Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 47, bloaz 2011
21/11/2011 — 27/11/2011
[kemmañ ar vammenn]- Skrivañ un dra bennak er seizhvet sizhun ha daou-ugent eus 2011 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Pennadoù mat ha pennadoù eus an dibab
[kemmañ ar vammenn]N'ouzon ket ha merzet ho peus met gallout a reer bremañ gwelet ar pennadoù mat hag ar pennadoù eus an dibab er yezhoù all, merket gant ur ront glas pe ur steredenn e-kichen ar yezh, a-drugarez da skoazell an implijer Vago ha d'un tamm labour. Tu zo eta hiviziken da lakaat liammoù a-ratozh er pennadoù hervez an displegadennoù a gaver e patrom:Liamm PuB. --Kadwalan 20 Du 2011 da 22:37 (UTC)
- Ul listenn eus ar pennadoù-se zo?Bianchi-Bihan 23 Du 2011 da 14:12 (UTC)
- En holl yezhoù ez eus unan sañset--Kadwalan 26 Du 2011 da 00:57 (UTC)
- Trugarekaat. Ne welan ket pelec'h emañ.Bianchi-Bihan 26 Du 2011 da 03:43 (UTC)
- Klasket em eus met n'on ket deuet a-benn. Marteze ne'm eus ket komprenet mat.--Trec'hlid mitonet 27 Du 2011 da 21:15 (UTC)
- Dre ma n'ae ket ar patrom-se en-dro er Wikipedia brezhonek, betek nevez zo, eo bet lezet a-gostez alies gant ar genlabourerien (ar patrom "Link FA" e saozneg, "Liamm PuB" e brezhoneg, hag ar patrom "Link GA" e saozneg, hep e gevatal e brezhoneg c'hoazh). Sellit ouzh Rummad:Pennadoù eus an dibab, ma kaver ar pennadoù lakaet da "bennadoù eus an dibab" er Wikipedia brezhonek, hag ouzh ar rummadoù kevatal er yezhoù all evit gwelet ar "pennadoù eus an dibab" er yezhoù-se (eo:Kategorio:Elstaraj artikoloj en esperanteg, pe en:Category:Featured articles e saozneg, da skouer). --Llydawr 27 Du 2011 da 21:27 (UTC)
- Er bajenn Urzh an Templ em boa lakaet ar patrom evit merkañ ar pennad saoznek met ne zeu netra war-wel. :-( --Trec'hlid mitonet 27 Du 2011 da 21:36 (UTC)
- Eo, ur steredenn zo, e-kichen ar ger "English" en tu kleiz, e bann ar yezhoù all. --Llydawr 27 Du 2011 da 21:41 (UTC)
- War ma skramm-me ne zeu ket war-wel. Ma wel ar re all, gwell a se evito.--Trec'hlid mitonet 27 Du 2011 da 21:52 (UTC)
- Eo, ur steredenn zo, e-kichen ar ger "English" en tu kleiz, e bann ar yezhoù all. --Llydawr 27 Du 2011 da 21:41 (UTC)
- Er bajenn Urzh an Templ em boa lakaet ar patrom evit merkañ ar pennad saoznek met ne zeu netra war-wel. :-( --Trec'hlid mitonet 27 Du 2011 da 21:36 (UTC)
- Dre ma n'ae ket ar patrom-se en-dro er Wikipedia brezhonek, betek nevez zo, eo bet lezet a-gostez alies gant ar genlabourerien (ar patrom "Link FA" e saozneg, "Liamm PuB" e brezhoneg, hag ar patrom "Link GA" e saozneg, hep e gevatal e brezhoneg c'hoazh). Sellit ouzh Rummad:Pennadoù eus an dibab, ma kaver ar pennadoù lakaet da "bennadoù eus an dibab" er Wikipedia brezhonek, hag ouzh ar rummadoù kevatal er yezhoù all evit gwelet ar "pennadoù eus an dibab" er yezhoù-se (eo:Kategorio:Elstaraj artikoloj en esperanteg, pe en:Category:Featured articles e saozneg, da skouer). --Llydawr 27 Du 2011 da 21:27 (UTC)
