Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Gweltaz Kerguz

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Gweltaz Kerguz, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Gweltaz Kerguz. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg. --Y-M D 28 Du 2009 da 16:34 (UTC)[respont]

Meur a dra

[kemmañ ar vammenn]

Kavout a ran e rez ul labour dreist, ha sevel a rez pennadoù nevez ha talvoudus e leiz. Merzet 'm eus e poa disoñjet lakaat an etrewiki, hag ar rummadoù, war meur a bennad. O paouez gwelet emaon e poa krouet er pennadoù Flibisterion ha Ar voukanerion, me gav din ez eo ret lakaat anezho en unander hag hep ger-mell. Petra eo da soñj ? A galon --Y-M D (kaozeal) 23 Mae 2010 da 15:35 (UTC)[respont]

Trugarez dit !
A-du on evit ar pezh a sell ouzh ma fennadoù diweshañ. N'on ket ur mailh c'hoazh ha n'ouzon ket penaos cheñch a

n dra-se. Ne oa nemet peogwir e felle din lakaat an etrewiki just a-walc'h ha ne oa ket posubl gant an unander.

Evit ar pezh a sell ouzh ar rummadoù : ret e vefe din gwelout ar rummadoù a zo anezho dija a-raok lakaat ma fennad nevez Gweltaz Kerguz--Gweltaz Kerguz 23 Mae 2010 da 15:52 (UTC)[respont]
N'eo ket diaes kemmañ anvioù pennadoù. Ret eo mont war ar pennad ha sellet er penn uhelañ ha pouezañ war adenvel, hag ober ar pezh 'zo goulennet. Ha goude-se ez eus da c'houlenn ma 'vo diverket ar pennad direizh he anv. C'hoant 'peus klask, pe e ran war-dro ?
Evit ar rummadoù avat e c'hellez ouzhpennañ rummadoù ha n'eus ket outo c'hoazh, krouet e vint pa 'vo pennadoù a-walc'h. Trawalc'h eo dit lakaat [[Rummad:XXXX]] (gant ar pezh a zere e plas XXXX) just a-raok an etrewiki.
Lavarout a rez n'ec'h anavezez ket mat pep tra c'hoazh, me gav din e teu brav ganit dija. Ma 'peus goulennoù emaon amañ. A galon --Y-M D (kaozeal) 23 Mae 2010 da 16:22 (UTC)[respont]
Fellout a ra din da drugarekaat c'hoazh... Klask a rin ober ma seizh gwellañ evit chom hep ober re a "fazioù" (spi am eus e vin difaziet evit ar pezh a sell ouzh ar yezh ivez, evel just). Tamm ha tamm e vez graet e vragoù da Yann, neketa ? A galon ! --Gweltaz Kerguz 23 Mae 2010 da 20:21 (UTC)[respont]
Pep hini a ra ar pezh a c'hell Taol lagad. Moarvat e vo tud evit reizhañ da labour (n'eo ket me an hini varrekañ evit en ober), pe evit adlenn anezhañ. Hag evel-just e vez savet an traoù tamm ha tamm.
Graet 'm eus war-dro ar pennadoù nevesañ ac'h eus savet. Bez e oa dija eus ur pennad Boukaner, setu em eus ranket diverkañ da hini. Marteze e c'hellfez mont da glokaat ar pennad a zo outi dija. Trug'
Kalon dit --Y-M D (kaozeal) 23 Mae 2010 da 21:26 (UTC)[respont]

Salud deoc'h !--Fabriz Coupechoux 28 Mez 2010 da 13:34 (UTC)[respont]

Salud deoc'h ! Lakaet ho peus ho anv war ar wiki vrezhonek a-benn ar fin ?--Gweltaz Kerguz
Ya, labour 'zo. Me 'zo laouen o vout amañ. Spi am eus e vo degemeret mat ma fennadoù. O treiñ pennadoù 'zo deus ar wikioù e saozneg, e spagnoleg, e galleg hag e latineg emaon. Bec'h 'zo war ma chouk bremañ... P.S. : me gav drol e vez graet ur ger gourel deus "wikipedia". Marteze ez eo ar gaou ganin ha neuze ne gredan ket ober gant "vrezhonek" evit c'hoazh. O c'hortoz emaon ivez. Betek ar c'hentañ gwel !--Fabriz Coupechoux 30 Mez 2010 da 20:40 (UTC)[respont]

