Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 38, bloaz 2011
19/09/2011 — 25/09/2011
[kemmañ ar vammenn]- Skrivañ un dra bennak er eizhvet sizhun ha tregont eus 2011 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
- Emañ Kadwalan o prientiñ brezelioù nevez ar sizhun, goude Kristina Danmark ar sizhun dremenet. Gouzout a reer penaos e echuo adarre. Ne vo den evit stagañ anezhañ? Da betra e talv kaout merourien nevez ma vezont kousket? Bianchi-Bihan 20 Gwe 2011 da 11:06 (UTC)
- Goude lakaat reuz en ur pennad db un titl, ne echu ket ar pennadoù a chom en ur stad truezus goude. Evel Kristina Danmark, serret gantañ: evit labourat sioul? pe evit gallout ober ar memes charre e pennadoù all? pegoulz e vo peoc'h? Bianchi-Bihan 20 Gwe 2011 da 11:11 (UTC)
- Setu eo a-walc'h reiñ e ali e pajenn kaozeadenn ur pennad savet ganit da brientiñ brezelioù! Biskoazh. Evit ar re a fell dezhe heuliañ istorioù Bianchi Bihan em eus roet ma ali e pajennoù kaozeadennoù ar pennadoù Elisabet af Østrig ha Katharina von Österreich (1533–1572), tra ken. O fediñ a ran da reiñ o hini. Ar memes tra e lârfen evit Elisabeth von Österreich, nevez savet gantañ. Skrivañ a ra ivez an titl Maria de Portugal (e portugaleg) e-lec'h Maria Portugal e brezhoneg. Kavout a ran souezhus. Perak nompas lakaat an anvioù broioù e brezhoneg (Aostria en degouezh-mañ) hag o zreiñ ur wezh en danek, ur wezh e spagnoleg, ur wezh en Alamaneg? Strobus a-walc'h eo d'al lennerien da'm soñj (an holl ne ouzont ket daneg pe alamaneg da skouer). Ha n'eo ket anvioù familh met anvioù bro, evel ma skrivfemp Edward of England, kerkoulz eo skrivañ an anvioù broioù e brezhoneg eta da'm soñj. --Kadwalan 20 Gwe 2011 da 12:24 (UTC)
- Trawalc'h eo sellet ouzh ar WPoù all evit gwelet e vez troet an anvioù-se: en:Catherine of Austria, Queen of Poland, fr:Catherine d'Autriche (1533-1572)...Trec'hlid mitonet 20 Gwe 2011 da 12:44 (UTC).
- Setu eo a-walc'h reiñ e ali e pajenn kaozeadenn ur pennad savet ganit da brientiñ brezelioù! Biskoazh. Evit ar re a fell dezhe heuliañ istorioù Bianchi Bihan em eus roet ma ali e pajennoù kaozeadennoù ar pennadoù Elisabet af Østrig ha Katharina von Österreich (1533–1572), tra ken. O fediñ a ran da reiñ o hini. Ar memes tra e lârfen evit Elisabeth von Österreich, nevez savet gantañ. Skrivañ a ra ivez an titl Maria de Portugal (e portugaleg) e-lec'h Maria Portugal e brezhoneg. Kavout a ran souezhus. Perak nompas lakaat an anvioù broioù e brezhoneg (Aostria en degouezh-mañ) hag o zreiñ ur wezh en danek, ur wezh e spagnoleg, ur wezh en Alamaneg? Strobus a-walc'h eo d'al lennerien da'm soñj (an holl ne ouzont ket daneg pe alamaneg da skouer). Ha n'eo ket anvioù familh met anvioù bro, evel ma skrivfemp Edward of England, kerkoulz eo skrivañ an anvioù broioù e brezhoneg eta da'm soñj. --Kadwalan 20 Gwe 2011 da 12:24 (UTC)