- Klasket em eus met n'on ket deuet a-benn. Marteze ne'm eus ket komprenet mat.--Trec'hlid mitonet 27 Du 2011 da 21:15 (UTC)
- Trugarekaat. Ne welan ket pelec'h emañ.Bianchi-Bihan 26 Du 2011 da 03:43 (UTC)
- Taolet em eus ur sell. War ma merdeer Firefox ne welan netra e brezhoneg er pennad-se nag er pennad Winston Churchill da skouer, e saozneg hag e galleg avat e welan ar steredennoù. Gant Internet explorer ez a en-dro e pep lec'h. --Kadwalan 28 Du 2011 da 00:54 (UTC)
- En holl yezhoù ez eus unan sañset--Kadwalan 26 Du 2011 da 00:57 (UTC)
- Just un draig ouzhpenn. Mont a ra en-dro ivez ar patrom evit ar pennadoù eus an dibab gant ar patrom {{Link FA}}, evel e saozneg. Evit a sell ar pennadoù mat e c'haller ober gant ar patrom {{Link GA}} e brezhoneg bremañ. A galon--Kadwalan 28 Du 2011 da 01:06 (UTC)
Poent echuiñ gant ar reuz
[kemmañ ar vammenn]Poent bras eo paouez gant ar chikanañ a vez abaoe ur pennad. Evel m'eo bet lavaret ganin dija er sizhunvezh dremenet n'am eus ket heuliet an afer abaoe an deroù setu n'ouzon ket resis piv a soñj petra, na petra eo danvez an tabut. Ur c'hinnig a ran neuze : a-benn diskoulmañ kement-se e kinnigan da G/Kadwalan ha da V/Bianchi-bihan kinnig amañ dindan e berr komzoù ar c'hinnig a vez o tifenn. Ha ne ran ket forzh deus ho ali war an eil pe egile, fellout a ra din e vefe komzet deus an danvez ha tra ken. Ha ma vez dizemglev war meur a boent disheñvel e c'hellit ober rannbennadoù, mar plij.
Pa vo bet graet bep a ginnig gant hor mignoned e vefe dedennus d'ar gumuniezh eskemm (war an danvez-se) a-benn sklaeraat an traoù ha termeniñ ur mont en-dro hollek, efedus, unvan... A galon --Y-M D (kaozeal) 20 Du 2011 da 22:46 (UTC)
Kinnig Bianchi-bihan
[kemmañ ar vammenn]O labourat e oan pa oa kroget Kadwalan da gemmañ titloù ma fennadoù hag a zisplije dezhañ, en desped d'ar reolenn sklaer, en anv ur reolenn ijinet gantañ [1] nemet ne ro dave ebet gwech ebet.
Goude se e oa kroget da serriñ ma c'hont: pa zalc'her penn outañ ne vez ket pell o komz eus emzalc'h tagus, ha digarez dezhañ serriñ kont e enebour e-pad tri devezh, dre veur a wech. Eñ avat, pa gas gwallvrudoù, pa dorr reolenn "an tri c'hemm", pa ra fae war ar c'henemglev, pa denn danvez holloueziadurel eus ar pennadoù, pa serr kont e enebour (en desped da reolennoù db neptuegezh ar verourien) a vez digastiz.
