Matthias Platzeck

Eus Wikipedia
Matthias Platzeck

Bet ganet d'an 29 a viz Kerzu 1953 e Potsdam e oa Matthias Platzeck e penn Strollad Sokial-demokrat Alamagn (pennlizherennoù alamanek : SPD) eus 2005 betek 2006.

Pa veze ur Republik Demokratel Alamagn (RDA), e dad a oa mezeg e Potsdam (Reter Alamagn) ha Matthias Platzeck a yeas ivez gant studioù war ar skiantoù. Didrouz e kasas e vuhez evel ijinour. Evit ar gêr e laboure hag gant tachenn an endro e plede dreist-holl.

Pa gouezhas moger Berlin avat (1989) ez eas gant ar strolladoù nevez a oa savet a-enep ar riez komunour. Er C'hevre Glas e oant bodet.

E miz Meurzh 1990 e voe dilennet evel kannad an Emglev-90-ar re C'hlas e parlamant diwezhañ Republik demokratel Alamagn. War anv ar memes strollad ez eas ur nebeud mizioù da c'houde e parlamant rannvroel ar Brandenburg. Ministr an Endro el land-mañ e voe kazi diouzhtu war-lerc'h.

Ne savas ket a-du gant ar c'henteuziñ etre ar re C'hlas eus ar c'hornôg ha re ar reter. Etre daou e chomas hag e 1994 e reas e soñj mont gant ar SPD.

E 1998 ez eas da vaer Potsdam hag e miz Mezheven 2002 da benn al Land diwar un emglev SPD-Unaniezh kristen-demokratel (pennlizherennoù alamanek : CDU).

E 2004 e voe ar prezidant nemetañ eus ul land renet gant SPD a voe dilennet en-dro.

D'ar 15 a viz Du 2005 ez eas da benn SPD, war-lerc'h Gerhard Schröder. D'an 10 a viz Ebrel 2006 e kemeras e retred.