Krennoadvezh an arem
A-wezhioù e reer eus Krennoadvezh an Arem (1500-1200 kent JK), « Oadvezh an arem gwirion ». En em ledañ a ra sevenadur protokeltiek ar c'hrugelloù da Europa a-bezh.
Kreskiñ a ra ar bevennoù etre renkadoù disheñvel ha renkad ar vrezelourien a gemer ar renk kentañ er gevredigezh. Dont a ra ar gevredigezh da vezañ muioc'h-mui uheldadel ha cheñch a ra a-grenn al lidoù-kañv (bezioù hinienel). Merkañ a ra ar prantad-se ar vevenn wirion etre Oadvezh ar c'houevr hag Oadvezh an arem.
Diorren a ra an eskemmoù hag ar vetalouriezh. Ar fed ma ijiner ha ma saver stank armoù nevez evel ar c'hlezeoù, hag ar fed ma paota an c'hreñlec'hioù, a laka da soñjal e kresk ar gevezerezh etre ar strolladoù poblañs.
Tachenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Testeniekaet eo Krennoadvezh an arem :
- en Alamagn hag e Kreizeuropa a skign ar sevenadur-se betek lodennoù all Europa ;
- e Breizh-Veur gant sevenadur ar Wessex, ma saver kalz meurvein (en o zouez Stonehenge, a oa savet evit darn e-pad ar prantad-se) ;
- e Bro-C'hall ;
- e Italia an norzh ma tiorro sevenadur an terramare.
D'ar mare-se e krog oadvezh an arem en Europa an hanternoz.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- J. Briard (1985) - Âge du Bronze en Europe. Économie et société, 2000-800 avant J.-C., Errance, Paris, rééd. 1997.
- J. Déchelette (1908-1914) - Manuel d’archéologie préhistorique, celtique et gallo-romaine, 6 tomes, Picard, Paris, dernière rééd. 2000-2003.
- J.-J. Hatt (1958) - « Nouveau projet de chronologie pour l’Âge de bronze en France », Bulletin de la Société préhistorique française, vol. 55, n° 5-6, pp. 304-306.