Pemp klemm am eus lakaet, evit poent, a-enep dezhañ e burev ar verourien: n'eus bet studiet hini ebet. Pa vo barnet ar gwalloberoù-se e vo diskoulmet pep kudenn, pe dost. Bianchi-Bihan 23 Du 2011 da 09:22 (UTC)
Kinnig Kadwalan
[kemmañ ar vammenn]Goulenn a ran gant Bianchi-Bihan mirout reolenn bennañ wikipedia zo skrivañ e brezhoneg pa c'haller. Ijinet e vefe bet ganin hervez Bianchi-Bihan, uheloc'h, en e ginnig!! Ne ouien ket e c'halled skrivañ pennadoù e forzh peseurt yezh amañ... A-du emaon e vez mat a-wezhioù met pasen degouezhioù da-heul
Abaoe tri miz d'an nebeutañ e sav titloù pennadoù en holl yezhoù Europa dibaouez, en alamaneg dreist-holl. Ne dro ket an anvioù broioù e brezhoneg. Evit ar re n'o defe ket sellet ouzh an davarn er sizhunvezhioù tremen setu skouerioù peogwir e ranker reiñ anezhe en-dro. Sevel a ra pennadoù Elisabet af Østrig ha Katharina von Österreich (1533–1572), Catalina de Austria Maria de Portugal (e-lec'h Maria Portugal e brezhoneg), Friedrich von Preußen ha me oar-me (an tri c'hentañ e tri devezh hepken). Perak pas Edward of England pe Louis quatorze pe Anne de Bretagne? Ha n'eus ket un anv testeniekaet evit ar broioù-se e brezhoneg da gentañ ? Ha ne oar ket Bianchi-Bihan penaos e ve lavaret e brezhoneg? Ne gredan ket. Setu e ra a-ratozh-kaer. Hag ouzhpenn e peder yezh disheñvel evit ar memes tra (Aostria), ar pezh zo labour sirius hag holloueziadurel, evel just, poz dezhañ.
N'eo ket a-walc'h dezhañ skrivañ titloù en alamaneg dibaouez, ouzhpenn-se e laka titloù pennadoù e brezhoneg en alamaneg ! Evel amañ ! Eus piv emeur oc'h ober goap !??
Evel implijer hag evel merour, ne gavan ket reizh ar pleg-se. Da gentañ e seblant anat din e tleer treiñ an anvioù bro-se e brezhoneg pa c'haller (Arabat e vefe lâret traoù faos diwar an dra-se. sellet ouzh kaozeadenn ar pennad Preußen a gavan mat da skouer). Ne gomprenan ket penaos e c'haller implijout teir pe peder yezh all evit envel ur vro hepken en deus un anv e brezhoneg e ken berr amzer ha lavaret emeur oc'h ober labour sirius.
Troet em eus eta an anvioù broioù e brezhoneg en titloù savet gant Bianchi-Bihan pa seblante din e oa tu d'o lakaat e brezhoneg, abalamour ma ne ra ket e-unan. Da lâret eo pa vezent troet er yezhoù all peurliesañ. Gwendal en doa goulennet en davarn amañ gant Bianchi-Bihan ha kavout a rae mat ober evel-se ha Bianchi-Bihan en doa lâret e kave mat dre vras met disoñjet en deus abaoe evit doare evel just.
Notennig
[kemmañ ar vammenn]- Troet on da gemer amzer a-raok treiñ an anvioù, ha n'eo ket daoulammat evel a ra Kadwalan, ha neuze e ra sotonioù ha n'eo ket gouest da reizhañ pa n'o gwel ket, kaer a vez diskouez dezhañ. Plijout a ra dezhañ chikaniñ gant munudoù dister ha klask laou em fenn: ganin-me eo bet troet Elisabet af Østrig, ha n'eo ket gantañ; ganin eo bet reizhet Katharina von Österreich (1533–1572) pa oa bet graet fall al labour treiñ gantañ. Goude-se n'ouzon ket ken, diegi am bez o koll amzer er munudoù-se eveltañ : labour gwir zo d'ober war ar pennadoù, ha n'eo ket pismigañ. Bianchi-Bihan 26 Du 2011 da 10:02 (UTC)
Alioù an implijerien all
[kemmañ ar vammenn]- N'am eus ali ebet e gwirionez, ha ne ran forzh. N'eo nemet un afer a ditl ha n'eo ket chalus din. An danvez a zo er pennadoù a zo ar pouezusañ.--Gwendal 23 Du 2011 da 08:35 (UTC)
- -Trugarez eus da ali fraezh hag onest. A-du ganit: an danvez a gont, met ne deu ket e-barzh dre vurzhud. Ha pa vez en emzalc'h ar merour peadra da heugiñ an hini a laka an danvez, ez eus un dra bennak a-dreuz da vat.
