Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 37, bloaz 2011

Eus Wikipedia

12/09/2011 — 18/09/2011

[kemmañ ar vammenn]
Skrivañ un dra bennak er seizhvet sizhun ha tregont eus 2011 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Skeudennoù

[kemmañ ar vammenn]

a) ar fedoù

[kemmañ ar vammenn]

Krog eo Kadwalan da ren ur stourm personel a-enep ar skeudennoù er pennadoù diwar-benn an anvioù tud. Da skouer Flora.

Krog e oa ar stourm a-bouez-se d’ar 6 a viz Gwengolo er pennad Guerrero: *http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Guerrero_(dishe%C3%B1velout)&diff=prev&oldid=1048022 Kendalc’het eo al labour d’an 13 a viz Gwengolo, devezh bras, e-barzh un 20 pennad all, en o zouez:

  1. Anna Maria: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Anna_Maria&action=historysubmit&diff=1051629&oldid=925345
  2. Aria: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Aria&action=historysubmit&diff=1051638&oldid=1032219
  3. Ariane: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Ariane&action=historysubmit&diff=1051637&oldid=862668
  4. Blanche: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Blanche&action=historysubmit&diff=1051667&oldid=817830
  5. Carolina: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Carolina&action=historysubmit&diff=1051707&oldid=877461
  6. Caroline: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Caroline&action=historysubmit&diff=1051709&oldid=1048953
  7. Charlotte: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Charlotte&action=historysubmit&diff=1051717&oldid=1043278
  8. Claudia: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Claudia&oldid=970772
  9. Diana: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Diana&action=historysubmit&diff=1051749&oldid=941576
  10. Ida: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Ida&action=historysubmit&diff=1051607&oldid=1051606
  11. Maria Antonietta : http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Maria_Antonietta&action=historysubmit&diff=1051605&oldid=1051597
  12. Lucrezia de’ Medici : http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Lucrezia_de%27_Medici&action=historysubmit&diff=1051511&oldid=997675
  13. hag ivez Auguste, Augusta, … ha re all c’hoazh. Ul labour holloueziadurel brav.

Kenderc’hel a raio moarvat en devezhioù da zont: kalz pennadoù a chom dezhañ da weladenniñ c’hoazh, met buan e labour: kalz aesoc’h eo drailhañ skeudennoù eget lakaat anezho, evel ma oar an holl saverien pennadoù.

A-bouez eo din gouzout hag eñ e talv ar boan din derc'hel da labourat war ar pennadoù db anvioù-tud: skeudennoù a glaskan lakaat atav, ne blij ket din ar pennadoù hep skeudennoù, met ma vezont tennet gant ar merour bras goude eo gwelloc'h ganin mont da blantañ pour. Setu perak e kinnigan d’an dud reiñ o ali.

a) A-du gant labour Kadwalan hag an tennañ skeudennoù

  • ...

b)A-du gant ar pennadoù gant skeudennoù, ha neuze a-enep an tennañ skeudennoù.

  • ...

Trugarekaat. Bianchi-Bihan 14 Gwe 2011 da 02:04 (UTC)[respont]

