Kaozeal:Den Neandertal
Neuz
Rummad: Paleoantropologiezh... Henzenoniezh eo ar ger brezhonek.
- N'eo ket souezh e vije un diouer a droerion vrezhonek : nac'het e vez o labour pa droont e brezhoneg ha n'eo ket e rinc'halleg, a anver etrebroadeleg er c'helc'hiadoù kembeliek — an embannerion ha lod wikipedourion en o zouez, pa chomont peg ouzh darrizhad ar "brezhoneg komprenus gant an holl". Gant hevelep politikerezh, ne vije Gall ebet a gement a vije gouest da lenn oberennoù Victor Hugo, ha Charles Dickens en devije tremenet e vuhez o kiañ er Royal Docks. 2.13.222.199 6 C'hwe 2013 da 20:03 (UTC)
- Gellout a reer arguziñ war ar c'heriaoueg. Gwir eo em boa kavet "iskis" chom hep kavout "henzenoniezh". Krouet em eus ur bajenn "adkas" (davet paleoantropologiezh) enta. Ned in ket da lâret da zen-mañ-den ar ger a vefe mat ober gantañ, neoazh mantrus eo ne vez ket lakaet ar ger "etrevroadel" hag ar ger brezhonek rik kichen-ha-kichen (da nebeutañ). --Gweltaz Kerguz (kaozeal) 6 C'hwe 2013 da 21:51 (UTC)
- Ne" gredan ket ez eus da arguzenniñ gant tud dizanv ha ne deuont amañ nemet da glask tabut. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 C'hwe 2013 da 07:26 (UTC)