- -Ar reolennoù a gont ivez. Ha da c'hortoz ken e vint kemmet, eo ret ober gante. Evel a skrive ur merour: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer%3AKadwalan&action=historysubmit&diff=1098328&oldid=1094185.
- -N'on ket a-du gant reolennoù re strizh, met gwashoc'h e kavan alioù personel strizh kontrol d'ar reolennoù ha lakaet da dalvezout gant ar galloud da serriñ ur gont. Bianchi-Bihan 23 Du 2011 da 08:47 (UTC)
- Klasket em boa un diskoulm en ur furchal er "c'hendivizoù reolata" met war fallaat eo aet an traoù. Me soñje din e oa sklaer a-walc'h ar c'hendiviz ha sklaer ivez e c'hellfer kavout ur c'hendiviz nevez (pe kemm hini pe hini) ma 'z eus ezhomm.--Gwendal 23 Du 2011 da 09:00 (UTC)
- Sed aze furnezh. Ya, sklaer a-walc'h eo ar reolenn. Un tamm feiz vat da lenn anezhi ne ra ket droug ivez. Bianchi-Bihan 23 Du 2011 da 09:14 (UTC)
- Aze emañ an dalc'h ganit end-eeun Ne ziskouezez ket feiz vat. Forzh piv a c'hall teurel ur sell amañ ha gwelet--Kadwalan 25 Du 2011 da 16:19 (UTC)
«Poent echuiñ gant ar reuz» eme an titl. A zo mat, met pa weler e reer gwashoc'h eget paouez [2] e weler emeur partiet fall.--Trec'hlid mitonet 23 Du 2011 da 12:48 (UTC)
- a) N'eo ket reuz pa'z eo ober hervez a reolenn. b) N'eo ket reuz lakaat un anv gwir ha holloueziadurel. ch) Pa oa fazioù brezhonek er pennad ne oa ket reuz, sur, ha ne oa den o klemm. Bremañ pa'm eus reizhet e klever klemm! Bianchi-Bihan 23 Du 2011 da 14:10 (UTC)
- N'eo ket un afer titl Gwendal, un afer yezh eo. Osterreich n'emañ ket c'hoazh em geriadur brezhoneg da skouer. Klask a ra Bianchi harpañ war unan eus hor reolennoù diwar-benn an anvioù tud a lavar e ranker doujañ da stumm orin an anv-badez hag an anv familh e titloù ar pennadoù pa ne vez ket ur stumm testeniekaet e brezhoneg. Disheñvel-mik eo ar gudenn amañ !! Ne lavar ket ar reolenn e ranker chom hep treiñ an anvioù-bro ! Hervez e soñj de Bretagne e vefe anv familh Anne hag arabat e vefe eta treiñ hec'h anv. Of England e vefe anv familh Elisabeth hag abalamour da se e tlefed skrivañ Elisabeth of England. Hag ar memes tra evit "von Prussen", "von Osterrreich", di Austria ha me oar-me e-lec'h Aostria, e brezhoneg. Droch eo. Ret eo kaout feiz fall da veskañ an traoù evel ma ra Bianchi Bihan memes tra. Hag estroc'h en titloù e laka anvioù en alamaneg ingal met en holl bennadoù ivez (ha n'eo ket adstummoù eus an titl eo) --Kadwalan 25 Du 2011 da 16:19 (UTC)
Feiz fall
[kemmañ ar vammenn]Ya, tra-walc'h eo ober gant arguzennoù ha ne blijont ket d'ar merour evit ma vefe kaoz gantañ eus feiz fall. N'on ket sur pe eo feiz vat pe goap pa lavar Kadwalan, eus an anv Osterreich da skouer, n'emañ ket c'hoazh em geriadur brezhoneg. Kalz anvioù all zo er wikipedia ha n'emaint en e c'heriadur brezhonek (pe seurt geriadur eta?) marteze. Evel an anvioù Kamchatka, revrfouzherezh, Shakespeare, gerontofiliezh, Battement frappé ... met re hir e vefe al listenn : kalz eus an 40 000 pennad zo amañ n'emaint e geriadur brezhoneg ebet.