N'eus stourm ebet... Erlec'hiañ a raen er braz eus ar pennadoù disheñvelout-mañ ar patrom Disheñvelout gant Disheñvelout anvioù-tud, pe lakaat Disheñvelout e deroù ar bajenn. Kempennet em eus ouzhpenn ar pezh a soñje din a oa da vezañ kempennet.
Ur skouer vat eo ar pennad Flora. Trugarez Bianchi-Bihan. Erbedet eo chom hep lakaat skeudennoù ha rummadoù er pennadoù disheñvelout-se (Sellet ouzh an dave e tavarn ar sizhun dremen pe eno). Ne gavan ket abeg er skeudennoù pa sikouront al lennerien da choaz ar pennad emaint o klask evel em eus displeget er sizhun dremen. Emaon o klask kompren avat perak e teufe ur pennad disheñvelout (ma ranker kaout titouroù buan) evel hemañ da vezañ aloubet gant skeudennoù forzh pegement ha kalz anezhe a vent vras ha memes gant ur boltredaoueg ! Pebez amzer a lakaer da gavout an titouroù pa vez evel-se ... Plas a-walc'h zo e korf ar pennadoù evit ar skeudennoù n'o deus ken un dalvoudegezh kenedel. N'eus ken sevel ur pennad Flora (doueez) a-ratozh en degouezh-mañ. --Kadwalan 14 Gwe 2011 da 03:36 (UTC)[respont]
Fentus.
Ne oa nemet lezel an traoù evel ma oant, ne raent droug da zen ebet. Ne gredan ket e c'haller lavarout a feiz vat ne gaver ket an ditoùroù er pennad Flora. Koulz eo lavarout n'eo nemet labour lous-brein, ha sklaer an traoù.
Un tamm disheñvel e welan an doare-ober, hag ur brezel an hini eo, evel ouzh ar pennadoù db Breizh er wiki gallek gwechall.
a) Savet ganin pennadoù db anvioù-tud, anvioù-badez peurvuiañ, lakaet e rummadoù hervez ar yezhoù, evel a vez graet er wiki italianek, ha skeudennoù alies (a-wechoù e vez er wiki italianek ivez, met ne vez ket kalz (it:Margherita (nome)").
b) Erru Kadwalan da lakaat Disheñvelout warne ha war un dro da dennañ ar skeudennoù, peogwir e vije difennet ... hervezañ, hag a-wechoù ivez da lemel ar rummad holloueziadurel lakaet ganin, Rummad:anvioù-tud italianek lakaomp. Evel-just ne vez ket kaozeet a-raok: ne vez ket kollet amzer gant tudigoù ha munudoù. Kompren a ran e vije heuget tud zo.

Arguzennoù

[kemmañ ar vammenn]
  • Erbedet eo chom hep lakaat skeudennoù a lar dimp Kadwalan. Un erbedadenn er wiki saoznek (hag a vo kemmet deiz pe zeiz) n'eo ket ur reolenn amañ eta, ne oa ket ur reolenn betek-hen bepred: emren eo ar wikipedia brezhonek, betek-gouzout. N'eo ket da Gadwalan d'ober ar reolenn kennebeut: gallout a ra tud ar wiki-mañ dibab ober o reolenn dezho, evel am eus kinniget uheloc'h: d'an dud da reiñ o ali bremañ, a-du gantañ pe a-enep.
  • Spontet on gant an arguzenn all: ar skeudennoù n'o deus ken un dalvoudegezh kenedel: an dud a oar diouzh an istor a oar a-walc'h n'eo ket kened zo da glask hepken er skeudennoù.

Bianchi-Bihan 14 Gwe 2011 da 03:52 (UTC)[respont]

Trawalc'h !!!

[kemmañ ar vammenn]

Ac'hanta n'eo ket o koll amzer o komz deus piv 'zo bet oc'h ober petra, piv 'zo kablus... ez aio war-raok an traoù.
Ma vez dizemglev war an doare d'ober e vo mat komz deus an danvez ha n'eo ket pismigañ a-gleiz hag a-zehou pe o rebech tra pe dra d'an eil pe d'egile.
Me 'zo erru skuizh o rankout dont betek amañ re alies evit lakaat urzh en ti !!!!! N'eo ket kement-mañ spered Wikipedia. A galon --Y-M D (kaozeal) 14 Gwe 2011 da 05:40 (UTC)[respont]