Ur pennad boulc'het n'eo ket echu: lod a gemer o amzer, me 'fell din ober kemend-all, hag ar brasañ disfiz am eus desket kaout goude tapout taolioù zo. Hag un anv a c'hall bezañ kemmet, ha graet em eus bet alies. Hag adkasoù a c'hall bezañ graet. Met pa'z eo me a ra al labour e kavan gwell kregiñ gant un anv mat hag asur (a servijo bepred d'ober un adkas), ha kemer amzer d'en em soñjal a-raok dibab an anv brezhonek, hep kemmañ adarre re alies. Da c'hortoz ez a ar pennad war-raok ma ne deu den da lakaat reuz, na da serriñ ar pennad, hep kaozeal, pe gant doareoù adjudant. Ouzhpenn -se ne vez ket aes an dibab evit anvioù zo, evel am eus klasket displegañ db Elesbed hag Izabel, a zo ar memes anvioù a orin: aes e vez an traoù a bell da lod, pa n'eo ket int a ra al labour. Neuze un tamm pasianted, preder ha peoc'h mar plij, a vo degemeret mat e-lec'h brezel. Tud zo o deus mennozhioù e-leizh db labour ar re all, mat: kaozeal a c'haller atav. Lakaat reuz dizehan, evel am eus gwelet er sizhun dremenet, zo un afer all. Ha doareoù zo a grog da vezañ anavezet mat. Ma teu Kadwalan da ober reuz n'en do nemet kas al labour da benn ivez en toullad pennadoù ma ne rin mui war o zro, hag a chom diechu (daoust ma teu da dennañ an arouez ivez a-wechoù) ha kreskiñ a ra o niver, abaoe aferioù Mec'hiko, met n'eo ket bet kaset al labour war-raok gantañ evel-just. Bianchi-Bihan 20 Gwe 2011 da 14:26 (UTC)
Chom a ra pennadoù all evel se met reizhet eo an anvioù meneget. Ar pennadoù serret ouzhit zo pennadoù e lec'h ma'z teus graet traoù a-enep ali pe reolennoù ar gumuniezh. Na'z teus graet kinnig fetis ebet da wellaat pe da glokaat an traoù war ar pajennoù kaozeadennoù abaoe, din da c'hoût.
- Gaou: n'eus ali ebet nemet da hini db Kristina Danmark.
- Gwir: ne rin kinnig ebet ken e-lec'h ma'z eo an nerzh eo ar reolenn, adalek pajennoù Mec'hiko, chomet en ur stad vantrus, betek Kristina Danmark. Te an hini zo kiriek ma n'eo ket graet mat al labour. Bianchi-Bihan 21 Gwe 2011 da 13:46 (UTC)
- Displeget em eus a-walc'h er sizhun dremen n'en deus kaoz Kristina Danmark mann da welet gant ali ub.. N'on ket sañset sevel ur votadeg bewech ma vez torret reolennoù wikipedia, daoust ma c'hall pep hini reiñ e soñj evel just. Dibrennet e vo a-benn sizhun mar bez sioulaet an traoù. Ma fell dit chom hep labourat e pennad pe pennad db Mec'hiko, gwazh a se met n'eus den zo kaoz nemedout.--Kadwalan 21 Gwe 2011 da 18:32 (UTC)
@Bianchi-Bihan : Paouez da gwelet ha sevel brezel pepelec’h. Ouzhpenn-se war poentoù munud! N'on ket o kousket met traoù all m'eus d'ober (er wikipedia e brezhoneg ha war raktresoù all). Forzh penaos, evel merour m'eus ket gwir da stagañ hep abeg vat (kunujenn groñs pe reolenn n'int ket doujet). A galon, VIGNERON 23 Gwe 2011 da 13:51 (UTC)
Pajenn bal
[kemmañ ar vammenn]Sed am eus kavet: (Adkas war-du Anv ar bajenn bal). An eil gwech din eta goulenn kemmañ an anv-se: ur bajenn n'eo ket ur bal. Lakaat "ar bajenn da dizhout". Labour merourien. Bianchi-Bihan 20 Gwe 2011 da 17:41 (UTC)
- Ur brav out avat da gaout abeg e doareoù ar re all. Ma rofes daveoù da welet ar gudenn e vefe tu d'he diluziañ.--Kadwalan 21 Gwe 2011 da 13:36 (UTC)
- Setu:
- e 2010: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia%3AReizhadenno%C3%B9_da_ober&action=historysubmit&diff=924416&oldid=774270
- e 2011: 20 Gwe 2011 da 17:30 (diforc'h | ist) N Elisabeth Iañ (Adkas war-du Anv ar bajenn bal).