A-hend-all ne blij ket din ez afe unan bennak da c'hoari lenn ar sperejoù ha da lavarout petra eo (e vije, kentoc'h) ma soñj (pe soñj den ebet) hervezañ.... N'eo ket amañ emañ al lec'h d'al lennerien soñjoù na d'ar skiant-faltazi, kouda? Bianchi-Bihan 25 Du 2011 da 16:33 (UTC)
- Ma n'eo ket feiz fall ne c'hall bezañ nemet abalamour ma na'z teus ket lennet ar reolenn a venegez ken alies, dre ma ne lavar ket ar pezh a fell dit he lakaat da lâret. Feiz fall adarre pa veskez a bep seurt anvioù tout gant anvioù broioù troet e brezhoneg en holl c'heriadurioù nemet da hini e vefe. Feiz fall adarre pa gredez klemm amañ abalamour ma vezont troet e brezhoneg gant ar re all. Tri miz am eus lezet dit da cheñch doare ober met mont a ra war washaat. Bremañ n'eo ket un anv bro hepken a vez lakaet en titl met un titl en alamaneg penn-da-benn evel Friedrich Wilhelm Prinz von Preußen. Mont a ra kalz buanoc'h sevel pennadoù evel-se moarvat? Poent eo paouez gant ar reuz-se da vat ha distreiñ d'ar skiant-vat --Kadwalan 26 Du 2011 da 00:06 (UTC)
Techet on da soñjal n'eo ket ganit emañ ar skiant vat en he fezh pa lennan arguzennoù zo. War a seblant ac'h eus un ali a-raok lenn ar pennad Friedrich Wilhelm Prinz von Preußen. Mat e vije lenn a-raok barn. Ha lakaat da ali er bajenn gaozeal ma kerez. Pa vo kenemglev e vo abred a-walc'h da welout. Bianchi-Bihan 26 Du 2011 da 03:50 (UTC)
- Gwelout a ran n'ec'h eus ket gortozet evit kemmañ. Evel bep tro. Kaozeal ne fell ket dit. Mat. Din da c'houzout eo un istorour, hag an anv-se a zo skrivet war e levrioù. Neuze eo anv un oberour, ha n'eus ket da gemmañ. Fazi kentañ. Goude, Priñz von Preußen, pa vez troet mat, zo Priñs a Brusia, rak priñsed all zo. Pa droez "Priñs Prusia", e seblantez reiñ da grediñ n'eus nemet unan. Eil fazi. Gant an anv gwir, da vihanañ, n'eus fazi ebet. Bianchi-Bihan 26 Du 2011 da 03:59 (UTC)
- Un oberenn gant an istorour, e anv war ar golo: http://www.amazon.com/helfe-unserem-Vaterland-Hohenzollern-1918-1945/dp/3784429084 . Bianchi-Bihan 26 Du 2011 da 04:43 (UTC)
Neptuegezh
[kemmañ ar vammenn]Setu amañ ur skouer eus an enebiezh a gavan bemdez a-berzh ar merour. N'eo ket e ali-eñ hepken a gont, met hini saver ar pennad ivez. Neuze e tistaolan ar c'hemm-mañ: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Preu%C3%9Fen&action=historysubmit&diff=1108371&oldid=1107605, a zo ur c'hemm enepholloueziadurel, diazezet war un ali personel, mil bell diouzh neptuegezh ur merour . Bianchi-Bihan 23 Du 2011 da 06:23 (UTC)
- Ha forzh petra adarre. N'eus ken lenn ar bajenn kaozeadenn da welet--Kadwalan 26 Du 2011 da 00:08 (UTC)
- Krog on da gompren da zoare soñjal: alioù ar re all zo n'eus forzh petra. Un arguzenn a bouez dit-te, dister din-me. Lemel danvez holloueziadurel zo vandalerezh, netra ken. Bianchi-Bihan 26 Du 2011 da 04:08 (UTC)
Lavar-dislavar...