Komzomp deus Lakaat skeudennoù pe get er pennadoù disheñvelout, ha n'eo ket deus traoù all. Trugarez --Y-M D (kaozeal) 14 Gwe 2011 da 05:40 (UTC)[respont]
Pa vez kaozeet a-raok ne vez ket kudennoù goude. Mont a ra an traoù gant ar re a sav pennadoù, hag a deu amañ alies da ober al labour. Bianchi-Bihan 14 Gwe 2011 da 07:57 (UTC)[respont]
Ya, gwir a lavar Y.M.D. Ar gaoz zo a-zivout lakat skeudennoù er pennadoù disheñvelout. N'eo ket diaes kaout un nemedenn war ur wiki met sklaer eo o roll war ar wikipediaoù : ar pajennoù disheñvelout-se zo sañset heñchañ buan al lennerien hag erbedet eo lakaat an nebeutañ ar gwellañ a ditouroù diezhomm (e saozneg,e galleg). N'eus ket ezhomm stalioù-taolennoù pe stalioù-poltredoù (galery)... N'eus ket ezhomm lakaat skeudennoù pa ne vez ket ret-holl. Ha n'on ket bet o lakaat patromoù disheñvelout er pajennoù savet ganit. Kemeret em eus roll ar pajennoù gant patromoù disheñvelout evit lakaat ar patrom "disheñvelout anvioù-tud" pa veze ezhomm. --Kadwalan 14 Gwe 2011 da 12:03 (UTC)[respont]
Pep hini e sell. Gwelomp soñj an dud all. N'eus ket ezhomm skeudenn ebet en tri c'hard eus ar pennadoù neuze. N'eus nemet serriñ Kerandafar kement hag ober. Bianchi-Bihan 14 Gwe 2011 da 12:20 (UTC)[respont]
Koulz eo tennañ splet eus ar Wikioù all o deus tapet skiant prenet hag ober evelto (ouzhpenn ma seblant bezañ poellek o doare d'ober). Evit ar re a blij ar skeudennoù dezho, n'eo ket diaes lakaat anezho er pennadoù a zere, ne gemer ket kalz muioc'h a amzer; peadra da gontantiñ an holl eta.--Trec'hlid mitonet 14 Gwe 2011 da 18:40 (UTC)[respont]

Kenderc'hel...

[kemmañ ar vammenn]

... a ra ar brezel:

... paouez a rankan da labourat, n'on ket evit gouzañv seurt doareoù. Bianchi-Bihan 14 Gwe 2011 da 12:54 (UTC)[respont]

Ha ne c'hellhe ket Kadwalan mont da labourat war pennadoù all un tammig, evit distaañ an traoù un tammig? Kadbzh 14 Gwe 2011 da 20:35 (UTC)[respont]

A-du e savan gant Bianchi-Bihan

[kemmañ ar vammenn]

Anat eo eo kalz plijusoc'h sellet ouzh ur pennad gant skeudennoù. Hep komz eus an titouroù degaset gant ar skeudennoù, eveljust. Gwenael

A-du awalc'h ivez: pelec'h emañ an droug pa lakaer skeudennoù en ur pennad? Kadbzh 14 Gwe 2011 da 20:32 (UTC)[respont]
Evel-just emaon a-du evit ar pennadoù met evit pezh a sell ar pajennoù disheñvelout (kaoz zo anezhe hepken) lakaat skeudennoù a bounnera anezhe diezhomm peogwir ne servijont nemet da heñchañ al lennerien etrezek ar pennadoù gwirion e lec'h m'emañ ar skeudennoù. Sellet ouzh an daveoù a-us. Ali on ober evel er wikipedioù all setu tout. --Kadwalan 14 Gwe 2011 da 22:12 (UTC)[respont]
Adkrogomp gant an istor: a) setu krouet ganin ur pennad db un anv-badez italianek bennak, lakaet en ur rummad:anvioù-badez italianek, ha skeudennoù e-barzh; b) dont a ra ub da lakaat ar pennad er rummad "disheñvelout", ch) hag ipso facto setu ma skeudennoù e-maez al lezenn (hervez tud zo), an hini n'eo nemet un erbedadenn er wiki saoz ha ne oa ket bet kaoz anezhi amañ gwech ebet a-raok bremañ, peogwir e vije (a-hervez) difennet groñs, un torfed euzhus; c'h) dont a ra ur merour da lemel ma skeudennoù ha roud ma zorfed; c'h) adlakaat a ran ar skeudennoù, a blij d'al lennerien dre vras ; d) serret kont an torfedour gant ar merour e) krog ar merour da adwelout an holl bennadoù da skarzhañ ar skeudennoù (labour holloueziadurel talvoudus).
Ober evel er wikipediaoù all n'eo ket ret, ha meur a wikipedia zo. Er wikipedia italianek e vez skeudennoù a-wechoù: it:margherita ha it:Margherita (nome) ha it:Vittoria (nome), hag un toullad re all. Ha n'eus brezel ebet.
Barrek out evit kontañ istorioù. Met 1. ne ran ket forzh piv krog petra (evel Y-MD on skuizh gant se) 2. gwelloc'h e vefe da komz gwir gant arguzenn, kinnig, h.a.
N'eus wikipédia ebet gant kement skeudennoù. Gant da liammoù it.wp emañ 2 pe 3 skeudenn, e Flora edo 9 skeudenn. N'eo ket memestra. Ouzhpenn-se zo hiroc’h ar pajennoù italianek. Re leun oa ar pennad Flora.
Goude-se, n'eo ket un abeg evit lemel evit tout ar skeudennoù. Perak pas mirout skeudennoù ha lemel skeudennoù all ? Da skouer mirout 3 pe 4 skeudenn.
N'eus forzh pegement skeudenn, gwelloc'h eo da lakaat ar skeudennoù a zehoù pe gant <gallery>.
A galon, VIGNERON 15 Gwe 2011 da 15:22 (UTC)[respont]