- Setu:
Ne welan ket e vije da gavout abeg e-barzh brezhonekaat traoù seurt-se. Bianchi-Bihan 21 Gwe 2011 da 13:42 (UTC)
- OK. N'eus ket hag a-du emaon ganit met evit kemm an dra-se e vo ret splujañ e don pajennoù teknek Wikipedia moarvat. N'on ket kustum ha kemer a raio un tammig amzer marteze.--Kadwalan 21 Gwe 2011 da 14:04 (UTC)
- Gallout a res ivez cheñch an eur a welez e wikipedia ez poest "dibaboù implijer" evit ma klotfe gant hini Breizh, pe un all--Kadwalan 21 Gwe 2011 da 14:11 (UTC)
Gortoz a ran abaoe Gouhere 2010, setu n'on ket war-bouez ur miz bennak ouzhpenn. Salv ma vije brasoc'h o lod gortoz gant merourien-brezelourien pa vezont war gein ur c'henlabourer. Bianchi-Bihan 21 Gwe 2011 da 14:47 (UTC)
- Graet 'm eus war-dro. N'eo ket war Wikipedia e vez renket seurt kudennoù, met e lec'h all, lec'h ma 'z on bet da renkañ an traoù. A-benn nebeut e vo hizivaet ar c'hemm-se. --Y-M D (kaozeal) 21 Gwe 2011 da 20:42 (UTC)
- Trugarez--Kadwalan 21 Gwe 2011 da 22:18 (UTC)
- Lec'hioù misterius a vefe ha ne vo ket laret o anvioù ? The truth is out there. Bianchi-Bihan 24 Gwe 2011 da 11:26 (UTC)
- Trugarez--Kadwalan 21 Gwe 2011 da 22:18 (UTC)
Daou vrezel all emañ Kadwalan o ren er wikipedia:
- unan a-enep ar bloavezhioù en titloù, a zisplij dezhañ (goude ma'z int elfennoù holloueziadurel, ha daoust ma vezont implijet er wikioù all)
- unan a-enep an alamaneg (ha yezhoù all) da vrezhonekaat hervez e imor.
Ha setu perak en deus kemmet Katharina von Österreich (1533–1572), hep kaozeal gant an hini en doa krouet ar pennad ha labouret warnañ betek-hen (goude ma tlefe ur merour gouzout eo ar c'henemglev eo reolenn wikipedia ha n'eo ket ar gasoni ouzh an niveroù nag e varradoù imor fall) ha setu ni bremañ gant Katharina Aostria. Marteze e oar hon merour ez eus ur pennad Katharina, met sur eo n'eo ket bet lennet gantañ: un anv alamanek eo, ha c'hwitet e vrezhonekadenn gantañ.
N'eo ket se ar pep gwashañ: meur a vaouez zo en anv-se. Ha perak dibab honnezh hepken da vezañ Katharina Aostria? N'anavezomp ket e zougoù personel. Marteze peogwir e oa boulc'het ar pennad gant ur c'henlabourer, netra ken. Gortozomp dibenn ar brezelig-se , hag ar brezelioù all da zigeriñ. Bianchi-Bihan 22 Gwe 2011 da 03:32 (UTC)
- Romantoù adarre. A-du e oas da unan da dreiñ an anv meneget. Skrivet eo a-us en davarn. Degas a ran da soñj dit e tlee titloù ar pennadoù bezañ skrivet e brezhoneg. Ne gomprenan ket perak e plantez anvioù broioù hag anvioù-badez spagnolek hag alamanek forzh pegement en desped d'ar skiant vat (piv a reizho ha penaos?) pa vefe ken aes o zreiñ e brezhonek diouzhtu (hag ober un adkas er yezh all mar karez) hag o skrivañ evel ma karez. Nac'hañ a rez da gustum skrivañ anvioù-badez e brezhoneg ha goude e huchez abalamour ma vezont lezet er stad a c'houlennez. Ma vijent bet troet penn-da-benn az tije huchet abalamour da se moarvat. Met marteze e fazian hag az tije kavet gwell e vije bet skrivet Katelin Aostria er pennad, evel 'toa graet er pennad. Mat-tre. Gra un adkas all eta ha peoc'h war ar jeu. Ar santimant am eus e klaskez lakaat eoul war an tan dibaouez evel evit ar blijadur. Atav e vez unan oc'h heskinañ ac'hanout hag o vrezeliñ a-enep dit da grediñ, ispisial ar verourien. Marteze e oa bet kemmet anv Katharina von Österreich (1533–1572) abalamaour ma oa bet kaoz anezhi en davarn? Marteze abalamour ma oas a-du dre vras ha ma soñjen e oa bet ankouaet ? --Kadwalan 22 Gwe 2011 da 12:31 (UTC)
- Perak nompas adkas Katharina Aostria da gKatelin Aostria mar karez?--Kadwalan 22 Gwe 2011 da 13:36 (UTC)