[kemmañ ar vammenn]... e vez an nen a-wechoù.
- a) http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia:Kumuniezh/An_davarn/sizhunvezh_45,_bloaz_2011&diff=next&oldid=1101242
- b)http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeal:Mary_Stuart
Bianchi-Bihan 23 Du 2011 da 09:28 (UTC)
Si ha faltazi
[kemmañ ar vammenn]Evel boaz, ne wel Kadwalan nemet sioù ar re all, eñ zo disi, neptu. Afer ar Blouzenn hag an Treust, ur wech ouzhpenn.
- Pa skriv Kadwalan: Goulenn a ran gant Bianchi-Bihan mirout reolenn bennañ wikipedia zo skrivañ e brezhoneg pa c'haller e vagan disfiz: n’eo ket gouest da lenn ar reolenn a ziskouezan dezhañ db an anvioù-tud, setu e c’houlennan pelec’h en deus kavet ar reolenn all-se dispaket gantañ. Pa ne lavar ket, e kav din eo ijinet gantañ, ha mat pell zo. Ouzhpenn-se e vije ret skrivañ hervez e blijadur, ha n’emaomp ket amañ d’ober plijadur dezhañ.
- Pa skriv :’’Ne ouien ket e c'halled skrivañ pennadoù e forzh peseurt yezh amañ’’ e lavar n’eus forzh petra: titloù a zo e nouspet yezh warn-ugent, ha neuze? Met skrivet eo an holl bennadoù e brezhoneg, evel ma oar an holl, ha Kadwalan zoken, ha ma re-me zo ivez. Pa glask lakaat da grediñ ne skrivjen ket ma fennadoù e brezhoneg , perak ne ziskouez ket unan? Peogwir n'hall ket! Setu ur pennad brezhonek gant un titl islandeg: Á Sprengisandi. Re all zo gant titloù e sanskriteg, galizeg, poloneg, ... Poent e vije d'ur merour neptu lakaat Kadwalan da baouez gant seurt gevierezh.
- Pa skriv Abaoe tri miz d'an nebeutañ e sav titloù pennadoù en holl yezhoù Europa dibaouez, en alamaneg dreist-holl. ‘’’ e komprenan e tisplij ma labour dezhañ, met n’eo ket ret dezhañ sellout, ha ne gar ket an alamaneg, da bep hini e vlaz, neuze n'eo ket ret dezhañ lenn. Skrivet em eus titloù pennadoù amañ a-raok ma en doa diskouezet e fri er wikipedia, gant titloù e yezhoù a bep seurt, anvioù levrioù, kanaouennoù, stêrioù, stadoù, tud, hep goulenn aotre ebet digantañ: Se questo è un uomo, The Beatles, Lagrimas Negras, Tirant lo Blanc, Mabinogion, ha me oar.