N'on ket teknikour, traoù zo ne gomprenan ket en displegadenn-se. N'eus kudenn ebet gant Flora ken, neuze ne gollin ket amzer o tisplegañ e oa ur pennad db un doueez, gant taolennoù evel-just, evel evit an holl doueezed, hag ouzhpenn un anv-badez. Evel-just e oa diboell tennañ al livadurioù er pennad-se pa gaver anezho e pep wikipedia (met graet e oa bet memes tra), td zo a gavo se aes kompren. Abaoe eo bet disrannet an doueez hag an anv-badez : kazh skaotet, n'eo ket me am bije graet, pa vez stankerien kontoù war-hed-tenn. Nemet ne welan ket perak ne vije ket embannet poltredoù un toullad eus an dud anvet Flora meneget er pennad. Bianchi-Bihan 15 Gwe 2011 da 17:50 (UTC)[respont]

N'eo ket diaes kaout un nebeud nemedennoù d'ar reolenn evel em eus lavaret c'hoazh uheloc'h ha diazezet eo reolennoù holl ar wikipediaoù war re an hini saoznek (an hini kentañ) memes ma n'int ket heñvel-poch. Ar ger erbedadenn am eus implijet evit treiñ ar ger guideline da lâret eo reolennoù a zeu eus ar pemp pennreolenn.

A-bouez int ha sañset eo ar skridaozerien heuliañ an erbedadennoù-se (E saozneg :Policies and guidelines). Ha stanket eo bet an IP a oas oc'h ober gantañ abalamour ma oas bet stanket dija evit abegoù all ha ne oas ket sañset bezañ o kemmañ pajennoù d'ar mare-se. Netra da welet eta gant ar skeudennoù evel ma teus soñjet. Hag ouzhpenn ne oa ket bet hiraet stankadenn da gont evel ma vefe graet diouzhtu e wikioù all ... --Kadwalan 15 Gwe 2011 da 12:56 (UTC)[respont]

Diverket em eus tagadenn hep sinadur an implijer "Gouelan masklet", 2.10.252.125 --Kadwalan 15 Gwe 2011 da 12:56 (UTC)[respont]

?????????????? Bianchi-Bihan 15 Gwe 2011 da 17:50 (UTC)[respont]

Skeudennoù er wiki saoznek!!!

[kemmañ ar vammenn]
H.K.H. Kronprinsessan Victoria av Sverige
  • Er wiki svedek e vez skeudennoù ivez, evel e sv:Viktoria (namn). An tog a blij din.
  • Er wiki norvegek e vez ivez, evel e nn:Victoria.
  • Hag ivez, er wiki a ra erbedadennoù a-nep ar skeudennoù a-hervez: en:Victoria (name). Biskoazh kemend-all!

Ha kement-se, hep brezel na merour-brezelour ebet . Bianchi-Bihan 15 Gwe 2011 da 18:30 (UTC)[respont]

