Den Neandertal
| |||
---|---|---|---|
Klopenn kavet er Chapelle-aux-Saints (Bro-C'hall)
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Primates | ||
Kerentiad : | Hominidae | ||
Iskerentiad : | Homininae | ||
Genad : | Homo | ||
Anv skiantel | |||
Homo neanderthalensis King, 1864 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Den Neandertal (Homo neanderthalensis diouzh e anv skiantel) zo ur spesad, aet da get hiziv, eus ar genad Homo.
Spesad pe isspesad?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad pell ez eus bet soñjet gant ul lod mat ag ar henzenonourion e oa Den Neanderthal un isspesad ag ar spesad Homo sapiens. Setu ma veze anvet pe Homo sapiens neanderthalensis gant ar re-mañ diwezhañ, pe Homo Neanderthalensis nemetken gant ar re a soñje dezhe e oa ur spesad distag diouzh Homo sapiens. Hiriv-an-deiz e vez lakaet da spesad gant al lodenn vrasañ ag an henzenonourion.
An dizoloadennoù kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aspadennoù kentañ tud Neandertal a voe dizoloet e 1830 e Belgia (karrekaennoù ur bugel 2 vloaz) gant Philippe-Charles Schmerling[1] hag e 1848 e Jibraltar hep desachañ evezh ar skiantourien.
E 1856 e voe dizoloet karrekaennoù tud Neandertal (un tamm eus ur c'hlopenn hag eskern eus an izili traoñ) e Neandertal, un draoñienn e-kichen Düsseldorf. Un oad a 100.000 bloaz a voe lakaet d'an aspadennoù-se.
Deskrivadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'hlopenn bras en doa gant un tal war steuziañ, izel, hag un torus tev a-us da doulloù an daoulagad, ha tost elgezh ebet. Anavout a reer anezhañ a-drugarez d'ar relegoù karrekaet dizoloet e Saccopastore, er Groc'h Guattari war ar Monte Circeo (Italia), e Gibraltar e Su Bro-Spagn, e la Chapelle-aux-Saints, La Ferrassie, La Quina (Bro-C'hall), e Spy (Belgia) hag evel just e Neandertal (Alamagn).
Emzalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An deskrivadurioù kentañ o doa graet eus Homo neanderthalensis ur spesad garv, rust ha dispered. An dizoloadennoù niverus zo bet graet da c'houde a ziskouez ur skeudenn disheñvel-kenañ anezhañ hiziv an deiz. Anadiñ a ra d'ar mare-se roudoù kentañ un emzalc'h modern a ziskouez e tremener eus ar marmouzien d'ur spesad tostoc'h d'an Homo sapiens. Koulskoude ne zeu prouennoù an emzalc'h-se da vezañ stank nemet e-pad an oadvezh da-heul.
Bezioù eus Henoadvezh krenn ar maen e lec'hioù evel Krapina, e Kroatia (war-dro 130 000 kent JK) ha Qafzeh, en Israel (war-dro 100 000 kent JK) o deus lakaet un nebeud antropologourien hag arkeologourien, evel Philip Lieberman, da grediñ o doa sevenadurioù Henoadvezh krenn ar maen un ideologiezh relijius o tiorren hag e kredent e meiziadoù evel ur vuhez goude ar marv. Klaskerien all avat a soñj e oa beziet ar c'horfoù evit abegoù bedel[2],[3]. Diouzh kavadennoù graet nevez zo e lec'hioù annezet gant Homo heidelbergensis en Atapuerca e c'hallfe bezañ kroget ar c'hiz da veziañ ar re all a-ratozh kalz abretoc'h, e-doug Henoadvezh koshañ ar maen met n'eo ket degemeret ar c'helennadur-se gant ar pep brasañ eus kumuniezh ar skiantourien. Roudoù troc'hoù kavet war eskern Neanderthal e lec'hioù disheñvel evel Combe-Grenal hag Abri Moula e Bro-C'hall a c'hallfe talvezout e vije bet tennet kig ha benvegennoù ar c'horfoù diouzh an eskern gant Neandertal, evit abegoù relijius marteze evel e sevenadurioù all a-vremañ.
Ar c'hentañ prouenn anat eus bezañs un arz e-pad Henoadvezh ar maen a zeu eus annezioù eus Henoadvezh krenn ar maen evel Blombos Cave dindan stumm troioù-brec'h[4], perlez[5], oberennoù arzel e maen[6], liv melendu implijet da livañ ar c'horfoù, evit lidoù marteze[7],[8]. Koulskoude e c'hallfe bezañ bet savet skouerioù arz abred evel gwener Tan-Tan hag an tresadennoù kavet war eskern olifant e Bilzingsleben en Alamagn gant implijerien binviji Akeulean evel Homo erectus a-raok deroù Henoadvezh krenn ar maen[9] Ar fed da dapout pesked bras ha da chaseal jiboezoù bras gant binviji arbennikaet a ziskouez e kreske ar c'henlabour e-barzh strolladoù bras hag e tiorroe un aozadur sokial kempleshoc'h[10].