- ’Ne dro ket an anvioù broioù e brezhoneg’’ emezañ. Gwir eo ne ran ket atav, ha neuze? Ma kaver eo ret treiñ anv pe anv, e c’haller atav kaozeal, hervez ar reolennoù evel-just: met sed un dra, just a-walc'h, ha ne oar ket Kadwalan ober, ouzhpenn ma ne gompren ket ar reolenn db an anvioù-tud. Sur eo, ma implij gourdrouz ha ma serr ma c’hont tri devezh div wech ar sihun e tremeno fall an traoù.
- Gwir eo e c’hallan ankouaat tra pe dra alies, met gant tost da 10 000 pennad savet ganin ne lavarin ket em eus graet labour disi atav. N’eo ket un abeg evit ober reuz spontus evel ma ra Kadwalan na c'hoari spazhañ laou.
- Kustum eo Kadwalan da vont da besketa arguzennoù en e faltazi: ‘’Perak pas Edward of England pe Louis quatorze pe Anne de Bretagne? ‘’. Gwander an hini en deus diouer a arguzennoù.
- Skrivañ a ra: ’Evel implijer hag evel merour, ne gavan ket reizh ar pleg-se. Da gentañ e seblant anat din e tleer treiñ an anvioù bro-se e brezhoneg pa c'haller .” Setu ar si gant Kadwalan: ar pezh a gred zo anat, hep klask hag-eñ e klot gant ar reolenn. N’eo ket savet ar wikipedia war e gredennoù met war ar c’henemglev, ha n’eo ket war e c’hourdrouzoù ken nebeud all.
Bianchi-Bihan 25 Du 2011 da 17:09 (UTC)
- Diskouez a ra splann ar pennad-mañ adarre feiz fall Bianchi bihan a glask adarre distreiñ ma c'homzoù. Dic'houest e seblant Bianchi bihan da selaou ar pezh a vez lavaret dezhañ, da zivizout gant ar re all, pe d'en em lakaat un tamm e kaoz a-wezhioù ... Trist eo ... Evel kustum ne glask nemet lakaat ar c'haozeadennoù da badout e rendaeloù dibaouez hep klask lakaat ac'hanomp ha wikipedia da vont war-raok, hag ouzh hor lakaat holl da goll hon amzer. C'hoari e benn ha skeiñ gant ar verourien pa emellont en e reuz, setu ar blijadur a seblant kemer. Rak ur gwir reuz eo ar pezh a ra, a noaz ouzh ene hor raktres : sevel un holloueziadur e brezhoneg. Pet kantad pennadoù en alamaneg en deus savet amañ e tri miz a zo bet ranket reizhañ? Ha c'hoazh ne'm eus ket kavet an holl. Sur eo. Nag a bennadoù kollet evit netra abalamour dezhañ, abalamour ma ranker tremen war e lerc'h pe klask lakaat anezhañ da welet ar skiant-vat. Ar pezh a zo dreist-holl e koll holl ar fiziañs a c'haller kaout er pezh a lavar. Komz a ra eus kenemglev met ne glask ket e dizhout. --Kadwalan 26 Du 2011 da 00:55 (UTC)
Ne vez ket pell Kadwalan o kavout feiz fall en dud pa vez adlennet e skridoù-eñ, ha n'int ket ijinet ganin, evel ar soñjoù eo-eñ prest da lakaat em fenn goude ma'z int ganet en e spered! Distreiñ da gomzoù a ran pa venegan da gomzoù?
- N’eo ket te a lavar ez eus ur reolenn db yezh ar pennadoù? Pelec’h emañ?
- N’eo ket te a ya da ijinañ em bije graet anv eus “of England” ? N’out ket gouest da lavarout pelec’h! Ur pennad England zo, by the way, krouet ganin, evel Brittany, France, hag all.
- Dit-te on dic’houest da zivizout gant ar re all ? Ganit, a fell dit lavarout! Pa weler live da arguzennoù, gwir eo, ne vez ket aes.