Ha sirius 've? Ar memes IP a zo bet o labourat amañ war "Victoria" [1] eo a zo bet o lakaat ur skeudenn war pajenn "Victoria" Wiki saoznek [2], koulz lavaret d'ar memes eur. Poent eo paouez da'm soñj gant ar furlukinerezh-se!--Trec'hlid mitonet 15 Gwe 2011 da 20:06 (UTC)[respont]
Da gentañ, rik memestra m'eus lâret araok : war ar pajennoù-mãn emañ 1 pe 2 skeudennoù pas 9 pe 10. Dindan 3 photo n'eus kudenn ebet (pa zo laket mat). Met p'emañ muioc’h skeudenn eget ar testenn zo un dra drol ha digempouez zoken.
Ha goude, an IP-mañ zo eus Roazhon (pebezh souezhadenn !). A-du on gant Trec’hlid ha Y-MD : ret eo paouez bremañ.
A galon, VIGNERON 15 Gwe 2011 da 21:15 (UTC)[respont]

Setu tri zra hag a zo sklaer:

  1. ar pseudo-reolenn ne dalv ket e pep lec'h, skouerioù all a roin c'hoazh,
  2. pep hini a c'hall kemmañ ar pennadoù, er wiki-mañ (a zo bet gwechall hon wiki-ni pa ne veze ket spazhet laou) evel er re all, ha lakaat skeudennoù hep na vefe serret o c'hont, hervez gxwir reolennoù wikipedia (ha n'eo ket hervez "erbedadennoù" ha ne servijont ket atav) : ar frankiz zo e lec'h all a vefe brav gwelout amañ;
  3. pep hini a c'hall lakaat ar gaoz en deus c'hoant en davarn, hag r re na blij ket ar gaoz dezho n'eo ket ret dezho kemer perzh, ha n'o deus ket da lavarout da zen ebet paouez.

Bianchi-Bihan 16 Gwe 2011 da 06:36 (UTC)[respont]

A-du emaon ganeoc'h VIGNERON ha trec'hlid. Un nebeud skeudennoù pe ur boltredaoueg (gallery), war ar pajennoù gouestlet d'an anvioù hepken, n'int ket pec'hed. Er pajennoù disheñvelout gwirion avat int diezhomm peurliesañ abalamour ma strobont al lenner. N'on ket souezhet-bras a-hend-all o welet e oa enrollet skeudennoù ar pajennoù kemeret da skouer eus Roazhon. Diaes eo fiziañ er pezh a vez lavaret goude --Kadwalan 16 Gwe 2011 da 09:12 (UTC)[respont]
Lakaet 'm boa ma soñj e pajenn sizhunvezh 36 en davarn. Chom a ran gant ar memes soñj evel-just ha ne gomprenan ket peseurt droug 'm boa graet o lakaat div skeudenn er bajenn fouin. Sed a zo lâret, n'on ket dedennet a-walc'h gant ar gaozeadenn-mañ evit arguzenniñ pelloc'h, traoù all zo d'ober er wiki-mañ. A galon, --Gouerouz 16 Gwe 2011 da 12:44 (UTC)[respont]

A-du ganit: pep hini en deus gwir da blediñ gant ar pezh a gav dedennus, hag evel-se ez a antraoù en -dro e (tost) pep wiki. Ha displijus e vez pa vez tud o lavarout "trawalc'h" pa ne blij ket ar gaoz dezho. Pa ne blij ket pesked Mongolia din n'an ket da welout anezho, ha mat pell zo. Bianchi-Bihan 16 Gwe 2011 da 15:04 (UTC)[respont]

Ar gaoz kentañ

[kemmañ ar vammenn]

Chomomp gant ar gaoz kentañ, mar kirit. N'eo ket diwar-benn "ar pennadoù gant skeudennoù" na diwar-benn "ar pajennoù gouestlet d'an anvioù" e oa ar gaoz, met diwar-benn "Lakaat skeudennoù pe get er pennadoù disheñvelout", evel ma skrive Y-M D uheloc'h. Kavout a ra din (ha kement-se am boa displeget er bajenn Kaozeal:Chihuahua) n'eus ket ezhomm peurliesañ da lakaat skeudennoù er pajennoù disheñvelout-se. Nemet e pajennoù evel fouin, meneget gant Gouerouz, evel-just. Dre vras ne gaver ket kalz a skeudennoù er pajennoù disheñvelout er Wikipediaoù e yezhoù all. N'eus forzh pet pennad a vije bet savet ganin, e kavan mat teurel ur sell ouzh ar pezh a vez graet er Wikipediaoù all ha tennañ splet eus ar skiant prenet gant miliadoù a dud enno. Evit ar skeudennoù, evel ma skrive Trec'hlid mitonet uheloc'h, n'eo ket diaes lakaat anezho er pennadoù a zere (ha sed ar pezh am boa graet er pennad Chihuahua (ki)). --Llydawr 17 Gwe 2011 da 08:52 (UTC)[respont]

Echu eo ar votadeg. Ma gourc'hemennoù d'an daou verour nevez bet dilennet gant 100% eus ar mouezhioù.--Kadwalan 15 Gwe 2011 da 14:14 (UTC)[respont]

Skeudennoù er wikioù spagnolek hag italianek...