- Trugarez ivez da chom hep sevel pennadoù doubl evel-henn evel ma oa rebechet ouzhit meur a wezh pa ne vez ket a-du gant an titl pe un dra bennak. Da soñj az teus roet en davarn, gallout a rez reiñ anezhañ er bajenn kaozeadenn Katharina Aostria ivez pe war ma fajenn implijer. N'eo ket a-walc'h? Da betra plantañ dizurzh? --Kadwalan 22 Gwe 2011 da 13:09 (UTC)
Ret e vez kemmañ ivez moarvat, evit ar memes abegoù, titl Catalina de Austria, Katharina von Österreich (Aostria, ur bajenn disheñvelout), Adolf von Nassau (impalaer santel) (Nassau), Hermann Moritz von Sachsen (Saks) ha re all zo sur a-walc'h--Kadwalan 22 Gwe 2011 da 13:56 (UTC)
Kenderc'hel a ra Kadwalan da adenvel a-hed hag a-dreuz, hervez e faltazi, awenet gant Buhez ar Sent. A sizhun da sizhun e weler listennad e daolioù kaer o hiraat. Bianchi-Bihan 23 Gwe 2011 da 00:20 (UTC)
Aesoc'h e ve ar vuhez gant Rummad:Tchekia. Bianchi-Bihan 22 Gwe 2011 da 04:26 (UTC)
- A-du.--Gwendal 24 Gwe 2011 da 07:45 (UTC)
- Neptu on : aesoc’h eo Tchekia met resisoc’h eo Republik Tchek. A galon, VIGNERON 24 Gwe 2011 da 10:56 (UTC)
- Mont da lenn marteze a-raok en:Name of the Czech Republic ha fr:Nom de la République tchèque evit pas kaout da cheñch-dicheñch an traoù.--Trec'hlid mitonet 24 Gwe 2011 da 11:43 (UTC)
- Neptu on : aesoc’h eo Tchekia met resisoc’h eo Republik Tchek. A galon, VIGNERON 24 Gwe 2011 da 10:56 (UTC)
Fentus: E-barzh en:Name of the Czech Republic"However, the term "Czechia" (/ˈtʃɛki.ə/) has not caught on among English speakers". Koulskoude eo ar ger a glevan tost bemdez e saozneg gant tud zo, ha n'o deus ket lennet ar pennad. A-hend-all, n'eus ket mall, evel-just. Bianchi-Bihan 24 Gwe 2011 da 13:21 (UTC)
- «C’est peut-être l’une des raisons qui expliquent que l’État tchèque n'a pas encore trouvé de dénomination satisfaisante pour «le pays des Tchèques et des Moraves» : c’est en effet l'un des rares pays au monde à être défini par un adjectif (République tchèque) plutôt que par un nom propre (Tchéquie, étant une appellation non officielle). D’ailleurs, le mot Cechy (ou Tchéquie) désigne uniquement la Bohême, non le pays tout entier. On utilise plutôt le terme Cesko (ou Tchéco) ou simplement Republika pour désigner le pays, car le mot Tchéquie revêt une connotation négative en raison sans doute de son emploi par Adolf Hitler, qui parlait de faire disparaître la Tchéquie (ou la Bohême) de la carte d’Europe.»[1].--Trec'hlid mitonet 27 Gwe 2011 da 17:27 (UTC)
- E geriadur an Here e reer gant Republik Tchek (p 1434)--Kadwalan 27 Gwe 2011 da 17:59 (UTC)
- Hag e Geriadur Vallée ?
- Un dra eo an anvioù ofisiel, a ranker mirout er pennadoù evel-just (nemet an anvioù-tud a vez distummet a-dro-jouiz, ha n'ouzer ket war be ziazez). Un dra all eo anv ar rummadoù ha n'int nemet un doare da rummata ha da glenkañ, ha n'eus ket ezhomm da vout ken strizh. Labourat a vez aesoc'h gant anvioù berr.
- E-kichen an anvadur "ofisiel" ez eus un implij pemdeziek gant ar studierien yaouank, tud ha n'ouzont pe implij a rae Hitler eus ar ger Tchekia. Bianchi-Bihan 27 Her 2011 da 01:11 (UTC)
- E geriadur an Here e reer gant Republik Tchek (p 1434)--Kadwalan 27 Gwe 2011 da 17:59 (UTC)
Oadvezh
[kemmañ ar vammenn]Oadvezh ar maen pe Oadvezh ar Maen?--Gwendal 24 Gwe 2011 da 07:45 (UTC)
- Ne oaran ket ar reollenn « typographie » e brezhoneg (klasket m’eus met m’eus ket kavet). Oadvezh ar maen zo « typographie » gallek hag Oadvezh ar Maen zo kentoc’h saoznek.
- Penaos e skriver el levrioù ?