- Te an hini a lak ac’hanomp da goll amzer. E-lec’h c’hoari lammat war ma labour ha blejal warnon, evel pa vijen ur skoliad dit, e c’hallfes leuskel an traoù da vont plaen hag e peurdrofen pezh zo da dreiñ, hervez ar reolenn, war ma fouez, ha ne vije droug ebet. E-lec’h c’hoari serriñ ma c’hont evel ac’h eus graet nouspet gwech, hag a garfes ober c’hoazh, en santout a reer a-walc’h, e c’hallfes leuskel ac’hanon da labourat sioul. N’eo ket gant da zoareoù hon eus gallet tizhout an 40 000 pennad, sur ha n'eo ket marteze! Hag abretoc'h e vijent bet tizhet ma ne vijes ket bet o lakaat harz ha skoilh muiañ ma c'halles. Me a gas ar wikipedia war-raok gant pemp pennad nevez bemdez (muioc'h a-wechoù), ha se ne lavarez ket, ha te an hini a ra reuz diwar o fenn. Bianchi-Bihan 26 Du 2011 da 04:32 (UTC)
- Bremañ e ranker kavout ur reolenn da skrivañ e brezhoneg. Eus piv e reer goap? Ha, resped dit, ne'm eus ket lavaret az tije graet UN anv eus “of England”. Lavaret em eus ez eo ar memes tra a rez ingal gant an anvioù titloù pe broioù alamanek evel "Von X, pe e yezhoù all. Ha goude e implijez arguzennoù klasel all ganit "lezit ac'hanon da labourat sioul" ha "ganin e vez savet ar muiañ a bennadoù". Me a gav din e oa bet respontet d'an div meur a wezh. Lezet em eus dit war-dro tri miz da gregiñ da lakaat an anvioù-broioù e brezhoneg en titloù. Ret eo bet din tremen war da lerc'h ha sevel adkasoù ma unan gant ar pep brasañ. Tremen a rez war ma lerc'h d'o lakaat en alamaneg. Hir a-walc'h eo padet ar farsadenn. Sevel pennadoù ne vir ket ouzhit da viret reolennoù hor raktres. A-hervez e ve diaes dit divizout ganin. Ma ne vijen ket enskrivet amañ abaoe 2007 ha ma ne'm bije lennet pe gwelet meur a wezh ez toa ar memes kudenn gant tud all e soñjfen on faziet pe e oamp kroget fall gant hon diviz. Evit ar wech diwezhañ e c'houlennan ganit mar plij paouez gant ar c'hoari-se ha ra labouro pep hini sioul en e gorn goude. --Kadwalan 27 Du 2011 da 20:31 (UTC)
Wilhem / Gwilherm
[kemmañ ar vammenn]- Set pezh a zizoloer pa dremener war da lerc'h: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Friedrich_Gwilherm_II_%28Prusia%29&action=historysubmit&diff=1110377&oldid=1110149. Kemmoù evel-se zo mezhus. Lod a vez prim da gaozeal eus reuz db n'eus forzh petra: aze ez eus peadra! Bianchi-Bihan 26 Du 2011 da 04:53 (UTC)
- Gwelet ar goaz er bajenn kaozeadenn--Kadwalan 27 Du 2011 da 20:57 (UTC)
Barrennigoù-stagañ
[kemmañ ar vammenn]Mar plij, ret eo diwall gant ar barrennigoù-stagañ (etre ar bloaziadoù da sk.):
daou seurt amañ evit pennadoù kar, hag un tamm dre-holl evel-se. Penaos 'peus c'hoant en em adkavfe an dud evel-se?--Trec'hlid mitonet 26 Du 2011 da 08:54 (UTC)
- N'eo ket labour graet gant ar merour? Bianchi-Bihan 26 Du 2011 da 10:46 (UTC)
- Ne gred ket din, pas er skouerioù a-us da vihanañ. Forzh penaos, n'eus netra da welet gant labour mererezh, evit an implijerien e lavaren an dra-se.--Trec'hlid mitonet 26 Du 2011 da 13:22 (UTC)