[kemmañ ar vammenn]

... er pennadoù it:Cristina ha es:Cristina. Bianchi-Bihan 16 Gwe 2011 da 09:07 (UTC)[respont]

Lennet teus pezh oa bet skrivet araok ??
N'eo ket gant skouerrenoù evel-se az aio war-raok an traoù.
A galon, VIGNERON 16 Gwe 2011 da 10:03 (UTC)[respont]

... ha es:Lorenzo, es:Clemente (nombre), es:Deodato , es:Carlos, es:Casimiro, ... . Met marteze n'eo ket trawalc'h c'hoazh?
Evel am eus lavaret dija eo gant labour an dud ez a an traoù war-raok: war-dro 50 pennad am eus krouet abaoe deroù Gwengolo. Ha te? Hag hiziv? Bianchi-Bihan 16 Gwe 2011 da 15:00 (UTC)[respont]

Evel m’eus lâret : trawalc’h zo dija, ouzhpennañ skouerennoù ne cheñch netra ! Ouzhpenn-se war da skouerennoù n'int ket mat : 2 pe 3 skeudenn emañ e-barzh ; ganit zo muioc’h (re) skeudennoù.
Evel m’eus lâret dija, ne vo krouet pennadoù ganin tost morse ; gwell eo din labourat war ar pennad a zo dija (kalz labour a chom).
A galon, VIGNERON 17 Gwe 2011 da 11:07 (UTC)[respont]

Kalz labour a chom war ar pennadoù serret gant Kadwallan. Setu labour evidout neuze? Bianchi-Bihan 17 Gwe 2011 da 16:30 (UTC)[respont]

Kalz labour a chom peplec'h!
Traoù pouezusoc’h m’eus d’ober. Evidon zo echu hoc’h brezel, grit pezh peus c’hoant ne vo ket marv mil den evit ur skeudenn (pe ket). A galon, VIGNERON 18 Gwe 2011 da 21:20 (UTC)[respont]

Kenderc'hel...

[kemmañ ar vammenn]

... a ra ar brezel: hiziv Christina ... Bianchi-Bihan 16 Gwe 2011 da 17:17 (UTC)[respont]

Beget mat out. Displeg eta e pelec'h n'emañ ket an askorn en e lec'h?--Kadwalan 16 Gwe 2011 da 17:19 (UTC)[respont]

... ha difennet lavarout eo diechu ar pennad: ! http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kristina_Danmark_%28dishe%C3%B1velout%29&action=historysubmit&diff=1053141&oldid=1053140 Bianchi-Bihan 16 Gwe 2011 da 17:29 (UTC)[respont]

N'eo ket met diezhomm eo, sur--Kadwalan 16 Gwe 2011 da 17:31 (UTC)[respont]

Sur... Gwelout a ran ne c'hwezh nag aezhenn an arvar na hini ar genvreudeuriezh dre amañ. Bianchi-Bihan 16 Gwe 2011 da 17:41 (UTC)[respont]

PAOUEZ an daou, traoù all zo d’ober ha traoù all zo pouezusoc’h. N’eo ket gant ur brezel an traoù mont war well ! Arabat kemmañ ar pajennoù betek vo kavet an diskoulm.
@Kadwalan : n’eus kudenn ebet p'emañ neubeutoc’h skeudenn eget testenn. Gant pajennoù hir n'eo ket spontus da lak 4 skeudennoù (met a-zehoù evel-just).
@Bianchi-Bihan : gwelloc’h eo da lakaat ar skeudenn a-zehou. Dibab an 2 pe 3 gwellañ ha setu tout. Da skouer war Christina : perak lak ur photo Christina Milian ? N’eus pennad ebet war Christina Milian ha ouzhpenn ne ket anavezet ar plac’h-mañ. Ouzhpenn se, Commons zo amañ evit sellout ouzh milliadoù skeudennoù.
A galon, VIGNERON 17 Gwe 2011 da 11:02 (UTC)[respont]