- War lec’hienn an ofis e kaver « oadvezh an arem ; oadvezh an houarn ». E-barzh ar plegfollenn Mirdi Breizh eo skrivet : « Henoadvezh ar Maen ; Nevezoadvezh ar Maen ».
- Cdlt, 24 Gwe 2011 da 10:54 (UTC)
- Skrivañ a rafen Oadvezh ar Maen. --Llydawr 25 Gwe 2011 da 19:44 (UTC)
- Evel Henamzer, Krennamzer ha Kantved ar Sklêrijenn(où). Bianchi-Bihan 26 Gwe 2011 da 01:33 (UTC)
- Skouerennoù fall. Henamzer ha krennamzer zo anat, goulenn ebet. Kantved ar Sklêrijennoù n'eo ket memestra peogwir n'eo ket gwir sklêrijennoù met e-barzh oadvezh ar M/maen zo gwir maen.
- N'eus ket rumm gerioù e brezhoneg evel e galleg : église (ti) / Église (tud) pe état (stad) / État (gouarnament) ?
- A galon, VIGNERON 27 Gwe 2011 da 16:38 (UTC)
- A! Pa sellan ouzh ar pennadoù e kavan int skouerioù mat. Fall eo ar pennadoù? Bianchi-Bihan 27 Gwe 2011 da 16:45 (UTC)
- Ne oaran ket penaos vez lavaret ar gerioù teknik e brezhoneg.
- Les articles Henamzer et Krennamzer et leur typographie sont bonnes (pour autant que j'en saches de la typographie en breton), mais ce ne sont pas de bons exemples car il est évident que la première majuscule se capitalise. Par contre, le problème est de savoir si il faut capitaliser ou non l’initiale du second mot de la locution. De même, la capitalisation de Kantved ar Sklêrijenn est bonne mais ne correspond pas au même cas que Oadvezh ar m/Maen ; dans le second cas, « pierre » est pris dans son sens littéral (comme pour état ou église) alors que dans le premier cas, il est pris dans son sens figuré (comme État ou Église ; bien que l'orthographe soit la même, la nature du mot est transformé par antonomase : le nom commun devient un nom propre).
- Après, cette façon de voir la typographique est latine (notamment en français) et n'est pas la même dans les pays anglo-saxons (chez lesquels les notions de capitale et de majuscule sont quasiment indistincte). Or, j’ai remarqué que le breton emprunte beaucoup (et de plus en plus) à la typographie anglaise (notamment pour la gestion des espaces). Si quelqu’un connaît un ouvrage sur le sujet, je suis fortement intéressé (pour le moment, je n'ai trouvé que quelques lignes dans la grammaire d’Eugène Chalm).
- A galon, VIGNERON 27 Gwe 2011 da 21:00 (UTC)
- Evel Henamzer, Krennamzer ha Kantved ar Sklêrijenn(où). Bianchi-Bihan 26 Gwe 2011 da 01:33 (UTC)
- Skrivañ a rafen Oadvezh ar Maen. --Llydawr 25 Gwe 2011 da 19:44 (UTC)
- Gwir eo n'eus ket anv eus ar Maen met eus ar maen. E levr Istor Breizh gant Elegoët embannet gant TES e reer gant "Oadvezh an arem" (p 17), hag "Oadvezh ar maen benet" (p 11). "Oadvezh an arem" (p 12) ivez e levr 6vet klas Diwan--Kadwalan 27 Gwe 2011 da 18:11 (UTC)
N'em boa ket taolet evezh e save bec'h gant hirder ar varrennig-stagañ: Elesbed Aostria (1554-1592) e tlefe bezañ. Lemel ar pennad fazius? Bianchi-Bihan 26 Gwe 2011 da 02:24 (UTC)
- Ya, lemel ar pennad gant ar varrennig-stagañ hirr. Gwendal 26 Gwe 2011 da 07:50 (UTC)
- Labour merourien? Bianchi-Bihan 26 Gwe 2011 da 08:26 (UTC)
- N'eus ket mall warnon, met tud zo a vefe gouest da lavarout "e vez laket dizurzh" ... Bianchi-Bihan 27 Her 2011 da 01:14 (UTC)
- Hag e reont, dizehan, hag e serront kontoù zoken abalamour da se. Bianchi-Bihan 31 Her 2011 da 19:59 (UTC)
- N'eus ket mall warnon, met tud zo a vefe gouest da lavarout "e vez laket dizurzh" ... Bianchi-Bihan 27 Her 2011 da 01:14 (UTC)
- Labour merourien? Bianchi-Bihan 26 Gwe 2011 da 08:26 (UTC)