Mont d’an endalc’had

Katelin Aostria (1533–1572)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Katharina Aostria)
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Katharina von Österreich (1533–1572)

Katharina von Österreich, pe Katelin Aostria, ganet en Innsbruck e 1533 ha marvet e Linz e 1572, a oa ur briñsez aostrian eus an Tiegezh Habsbourg, merc'h da Ferdinant Iañ an Impalaeriezh Santel ha da Anna Jagellon, rouanez Hungaria.

Dugez Mantova e voe dre he dimeziñ kentañ, ha rouanez Polonia dre an eil.

Sigismond II, poltredet gant Marcello Bacciarelli

Seitek vloaz e oa Katharina e 1549, pa voe dimezet da Francesco III Gonzaga, dug Mantova. Hogen pevar miz hepken e padas o friedelezh rak mervel a reas an ozhac'h yaouank diwar ur skeventfo en devoa tapet goude bezañ kouezhet en dour.

Hag an intañvez yaouank en-dro da Aostria, da di he zud.

Pevar bloaz goude, e 1553, ec'h addimezas Katharina da Sigismond II Aogust, roue Polonia ha dug-meur Lituania.

Div wech e oa bet dimezet Sigismund : da gentañ da Elesbed (1526-1545), c'hoar henañ Katelin ; da eil da Varbara Radziwiłł, a oa bet serc'h ar roue a-raok bout pried dezhañ. br /> E miz Mezheven 1553 e voe lidet an eured. E miz Here 1554, pa oa brazez ar rouanez, e reas ur golladenn. Diwar an dezi-se ne reas an darempredoù nemet fallaat etre an daou bried. Katelin ne rae nemet tamall he serc'hed d'ar roue, hag ar re-se a oa anavezet gant an holl el lez, ha goap a veze graet outi ken e veze. Ar roue a grede start e oa mallozhet e euredoù, rak dimeziñ da c'hoar e bried kentañ a gave bremañ a-enep lezenn Doue[1]. A-hed ar bloavezhioù, petra bennak ma oa bet dilennet e dad-kaer da impalaer santel, n'ehanas ket ar roue da glask an aotre da derriñ e eured, hogen en aner. A-benn ar fin e tec'has Katelin e 1566 hag e tistroas da Aostria. Ti bloaz ha tregont bloaz e oa. Ne addimezas ket.

  1. Tennañ a ra an digarez-se da hini Herri VIII Bro-Saoz implijet evit terriñ e eured gant e bried Catherine of Aragon.