Ur soñj droch a sav a-wechoù e pennoù bugale skolioù brezhonek zo: sellout er wikipedia, pezh a c'hoarvez a-wechoù dindan ma daoulagad. Pa welan n'int ket evit kompren e klaskan aesaat ar c'hompren oc'h ober gant gerioù eeun er penn kentañ, ha lakaat ar gerioù latin skiantel un tamm pelloc'h. Kement-se ivez ne blij ket. Displeget e vo ganin d'ar skolaer, dezhañ da gompren n'eo ket ar soñj gwellañ aliañ sellout er wikipedia brezhonek, a dleje bezañ graet evit se, ha n'eo ket evit kas brezelioù personel, evel an hini a welan o ren e kement pennad a stokan outañ bremañ eta. Amañ: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Trochilidae&action=historysubmit&diff=1053154&oldid=1052071. Bianchi-Bihan 16 Gwe 2011 da 17:51 (UTC)[respont]

Pa sellan ouzh istor ar bajenn e welan eo gant Bianchi Bihan e oa kemmet ma c'hemmoù da ziwezhañ, neketa? Da grediñ bianchi-Bihan e savfe brezel kerkent ha ma skriver un dra bennak en ur pennad e lec'h m'en deus skrivet un disterañ. Ret eo vefe degas da soñj dezhañ, peogwir n'en deus ket skiant prenet a-walc'h e wikipedia, n'eus den a gement a vefe perc'henn war danvez ur pennad ha forzh piv a c'hell degas kemmoù talvoudus.--Kadwalan 17 Gwe 2011 da 12:12 (UTC)[respont]
Anavout a reer an istor. Deskrivet mat eo da zoareoù ober hag abaoe pell war pajenn kannadig ar verourien kement ha ken bihan m'en deus droet da strategiezh d'ur rannbennad a-bezh. Plantañ reuz ha lakaat da grediñ goude e vez renet ur brezel personel a-enep dit gant ar verourien, me pe un all, ne vern. Goulenn a ran ganit paouez gant da zroukprezegerezh anat ha paouez te gant da vrezelig ha da emzalc'h tagus. --Kadwalan 17 Gwe 2011 da 12:18 (UTC)[respont]
Laouen on o c'houzout e c'hall ur paourkaezh labourer kemmañ ar pennadoù. Ne seblant ket sklaer atav pa weler oberoù zo.
Diwar vremañ, pa gomzi eus droukprezegerezh anat hag emzalc'h tagus hep mui, ez out pedet da ziskouez pelec'h: a-hend-all n'eo nemet falstamallerezh. Bianchi-Bihan 17 Gwe 2011 da 14:50 (UTC)[respont]

Kornichon...

[kemmañ ar vammenn]

... ha kokombrez-bihan, n'eus ket un anv all? (An daou c'her zo e Geriadur Hemon-Huon) Bianchi-Bihan 17 Gwe 2011 da 10:19 (UTC)[respont]

Gant an Ofis n’emañ nemet « kokombrez-bihan ».
Gant ar Geriadur Brezhoneg An Here n’emañ nemet « kornichon ».
Gant ar lec’hienn Favereau n’eman nemet « kornichon » (hag « azen gornek » evit kunujenn).
N'eus netra er Wikeriadur (siwazh).
A galon, VIGNERON 17 Gwe 2011 da 11:14 (UTC)[respont]
Korbronnig a zo ivez ;-)--Trec'hlid mitonet 17 Gwe 2011 da 11:45 (UTC)[respont]
Ne welan ket re an digarez da c'hoarzhin. Un dagadenn anat eo a-enep an implijer Llydawr hag ar pezh en deus skrivet. Dipitus eo gwelet ur seurt emzalc'h.--Kadwalan 17 Gwe 2011 da 12:05 (UTC)[respont]
Koulskoude ez eus peadra da c'hoarzhin. Bianchi-Bihan 17 Gwe 2011 da 15:22 (UTC)[respont]