Ouzhpenn anatadur perzhioù sevenadurel diorroet, evel ar relijion hag an arz, e krog ar c'henwerzh etre strolladoù pell-kenañ an eil re diouzh ar re all da bourchas traoù ral evel an okr a veze implijet alies evit al lidoù ar relijion[11],[12] ha danvezioù krai ken abred ha 120 000 bloaz zo[7],[13] Ar c'henwerzh etre strolladoù a c'hallfe bezañ kroget ken abred hag Henoadvezh krenn ar maen[14].
Teknologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anadiñ a ra e-pad an oadvezh-se un hollad perzhioù sevenadurel nevez. Implij ar binviji eilaozet a ya war gresk betek bezañ implijet gant an holl, hag a zeu da vezañ kalz liesseurtoc'h (raskerezioù, ha kement zo...). Savet e oa ar binviji-se diwar skolp tennet diouzh bloc'hoù maen prientet, anvet nucleus. Unan eus an hentennoù da dennañ skolpoù, addizoloet adalek an XIXvet kantved hag anavezet mat a-walc'h, zo an hentenn Levallois. Sevenadur ar Vouster eo sevenadur pennañ ar prantad en Europa.
Homo neanderthalensis ha genom an Europeaned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-drugarez d'ur studiadenn eus 2010 (Neanderthal genome project) e ouier bremañ ez eus bet un hironerezh darnel etre Homo sapiens ha Homo neanderthalensis etre 50 000 ha 100 000 bloaz zo er Reter-Nesañ. Setu m'o deus an Europeaned etre 1 ha 4% ag o genom o tont eus Homo neanderthalensis.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ D'ar mare-se n'halled ket disheñvelaat ar c'hlopenn a oa bet kavet diouzh klopenn un den modern dre ma oa re yaouank hag e tammoù. N'eo nemet e 1936 ma voe kadarnaet e oa kaoz eus un den Neandertal. Hommes fossiles vrais et faux. L'essor de la paléoanthropologie européenne au milieu du XIXe siècle gant J.-J. Hublin
- ↑ Evolving in their graves: early burials hold clues to human origins - research of burial rituals of Neanderthals
- ↑ Uniquely Human , Phillip Lieberman, ISBN 0-674-92183-6, Harvard University Press, Cambridge, Mass, 1991.
- ↑ Cave yields earliest jewellery, Jonathan Amos, BBC News
- ↑ "Oldest Jewelry? "Beads" Discovered in African Cave", National Geographic News, Hillary Mayell
- ↑ Blombos Cave art, Sean Henahan, Science news
- ↑ 7,0 ha7,1 Anthropology, Miller Barbra, Bernard Wood, Andrew Balansky, Julio Mercader, Melissa Panger, Allyn and Bacon, Boston Massachusetts, 2006, ISBN 0-205-32024-4, p 768
- ↑ Sean Henahan, Science news
- ↑ "Human Evolution," Microsoft Encarta Online Encyclopedia 2007© 1997–2007 Microsoft Corporation. pep gwir miret strizh. gant Richard B. Potts, B.A., Ph.D. 2009-11-01.
- ↑ Anthropology, Miller, 2006
- ↑ "Blombos Cave art", Sean Henahan, Science News
- ↑ Felipe Fernandez Armesto, Ideas that changed the world, New-york, 2003, p 400 [1]
- ↑ "When Did "Modern" Behavior Emerge in Humans?", National Geographic News, Hillary Mayell
- ↑ Ibidem
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ARSUAGA Juan Luis, Le collier de Néandertal — Nos ancêtres à l'ère glaciaire, Odile Jacob, 2004, 365 p., ISBN : 978-2-7381-1422-8
- BRUNET Michel, D'Abel à Toumaï — Nomade, chercheur d'os, Odile Jacob, 2006, 253 f., ISBN : 978-2-7381-1738-0
- BRUNETMichel, Origine et histoire des hominidés, Fayard, 2008, 51 b., ISBN : 978-2-213-63818-8
- VANDERMEERSCH Bernard & HUBLIN Jean-Jacques & DUTOUR Olivier, Objets et méthodes en paléoanthropologie, Comité des travaux historiques et scientifiques (CTHS), 2005, 451 b., ISBN : 978-2-7355-0574-6