Ar Blouzenn hag an Treust
Neuz

Ar Blouzenn hag an Treust zo ur barabolenn eus an Aviel, a gaver en Aviel Mazhev (7.3-5) hag en Aviel Lukaz ( 6. 41-42), ur rann eus ar Prezeg war ar Menez, kaoz enni eus barn ar re all hag en em varn an-unan.
Testenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Perak e taolez evezh ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, hag an treust a zo ez lagad-te, ne welez ket anezhañ ? Penaos e c’hellez lavarout d’az preur : Breur, va lez da zilemel ar blouzenn a zo ez lagad, ha te o chom hep gwelout an treust a zo ez hini ? Pilpouz, dilam da gentañ an treust a zo ez lagad, ha neuze e weli sklaer da zilemel ar blouzenn a zo e lagad da vreur.– An Aviel hervez Sant Lukaz 6, 41-42, hervez troidigezh Bibl.bzh