Petra am eus skrivet ? --Llydawr 17 Gwe 2011 da 12:36 (UTC)[respont]

N'edon-me o soñjal nemet en dra-mañ:--Trec'hlid mitonet 17 Gwe 2011 da 12:21 (UTC) ::::[respont]
Evel-just! Evel an holl... 'gozik. Bianchi-Bihan 17 Gwe 2011 da 15:22 (UTC)[respont]
Unan all a oa o klask un anv all evel ma lâr e-unan. N'eus keet met sellet ouzh istor ar bajenn--Kadwalan 17 Gwe 2011 da 12:26 (UTC)[respont]
Ar gwir en deus Bianchi-Bihan da c'houlenn gant unan en em zigareziñ pa vez ezhomm. Me ne rin ket abalamour ma'z eo gwir ar pezh am eus skrivet er bajenn meneget gantañ amañ. An test nemetañ eo eus ar pezh a lavar a-hend-all. Abalamour da reolenn ar feiz vat e vo kredet ar pezh a skriv. Hag e bediñ da chom seven a ran, ur wezh ouzhpenn--Kadwalan 17 Gwe 2011 da 15:19 (UTC)[respont]
Lenn a ran fraezh me ne rin ket (en em zigareziñ), ha goude Abalamour da reolenn ar feiz vat e vo kredet : ne skriv ket: e kredan. Chom a ra Un dagadenn anat (sic) hag ur fallstamall eus e berzh eta a-wel d'an holl. Bianchi-Bihan 17 Gwe 2011 da 15:29 (UTC)[respont]

Hag adkrog Kadwallan gant e vrezel e Kristina Danmark. Iskis: goude afer ar c'hornichon. Lonket a-dreuz? Serret ar pennad ivez evit mirout ouzhin da labourat: setu labour efedus ha wikipedus!

Siriusoc'h: hep ma labour ne vije ket bet eus ar pennadoù-se, ha ne glask nemet an tu d'ober skoilh. Un emzalc'h enepwikipedian a-grenn. Ma kav dezhañ emañ o koll amzer, n'eus den kaoz nemetañ.

Goude heugiñ ac'hanon er pennadoù db Alamagn, goude Mec'hiko, goude anvioù-badez, goude anvioù rouanezed (pennadoù ha ne vezont ket echuet gantañ em lec'h evel-just) ... petra 'raio goude? Ne vimp ket pell o c'houzout. Bianchi-Bihan 17 Gwe 2011 da 15:39 (UTC)[respont]

Te an hini en deus graet gant doareoù n'int ket degemeret er wikipedia o terriñ istor ar pajennoù a-ratozh ha dre guzh evit skrivañ ar pezh az toa c'hoant er pennadoù Kristina Danmark hag Kristina Danmark (1521-1590). Ne droc'her ket pennadoù a-bezh d'o fegañ en ur pennad all ma reer ar c'hontrol. Adkaset e vez ar pennadoù en o fezh e pajennoù en anvioù all. Evit ar re o defe c'hoant da gompren n'o deus ken mont da sellet ouzh pajenn ar pajennoù da nullañ. A-walc'h eo, n'eo ket sirius tamm ebet. Ha paouez d'ober remerkoù personel. Ne ra nemet diskouez an diouer a arguzennoù 'peus. --Kadwalan 17 Gwe 2011 da 15:51 (UTC)[respont]
Ne ran netra dre guzh (falstamall adarre),
evit skrivañ ar pezh az toa c'hoant : gallout a ra pep hini gwelout eo ganin eo bet savet ar pennadoù, ha gwellaet tamm ha tamm: labour sac'het abalamour dit ha netra ken; ha klask a ran labourat sirius, ha n'eo ket n'eus forzh penaos : 5 pennad nevez hiziv adarre, daoust d'an enebiezh.
Evit ar remerkoù personel, afer ar c'hornichon zo unan eus ar re vravañ, kroget gant ur remerk personel graet ganit hag a deuy da vout istorel er wikipedia-mañ. Kement a fent am eus ma ne ran foeltr forzh ebet gant digarezioù ma heskiner. Bianchi-Bihan 17 Gwe 2011 da 15:58 (UTC)[respont]