Henoadvezh krenn ar maen

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Eilaozer eus La Quina e Mirdi Toulouse
Oadvezhioù ragistorel
Holosen   La Tène   Kentistor
  Hallstatt
Oadvezh an houarn
  Diwezh Oadvezh an arem  
  Krennoadvezh an arem
  Henoadvezh an arem
Oadvezh an arem
    Kalkoliteg    
  Nevezoadvezh ar maen Ragistor
Krennoadvezh ar maen / Epipal.
Pleistosen     Henoadvezh diwezhañ ar maen  
    Henoadvezh krenn ar maen
    Henoadvezh koshañ ar maen
  Henoadvezh ar maen
Oadvezh ar maen

Henoadvezh krenn ar maen zo ur prantad eus ar ragistor a zeu goude Henoadvezh koshañ ar maen ha goude Henoadvezh diwezhañ ar maen. En Europa e krogas war-dro 300 000 vloaz a-raok hiziv (pazenn 8 ar gronologiezh isotopek), gant skignadur an hentenn Levallois dre holl, hag e echuas war-dro 30 000 vloaz gant steuzidigezh Den Neandertal ha donedigezh Homo sapiens) en Europa eus ar Reter-Nesañ.

Hin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz kemmoù zo bet en amzer-se avat hervez lodennoù ar bed. Bout e oa bet e-pad henoadvezh krenn ar maen, lec’hiet er Pleistosen, neueunnadurioù bras an hin get marevezhioù ar skorn (skornvezhioù) ha marevezhioù etreskornvezhel. Annezidi Europa an amzer-hont, da lâret eo tud Neandertal, o doa anavet hinadoù kerreizh ha yen. Izeloc’h e oa live ar morioù.

Poblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poblet e oa Europa gant Den Neandertal betek diwezh ar prantad. Bleuniañ a reas spesad Homo neanderthalensis, pe Den Neandertal e-pad an oadvezh-se, etre 300 000 ha 30 000 vloaz zo, hag anadiñ a reas ar c'hentañ Hominidae dezho un anatomiezh vodern war-dro 195 000 vloaz zo. C'hoarvez a reas diforc'hadur filogenetek Homo sapiens d'ar mare-se, gant Eva vitokondrek war-dro 150 000 vloaz zo, hag Adam gromozomek war-dro 90 000 vloaz zo, hervez damkaniezh an orin unan.[1] Ouzhpenn-se hervez damkaniezh an orin afrikan, Homo sapiens a vefe kroget da zivroañ er-maez eus Afrika e-pad Henoadvezh krenn ar maen war-dro 100 000 pe 70 000 vloaz zo hag a gomañsas sa gemer lec'h ar spesadoù Homo all a oa a-raok evel Den Neanderthal hag Homo erectus.[2].

Sevenadurioù henijinerezh ar vein[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou sevenadur a henijinerezh ar vein zo bet re tud Neandertal e-pad Henoadvezh krenn ar maen: hani Moustier hag hani Châtelperron.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Anthropology, Miller Barbra, Bernard Wood, Andrew Balansky, Julio Mercader, Melissa Panger, Allyn and Bacon, Boston Massachusetts, 2006, ISBN 0205320244, p 768
  2. Origins of Modern Humans: Multiregional or Out of Africa? gant Donald Johanson