vezañ ar pevare strollad brasañ en Alamagn hervez an niver a izili.