Salud. Alies e vez lakaet ar gerioù unan en -a, pe -ia (media zo ul liester, n'eo ket ur skouer vat) da vezañ gwregel e brezhonek. Neuze: ar wikipedia vrezhonek.
Tud all avat a laka an anv wikipedia da vezañ gourel, diwar skouer ar wikipedia gallek (en hini saoznek n'int ket nec'het gant se), neuze: ar wikipedia brezhonek.
Ret e vije gwelout er yezhoù latin all. Bianchi-Bihan 1 Gou 2010 da 03:28 (UTC)[respont]

Hervez ar pennad fr:Wikipedia e seblant bezañ gwregel, evel er yezhoù latin all. Poent zo bet koulskoude e oa gourel. Bianchi-Bihan 1 Gou 2010 da 04:04 (UTC)[respont]
Pa teuler ur sell war ar "wiktionnaire", pennad "wikipedia", ar ger-se a zo gourel ha benel evel "après-midi". An dud a ra gant "la wikipedia" aliesoc'h memes tra.Testenn dev Kenderc'hel a rin ober gant ar wikipedia vrezhonek neuze. A Galon.--Fabriz Coupechoux 1 Gou 2010 da 11:54 (UTC)[respont]

Diwall: pa deuler, pa zeu (kemmadur dre vlotaat atav,, met degemeret e vez pa deu ha pa dle), kenderc'hel da ober (evel paouez , kregiñ da ober ivez). Bianchi-Bihan 1 Gou 2010 da 12:59 (UTC)[respont]

Ya, gwir eo. Red vo din o'r (oups, ober ;) ) ur striv 'vit chom war evezh.--Fabriz Coupechoux 1 Gou 2010 da 15:11 (UTC)[respont]

Beze (a veze) a verk ur boaz: pa oan yaouank, pa vezen klañv, pa voen gloazet. A galon. Bianchi-Bihan 17 Gou 2010 da 16:44 (UTC)[respont]

Ya, gouzout a ouzon. Ret e vo din teurel evezh avat. Trugarez vras !Gweltaz Kerguz 17 Gou 2010 da 17:12 (UTC)[respont]

Diwar ar galleg e troez, a gredan, hag er yezh-se e reont gant an amzer-vremañ da gomz eus traoù tremenet. E brezhoneg n'haller ket. A galon. Bianchi-Bihan 18 Gou 2010 da 05:22 (UTC)[respont]

Ya, merzet em eus e ra implijidi ar Wikipedia vrezhonek gant an amzer-tremenet evit ar pennadoù istorel. Graet em eus mod-se ivez evit ma fennad diwezhañ (Pompeius). Trugarez dit/deoc'h evit an difaziañ. Mod-se e vez desket ivez, neketa ? Spi am eus e vo talvoudus ma labour daoust d'am fazioù ha d'am stil pounner a-walc'h memestra... --Gweltaz Kerguz 18 Gou 2010 da 09:43 (UTC)[respont]
Al labour kentañ, ha talvoudusañ, eo sevel ar pennadoù. Ar peurrest a deu goude. Bianchi-Bihan 18 Gou 2010 da 10:12 (UTC)[respont]

Klask lakaat Taxobox + anvadur skiantel (ha neket brezhoneg), da sk. {{Taxobox Ordo}}, hag e tlefe an traoù dont war wel e brezhoneg war an daolenn (ha mont kuit diouzh krec'h ar bajenn).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 13 Gen 2013 da 11:45 (UTC)[respont]

You are invited!

[kemmañ ar vammenn]
You are invited...

The Celtic Knot: Wikipedia Language Conference - Programme now live.

  • Hosts: The University of Edinburgh and Wikimedia UK
  • Supporting: Celtic & Indigenous Languages.
  • Objective: The main objective for Celtic Knot 2017 is the coming together of practitioners in the same room at same time; strengthening the bonds of those working to support language communities into a 'knot' and leading into action. Attendees can expect to learn about and discuss innovative approaches to open education, open knowledge and open data that support and grow language communities.
  • Date: 6 July 2017 - Booking is now open.

Stinglehammer (kaozeal) 22 Mae 2017 da 23:30 (UTC)[respont]